Diveza Sul goude Pantekost

Ar. de Kerangal, 1898  (p. 348-353)






DIVEZA SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. xxiv.)


————


Er mareou-ze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Pa velot, el leac’h santel ann traou mantruz ha glac’haruz diskuillet gant ar prophet Daniel (neb a lenn kement-ma, komprenet mad) ; neuze ar re en em gavo er Judee a vezo mall d’ezho redet d’ar meneziou ; neb a ve var ann doen, arabat d’ezhan diskenn da gerc’hat netra euz he di ; neb a ve er park zo mad d’ezhan ne zistrofe ket da glask he zae. Guaz a ze d’ar re a vezo o tougenn frouez pe o vaga enn deiziou-ze. Ha goulennit na vezo ket ret d’ehoc’h tec’hel epad ar goanv na d’ann deiz repoz ; rak neuze e vezo trubuillou, ne oue morse, azaleg ann amzer genta beteg hirio, ha ne vezo birviken, guelet ker braz. Ha paneved m’eo diverret ann deiziou-ze, den ne vije salvet. Mes, diverret e vezo ann deiziou-ze abalamour d’ann eneou dilennet. Neuze, ma lavar unan bennag d’ehoc’h : Ar C’hrist zo ama pe ahont, n’her c’hredit ket. Rak, dont a rai meur a fals Krist ha fals propheled gant burzudou braz ha traou souezuz goest da douelli mignouned Doue ho unan (ma vijo gellet hen ober). Hen diskleriet am euz d’ehoc’h aziaraok. Ma lavarfent d’ehoc’h eta : Setu ar Christ el leac’hiou distro ; oe d’it ket d’he glask ; setu hen kuzet e korn ann ti ; ne zelaouit ket. Rak, ec’hiz ma teu al luc’hedenn euz ar Zao-Heol da bara e tu ar C’huz-Heol, evelse e c’hoarvezo donedigez Mab den. E pe leac’h bennag e vezo ar c’horf, eno ec’h en em zastumo ann ered. Mes, raktal goude trubuillou ann deiziou-ze, ann heol a denvalaio, al loar ne roio mui he sklerijenn, ar stered a guezo euz ann env, hag ann envou holl a vransello. Neuze, merk Mab den a zispako er c’hoabr, hag ann holl boblou euz ann douar a hirvoudo hag a velo Mab den o tont var goumoull ann env gant eur c’halloud hag eur c’hloar vraz. Hag e kaso he elez da zastum, dre vouez skillruz ann drompill, ann dud salvet (hag ar re all ive) euz pevar c’horn ar bed, a zindan bolz ann envou penn-da-benn. Diouz ar vezenn fiez, koumprenit ar barabolenn-ma. Pa vez dija blod he skourrou ha deuet he deliou, c’hui a anavez eo tost d’ann hanv. Evel-se ive, c’hui pa velot ann holl draou-ze, gouezit ema tost Mab den etal ann or. M’hel lavar d’ehoc’h e guirionez, araok ma vervo ann dud zo brema e c’hoarvezo ann holl draou-ze. Ann env hag ann douar a dremeno ; va c’homsou-me avad ne dremenint ket.


Trubuillou ann Iliz.


Ar penn kenta euz ann Aviel hirio a zell, dreist holl ouz ar pez a dlie c’hoarvezout gant ar Iuzevien abalamour d’ho dallentez. E leac’h digemeret ar sklerijenn digaset d’ezho aberz Doue, e leac’h selaou kenteliou Hor Zalver, ar re-ze Her lakeaz d’ar maro hag a reaz gual vuez d’he ziskibien. A hent all, euz a lezenn Moizez ne virent nemed ar pez a blije d’ezho, hag enn templ e velet gantho eleiz a zizursiou.

Doue a zeu pelloc’h da skuiza, ha neuze e tiroll ar brezell skrijuz-ze a raio euz Jerusalem eur bern mein ha ludu. Ann enebour ne esperno den ebet. Guell a ze eta d’ann neb a c’hello tec’het. Rak-ze e lavar Jezuz d’ezho goulenn ne ziguezo ket ar reuziou-ze er goanv pe d’ann deiz a repoz a virfe outho da vale pell aoualc’h evit kuzat. Truez zo da gaout ouz ar gragez paour a vezo enn henvelep stad ne c’houfent kerzet beteg ar meneziou. Ann traou-ze, hervez a zisklerie Hor Zalver, a c’hoarvezaz abenn nebeut bloaveziou.

Ann eil pennad, euz ar gentel, a verk ar pez a vezo guelet pa dostai fin ar bed, hag ann trubuillou e devezo Iliz Jezuz-Krist da c’houzanv epad ann holl amzer. Azaleg ann deiz kenta e oue gual gaset, hag, a hed meur a gant vloaz, goad ar verzerien a ruillaz puill e pevar c’horn ar bed. A vrema c’hoaz, e kalz leac’hiou, e lakear kristenien ha misionerien d’ar maro. Er broiou ma lezer ho buez gantho o deuz kement pe muioc’h da c’houzanv ; rak ann Drouk-Spered ne baouez ket d’ober brezel da vugale Doue. Mes, pegen niveruz ha pegen treitour bennag e ve hon enebourien, na falgalounomp ket. Ganeomp ema hag e vezo bepred Jezuz evit hon dioual. Dalc’homp mad eta o pedi stard hag o tigemeret hor poaniou heb en em glemm ; hag, o veza douget, gant Hor Zalver, ar groaz hag ar gurunenn spern, ganthan ive ni a zougo ar gurunenn a c’hloar. Evel-se-bezet-great.