Trede Sul var’nn-ugent goude Pantekost

Ar. de Kerangal, 1898  (p. 343-348)






TREDE SUL VAR’NN-UGENT
GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. ix.)


————


Epad ma komze Jezuz ouz ar bobl, setu unan euz ar pennou braz o tostaat hag o lavaret, enn eur stouet dirazhan : Aotrou, va merc’h zo o paouez mervel ; mes, deuit, lakit ho tourn var’nnhi, hag e vevo adarre. Jezuz a zavas raktal hag a ieaz d’he heul gant he ziskibien. Hag eur vaouez, klanv gant ann divoada, abaoue daouzeg vloaz, a dostaaz outhan adren, hag a douchaz bevenn he zae. Lavaret a rea ennhi he-unan : M’ar gellan hebken touch he zae, me vezo pare. Ha Jezuz o tistrei hag o veza he guelet a lavaraz : Bezet fizianz, va merc’h, ho feiz e deuz ho pareet ; hag azaleg neuze, ar vaouez a oue iac’h. Pa oue diguezet Jezuz e ti ann den-ze, o velet eno sounerien hag eun toullad tud oc’h ober reuz, e lavaraz : It kuit, rak, ar plac’h iaouank n’eo ket maro, kousket eo hebken. Hag e reant goab anezhan. Pa oue kaset ann dud er meaz, Jezuz eat enn ti a grogaz enn he dourn, hag ar verc’h a zavaz. Hag ar brud a gement-ze en em skignaz tro-var-dro.


Merc’h Jair. — Ar c’hreg klanv gant ann divoada.


Setu adarre daou vurzud kaer great gant Hor Zalver : ar vuez roet d’eur plac'h iaouank nevez maro, hag ar iec’hed, d’eur vaouez klanv abaoue daouzeg vloaz. Guelomp ha ni a gavo aze eur gentel bennag talvouduz d’hon ene.

O veza euz ar pennou braz etouez ar Iuzevien, ann tad ne dlie ket karet Jezuz ; hag Hor Zalver, koulsgoude, a ia ganthan d’he di. Diblas a ra zoken raktal, e skoaz ma taleaz meur a zervez pa’z oa hano euz he vignoun Lazar. Evel-se a dlefemp d’ober evit hor brasa enebourien p’o devezo ezomm ac’hanomp.

Merc’h Jair a zo maro, e guirionez ; mes, Jezuz a lavar n’eo nemed kousket, evit deski d’eomp eo ken eaz d’ezhan rei buez d’eunn den maro evel divuna neb a ve kousket hebken.

Oc’h en em gaout en ti, e kas kuit ar zounerien hag ar re all a ioa oc’h ober reuz enn dro d’ar c’horf. Ma teufe brema da galz nosveillou zo en defe leac’h d’ober kement all ; rak, aliez e kavfe, a dra zur, tud o tibri hag oc’h eva, o c’hoarzin pe oc’h ober ebatou diskiant. Dirag skeud ar maro a dlefe ho c’helenn pa lavar d’ezho sklear aoualc’h : Hodie mihi, cras tibi. Va zro me, hirio ; varc’hoaz hoc’h hini ; ia, e kichen korf eur mignoun pe eunn amezeg o deuz ar galoun da c’hoari ha d’en em rei d’ar pec’hed. Deread e ve da vihana chom sioul, abalamour d’ann dud zo e kaon. Ar guir gristenien a raio guelloc’h, o pedi evit ann hini zo nevez tremened ; rak, tro a zo da gredi eo dalc’het er purgator, pa lavar kantik sant Mathurin :


Ha koulzgoude piou ann hini
Na iel ket siouaz ! da zevi,
Piou vo salvet heb mont enn tan ?
Var gant ne vezo ket unan.

Ra vezo eta miret enn nosveillou, ar c’hiz a ioa guechall da lenn eul levr devot bennag, da lavaret eur chapeled hag ar pedennou a dalvez muia d’ann anaoun. Neuze e c’hoarvezo kaeroc’h burzud eged ann hini a reaz Jezuz e kenver merc’h Jair ; rak Doue a denno hor c’herent euz ar purgator hag a zigoro d’ezho he varadoz.

Diouz a lennomp e Aviel sant Lukas, o tistrei ouz ar glanvourez, Jezuz a c’houlennaz piou en devoa touchet outhan ; hag ann ebestel, heb kemeret amzer d’ober ho zonj, a lavaraz : Mestr, c’hui fell d’ehoc’h gouzout piou enn deuz touchet ouzoc’h, p’ema ann dud a verniou enn dro d’ehoc’h ? Ia, guir eo, eme Hor Zalver, aliez hini zo stoket ouzinn ; mes, unan bennag zo en em gavet pare. Ha neuze ar vaouez keaz a roaz da anaout ar c’hras e devoa bet digant Doue. He feiz beo a reaz d’ezhi kaout ar iec’hed.

Brema, koulz hag enn deiz-ze, nag a dud a ia tost aoualc’h da Jezuz ! Bemdez emaint eharz treid ann aoter, pa ziskenn euz ann env dre gomsou ar beleg. Aliez guech hen digemeront enn ho c’haloun dre ar gommunion zantel ; ha koulzgoude, eleac’h parea, ho c’hlenvejou a ia bepred guasoc’h-guaz. Ann abeg a gement-ze eo ne dostaont ket ouz Hor Zalver, ec’hiz ma ve dleet hen ober. Evidomp-ni, pa zaoulinimp ouz taol zakr hon Doue, ouspenn kaout eur galoun neat, bezomp c’hoaz eur feiz kre hag eur guir garantez. Neuze, euz korf, goad, ene ha divinite Jezuz-Krist, e teuio eunn nerz burzuduz, goest d’ober sent ac’hanomp. Evel-se-bezet-great.

Taolit evez. — Pa vez Pask abred e chom muioc’h a zuliou goude Pantekost. Neuze e lakear ama ar c’henteliou n’o devoa ket kavet ho flas etre gouel ar Rouaned hag ar Septuajesim, o lezel atao da dosta d'ann Azvent Aviel ar pevare sul var’nn-ugent goude Pantekost.