Disput etre ar Gwenedour hag ar C’hernevad

Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 175-180)



Disput etre ar Gwenedour hag ar C’hernevad
————

War eun ton anavezet.


Ar C’hernevad

Arsa, mignon Gwenedour, me ’glask, aboue pell-zo,
An tu da gavet disput gant eun den eus ho pro ;
Eun disput plen ha joaüs, hep taoliou na kounnar,
War hon giziou pemdeieg, hon zud hag hon douar.

Ar Gwenedour

Hardeh bras hou kavan-me, Kernevad, me mignon,
O klah tabut doh un den, hep anau anehon !
Neoah, eid hou kontantein, me disputou genoh ;
Biskoah eraug Kernevad ’neus kilet me zud koh.

Ar C’hernevad

Ma zud koz, koulz hag ho re, a oa tud galloudek,
Kerne ’deus bet a-viskoaz bugale kalonek !
War digare int lorc’hus ha taer ’vel an avel,
Ar Wenedourien a gred ’int mestr e Breiz-Izel.

Ar Gwenedour

Pe grogent en ou fen-bah, de « drouhein arnehe »,
Hou tud koh evel kiher ’rauk me re e skarhe ;
Me zud koh ou des perped dihuennet ou inour ;
Ou goed e rid hoah hiniu e kreiz er Gwenedour.


Ar C’hernevad

Ho tud koz, war o meno, ’oa holl evel prinsed ;
Me ’meus klevet koulskoude ’oant paour evel rac’hed !
O bugale, daoust d’o lorc’h, a vir c’hoaz an hano :
Dre-oll int anavet ’vel debrerien pato.

Ar Gwenedour

Malac’hti, Kernevad bian, hou tead zou forh abil ;
Merhad ged hou tam ioud-kerh hui zou rah tuchentil ;
Neoah, tra ma lonket hui deur skler avel pisked,
Ged chistr mat, nerhus ha huek, ni a dor hon sehed.

Ar C’hernevad

N’em eus ket poan o kredi ez eo red deoc’h evet
Evit dsikenn ho yod mel hag ho krampouez louedet ;
Eur Gwenedour, ’meus klevet, heb netra a iskiz,
A c’hall debri en eur pred eun dorz vara gwiniz !

Ar Gwenedour

Hou komzeu, me feurkeh den, ’zo truheg ha diben ;
Ne ve ket atau dek lur en torzeu bara chuen,
Ha neze, mar debramb kalz, ni zou lan hun dilhad
E chubehe, hep huizien, torchen ur Hernevad !

Ar C’hernevad

Na feuket ket, ma mignon, ha na vet ket re rok,
Rak, mar deo hir ho « saro » ha voulouzet ho tok,
Ni, gant hon brageier moan, hon chupennou danve,
’Zo tud faro ha diskuiz ha dilui da vale.


Ar Gwenedour

N’em-boe ket chonjet alkent ’pehe kredet pompal
Ged hou kuiskemant disneun ’tal hun dilhad bragal,
Rag ni zou brudet guerso, rah pôtred ha merhed,
Ged hun dilhadeu voulouz, lufrant hag argantet.

Ar C’hernevad

Daoust hag-en e tikrifec’h stum ar Gernevadez ?
Ken seder gant he c’hoef gwenn, he c’holier dantelez.
Kouls er ger ’vel er pardon, dereat ha kempenn,
N’he deus ket a « gapot du » da c’holo he c’hrotenn.

Ar Gwenedour

Guelet a ran, Kernevad, e oh kriu d’hou lezen,
Deit enta ur ueh benak d’er pardon de Geluen ;
Inou e chomheh bamet, digor forn hou keneu,
Inou e ueleheh reih, n’oh ’meit peurigelleu.

Ar C’hernevad

Malac’htoupen, Gwenedour, evidon-me bepred,
Biken lousten eus ho pro n’am bo evit pried !
N’o deus na tres, na feson, rous kaled o fennou,
Suilhet gant ar wall-amzer, maget ’touez ar brugou.

Ar Gwenedour

Men Doue, na peh un ostiz, nag ur pichon a zen,
Rak bete kalon hun bro fot dehon hun dispen ;
Meit alkent dohpen eid brug e sau en hon doareu ;
Er lanneier ne vout ket gue pir hag avaleu.


Ar C’hernevad

Birviken n’am bo fians en ho touar meinek,
Keit ha ma vo ho loened ken fall ha ken treuhek !
C’hoarzin a ran p’ho kwelan o kas plous d’ar marc’had,
Daou gole stag ouz ho karr evel daou benn-danvad.
 

Ar Gwenedour

E Kerneu, ar hou kleuet, n’es ’meit pinuidigeh,
Lonned mat, tud a feson, argant, plijadureh ;
Hi huitât a ret neoah, rak hep ar Gerneuiz
Guerso ’ve cherret en nor ar « usineu Pariz. »
 

Ar C’hernevad

Biskoaz kemend-all avat ! Sed aman eur gwidal !
’N em zonjet mat, ma fôtr paour, ’rôk dikri ar re-all.
Anavet oc’h reiz ive gant « pato ar Jersey »,
D’o bro e tec’het bep pla da fritan paourante.
 

Ar Gwenedour

Boaret on, aben er fin, get kôz ar beurante !
Laret ’vehe koueh en eur ’vel grizilh e Kerne ;
Neoah er bernieu montad harpet doh hou locheu
Diskoueant ket e rudel en ol ar ar madeu.
 

Ar C’hernevad

Red eo laret, Gwenedour, oc’h breman o farsal,
Rak ho siou ’hoc’h-unan a dôlet d’ar re-all ;
Hag ouspenn c’houi ’oar ervat penôz, e Bro-Kerne,
’Lec’h ma oa lochou gwechall ’zo kastellou hirie.

 

Ar Gwenedour

Dioalet da vout hanval doh ran al litorien,
A greuas e klah huihein kement hag en ijen,
Rak me ’gred ’pes beh erhoalh klah danne da bompal
Get ur vro ken difeson ha lan a vodeu fal.
 

Ar C’hernevad

Fe d’am douar, ma zud vad, sed aman eur maoutig !
Hen, marvad, eo an ijen, me ar paour kez rannig ;
C’houean ’rin c’hoaz kouslkoude gant giziou ma c’horniad,
Ha c’houi, ar « paon direret », c’houi renko izelât.
 

Ar Gwenedour

Santez Anna beniget, na goehat ur begek !
Hou plas hui, ’leh er person, zou er gador bredek :
Meit lakeit, pa garehet, hou kizieu ’tal hun re,
Hag ar Vreihiz d’ou barnein ha de choech etrede.
 

Ar C’hernevad

An dibab a zo graet kaer e pevar c’horn ar vro ;
Goueliou ar Gernevaded ’zo brudet a bell-zo,
Brudet eo hon eureujou ken drant ha deread,
Gant o giziou dudius, o doare ken breizad.
 

Ar Gwenedour

A houde guerso eue, rah e oar er Vreihiz
Ne spir ket hou pardonneu de re ar Venediz ;
Hag hou euredeu, men den, ou des ur liu breihek,
Merhad dre me tregernant get sonenneu galek !


Ar C’hernevad

Gwenedour, kement ha c’houi, ni ’gan e brezonek
Hag hon dans ’tal hoc’h hini a zo fur ha poellek !
Ar Wenedourien amiod, war digarez koroll,
A drailh, a lamm hag a zailh evel tud hanter-foll.
 

Ar Gwenedour

Na oapet ket, ma mignon, korolleu hun tud koh ;
Hag amen hoah ’m eus an tu da bakein ahanoh,
Rak e Kerneu, ’m eus kleuet, ’glasker ken ’meit un dra,
Kavet dilhadeu mod ker ha dansein ar « polka. »
 

Ar C’hernevad

Klevet ’m oa aboue pell-zo e oac’h tud a dabut,
Breman, eo red d’in kredi p’ho klevan o tisput.
Ar giziou fall marteze e Kerne a greska,
Mes daoust hag e Bro-Wened nan eo ket memes tra ?
 

Ar Gwenedour

Pe laret ar uirione, me asanto genoh ;
Ia, amen, avel ’n hou pro, e koueh ar modeu koh ;
Kement-se a zo spontus, meit ret e er laret
Ardeu fal ar herieu braz a dal ar Vretoned.
 

Ar C’hernevad

Pa ’n em glevomp, mar keret, klozomp an abaden,
’N em guitaomp mignoned pan omp amezeien,
Karomp Kerne ha Gwened, diou vro goant hon c’havel,
Ha labouromp a-gevred da zevel Breiz-Izel !