Ma zelen, peurvuian ken drant, Ma trid gant an dudi,
A gan hirie, gant nec’hamant, Eur zôn a velkoni.
Eneb ar veventi direiz, Ar si-ze ken mezus,
A gresk bemde en hon bro Breiz, ’Vel eur c’hlenved spegus.
Kregi a ra er yaouankiz, Zoken er vugale ;
Dindanan gouenn goz ar Vreiziz A blado hebdale.
Poanius eo gwelet tud yaouank, Gloar ha buhe eur vro,
O teul en evaj, ’vel er fank, Brud vat, fe o zado.
Mar deo truezus buhegez Eur pôtr yaouank mevier,
Mantrus eo buhe an tiegez Renet gant eul lonker.
Pried garo, tad didrue, Na gar ’met gwin-ardant ;
D’ezan, hep keun, e werz bemde Ine, nerz ha skiant.
Koll a ra peb urz, pep kreden, Ankouaz hent an iliz ;
Bep sul e klev an oferen Ouz tôliou an hostiz.
E wreg kez hag e vugale O deus evit loden
Dienez, klenved, paourante Ha daerou a anken.
War zao eta, gwir Vretoned, War zao, en han’ Doue !
Ouz ar veventi milliget,
Stourmomp en pep doare !
Brezel d’ar gwin-ardant mezus, Enebour an Arvor,
Ma vo hon gallout peurbadus Ha diflach hon enor !
|