Doare ober ann Amann mad

Disanv (Th. de Pompery)
J.-P. Gadreau, 1872 (pp. 58-59).
◄  Prezegenn, pe Sarmon Person Plou… Doare ober ann Amann mad Boed Chatal evit ar goanv   ►


DOARE OBER ANN AMANN MAD


————



Gwerza a reer breman ann amann da vont e-meaz ar vro, ha beteg er broiou pella. Talvezoud a ra kals muioc’h a-baoue ma zo kement a glask war-n-han : ha koulzgoude talvezoud a rafe muioc’h c’hoaz, mar oufemp hen ober gant muioc’h a ewez hag a skiant. Na ouzomp ket, en Breiz-Izel, kemprenn ha disvlevi ann amann evel ma reer el lec’h-all, ispisial en Normandi hag en enezenn Irland, pehini a zo kichenn hag indann Bro-Saoz. Amann ann Irland, hep beza dre natur gwelloc’h eget hini Breiz-Izel, a zo gwelloc’h brudet, abalamour d’ann doare ho d-eûz tud er vro-se d’hen ober, d’hen kemprenn ha d’hen dileaza : talvezoud a ra ive, dre se, dek ha pemzek gwennek dre livr war hon hini. En Breiz-Izel, ann amann a deu da veza krenv, hag a kemer c’houez-fall en bêr-amzer. Na veskomp ket ar ribot alies a-walch, implijout a reomp dien pe tro koz, ha goude ma ve deut an amann, na ve, koulz ê laret, dileazet tamm ; al leaz chomet en-han a lake anezhan, buhan, da gemer c’houez krenv ha blaz fall.

Ann dien na ro amann mad nemet pa ve dalc’het neubeud er pod. En hanv, ha pa ve tomder braz, e tlefac’h meska ar ribot bep eil devez, rag ann dien na hell ket em virout hirroc’h, hep trenka. Er goanv zoken ez eo a-walc’h hen derc’hel tri de bars ober ann amann. Mar ve re-ien ann dien, e viot pelloc’h o veska, ha pa ve pell-amzer o tont, na ve ket kouls ann amann. Evit kaout un domder a zoare, e renket, en amzer ar ienien , gwelc’hi ar ribot gant dour tomm hag hen souba (tremper) en ur varaz lec’h a vezo ivez dour klouar ; en hanv, en eneb, a renket gwelc’hi ar ribot hag hen souba. en dour ien. Ar ribot a renk c’hoaz bea dalc’het neat ha kempenn, ispisial pa ve en koad, hag ez int holl peurvuia.

Arabad eo meska re-vuhan, na re-goustadig : pa reer re-vuhan, ann aman a goll he vlaz hag he c’houez-vad ; a reer re-goustadig, e ve pelloc’h o tont, ha na ve ket koulz gret. Ur wez deut ann amnann, tennet al leaz euz ar ribot, tolit dour ien ebars , ha meskit c’hoaz un neubeud bennag, ha chenchit dour diou pe der gwez. Er giz-se, an amann a vezo dileazet mad. Dastumit anezhan hag hen lakit en un hanaf pe ur skudel goat, pehini a vezo neteat ha glebiet a-raok, gant dour feunteun. Gwaskit ha mêrit ann amann er skudel-se, evit tenna ann dour anezhan piz. Goude-se, n’oc’h ken da ober nemet hen astum en un tamm, evit kas d’ar marc’had.

Evit kaout kalz a amann, hag hini mad, rèd eo ive kaout bioc’hed, pe saout, ouz ur wenn (race) vad, gren (bien portantes) ha krenv, hag o boeta mad. Ar boed mesket eo ar gwella : er goanv, foenn, plouz-kerc’h, ha panes pe betterabes : en hanv, ar peuri a zo dreist holl ; koulzgoude, mar n‘oc’h eûz ket peuri a-walc’h da voeta anezhe er-meaz, roët d’ezhe, er c’hraou, irvinn glaz mesket gant kerc’h, pe segal-brazed. Pa ve deut ar melchon, kemeskit ieot etouez. Ar melchon dre-han he-unan na eo ket karet kaer gant al loened-korn ; Skuiza a reont buan gant-han ; mesket gant ieot all, hen debront gwelloc’h, hag e roont muioc’h a leaz.

Arabad eo skuiza ar saout, o kas anezhe re-bell da beuri ; dour mad ha sklêr a renkont da gaout da eva. Er goanv, pa ve kriz ann amzer, arabad eo ho leuskel pell-amzer er-meaz, ha mar be re-fall ann amzer, ispisial glao ien ha fonuz, gwelloc’h eo derc’hel anezhe en ho c’hraou. Oc’h ober en doare-se, ho pezo ar muia a leaz hag ar muia a amann hec’h heller kaout.


————