O c’hortoz an distro

Lajat, 1909  (p. 247-250)



O c’hortoz an distro


War don : Kaourantinig.


Aboue an devez glac’haret
Eo tec’het ma muian-karet,
Nemed hirvoudi n’em eus groet…

Ne baouezin da hirvoudi,
Na da skuilh ive daerou kri
Ken vo dizroet han ini,

A laras d’in araok kwitâd :
— Ma dousig, kri eo ar c’himiad,
Ma c’halon a vo d’it dalc’hmad ! —

Ya, ar c’himiad a zo c’houero,
An disparti a zo garo,
Pegoulz e teuïo an distro ?


Oh ! pegoulz c’hoaz e c’hallin-me
Gwelet ma Ferig adarre,
Laret d’ezan ma c’harante ?

Da c’hortoz, aman en oachou,
Me deu bemde d’ober kanvou
Ha da ouela d’an amzeriou…

Pa welan du-hont, er pellder,
An evned o nijal seder,
Me lavar gant eur vouez tener :


— Gant ho tiou-eskell frank digor,
Petra eta, lapoused-môr,
E larfet da blac’hig Arvor ?

Komzet d’ezi a garante,
Ha frealzet, en han Doue,
Frealzet d’ezi hec’h ine…

Laret d’ezi ho peus gwelet
Pell du-hont he muian-karet,
D’ezi eta, d’ezi laret !

Laret d’ei, war eur wern uhel,
Eman martolod Breiz-Izel
O hunvreal d’e durzunel…

Lapoused skanv ha ken diskwiz,
Nijet a-dreuz d’ar c’houmoul briz
Ha retornet c’hoaz war ho kiz,

Tarnijet a-us d’al lestrig,
Hag, eno, gant eur vouez flourik,
Komzet d’ezan eus e zousig !

Dimeus he feurz kanet d’ezan
Eur zonig an dudiusan,
Eur werzig eus an teneran ;


Laret d’ezan an neb hen kar
A zo breman leun a c’hlac’har,
Evel eun durzunel hep pâr…

Hag ac’h a bennoz d’ar c’hoat don
Evit distan he foan-galon,
Da c’hortoz distro he mignon !


————