Digouezet eo velkent an devez
Oa ganin pell zo gortozet,
Hirvoudi em eus groet aliez,
Breman ma chaden zo torret…
O devez karet,
Devez binniget !
Sav warnon da heol madelezus,
Ma tommo c’hoaz ma ezili ;
O heol, skuilh da sklerijen lintrus
Ha kemer lod ’barz ma dudi !
Meur a wech em eus bet poan-spered,
Skuilhet am eus ive daerou…
Hirie ez on evurus meurbed,
Achu e zo d’am zrubuilhou,
Devez binniget,
Ha ken gortozet,
Tridal ’ra ma c’halon en em c’hreiz,
Seder on evel eun eostig ;
Souden e welin c’hoaz ma bro Breiz,
Ma farrouz, ma zud, ma dousig !
Enpad ma zroïou war ar môr braz,
’M eus gwelet kalz a vroïou koant,
Mes n’ am eus gwelet… O nan, biskoaz !
Hini hag a vefe ken drant,
Ha ma bro garet,
Breiz-Izel hanvet…
O ma Breiz, Rouanez ar broïou,
Ma Breiz dudius ha dispar,
Eur martolod, bugel d’ez aochou,
Eus a nerz e galon da gar ! !
Hepdale ’n em gavo adarre
Ma zreid war da zouar kaled,
Hag eno gant an amzer-neve
E klevin kân al lapoused ;
Pere a laro
En touez o zonio :
— Dizro, dizro martolod yaouank,
Deus da welet da lojennig,
Elec’h kavi eun nor digor frank,
Eun tad, eur vam hag eun dousig !
Oh ! gwelet e ran tour an iliz,
Klevet e ran mouez ar c’hleier,
Gant o zon en em gavan diskwiz,
Ma c’halon zo laouen, seder,
Rak ma ’z eo ken kri,
Tec’hel, kimiadi…
Pegen evurus ez eo ive
Goude bezan bet ankeniet,
Dizrei yac’h mad ha leun a vue
D’ar vro elec’h ma ver ganet !
N’hallfe den laret ar blijadur
A zo breman ’barz ma ine ;
C’houez ar bleun balan, lann ha glazur,
A ra d’in beva a-neve…
Dirakon ’welan
An ti a garan :
Ti plouz ma zud koz, ma mam ha ma zad,
O ti bihan koant ma c’havel ;
Ac’hanout-te e karin dalc’hmad,
Ennout-te e fell d’in mervel !…
Ennout e teuin da ziskwiza
Dimeus ma zroiou hir ha pell,
Ennout e chomo ma dous Anna,
A sko breman warnon eur zell ;
He daoulagad c’hlaz,
D’in-me a ouelaz…
’N em frealz hirie, ma dousig koant,
Setu c’hoaz da wellan mignon ;
Gantan na gemer ken nec’hamant,
Rak dit-te ez eo e galon !
Tad ha mam gez, setu ho pugel,
Paeet gante e c’hle d’ar vro ;
Dizro ez eo c’hoaz da Vreiz-Izel,
Warnan na skuilhet mui daero,
Mes roet d’ezan
Ho pennoz gwellan :
Binniget breman e garante,
Ha groet ma vezo evurus…
Annaïg vo e wreg hepdale,
Annaïg a vo d’ac’h doujus !
|