◄ Doare ober ann Amann mad | Boed Chatal evit ar goanv | Drouk-kof ar C’hezek ► |
Peurvuia na lakaer ket a voed a-walc’h d’euz al loened ha dlefec’h da gaout, ha d’euz ann ed a vez en un tieges. Ann teil a vez neubeud anezhan ive. ann douarou a vez treut hag ann eostou difounnuz. En Leon ez eûz panes, kaol hag irvinou ; en Treger ive ; en Kerne ne eûz koulz ê lavaret, nemet foenn plouz hag ar peuri a sav er goaremmou hag er parkeier losket da lana, pe indann goz (en jachère). Eno ive na reer nemet neubeud a deil, ha c’hoaz teil sec’h, pehini na ro ket kalz a druoni d’ann douar.
El lec’h derc’hel an teil er porz bete kalan-goanv, a vefe gwelloc’h hen kas er park en miz Meurs, vit kaout war-n-han betterabes ; koulz a vefe goude evel kent, ha gant ar betterabes roet epad ar goanv d’al loened, ho pefe ur bern braz a deil, hag hini mad. Na eûz netra falloc’h eget lakaad diou wez d’oc’htu ed warlerc’h ed evel m’oc’h boazet (habitués) da ober. Er giz-se a kresket al louzou fall hag a tennet ar gwella euz ann douar ; er giz-se ez oc’h, bep bloaz, o teurel temz da vaga louzou pere a voug (étouffent) ann ed. Pegement a dalvoudeges ec’h a evel-se da goll, el-lec’h servijout da wellaad ann douar !
Rèd eo eta chanj a c’hiz, ha lakaad panes, betterabes, karottes, kaol, irvinou, hervez ann douar, evit hen netaad ha kaout boed da roï fonnuz d’ar chatal. War ann teil lakeet d’ar brouskou-ze ec’h haller kaout goude-se pevar eost bennag, da lavarout eo segal pe winiz, melchon, war-lerc’h an ed, ha kerc’h d’ar bevare bloavez. War ann teil roet d’ar betterabes ho pezo eta pevar eost. Ar betterabes eo ar founusa brouskon a oufemp da lakaad : dont a reont, en douarou skanv evel en douarou pouner, gant ho zeila dru. Dreist holl ez int mad da vaga al loened, kezek pe loened-korn. Larda a reer ar saout gant-ho en daou viz, pe daou viz banter. En meur a lec’h. ar c’hezek labour a ve maget epad ar goanv gant betterabes hag eun tamm foënn mesket gant plouz gwiniz. Gant ar boeta-se a reont mad labour ann tieges hag a chomont maget en doare a dleont beza.
En darn vrasa euz ar vro na lakaer ket a vetterabes ; en tiegezou lec’h ma ve lakeet, ann dud, alies, na ouzont ket ann doare (la manière) d’ho labourad, hag evel-se n’ho defe nemet brouskoun dister ha treut.
Peurvuia e hadont anezhe gant ann dorn ; er giz-se a em gavont re-stank ; n’ho d-eûz ket a er da greski, ha n’oc’h ket evit ho labourad evel ma ’z eo gleet evit ho miret da veza mouget gant al louzou fall.
Setu aman penoz a dleer ober hag ec’h haller kaout bete c’huec’h-ugent mill livr (120,000) en un devez arad.
Ann douar a vez aret doon, en miz Kerdu, a-raok goueliou an Nedelek, evit m’hen defo amzer da vreigna ha da veza roezet a-benn ann eil labour, pehini a vez gret en miz Ebrel. A-raok disarrad, e skuller war-dro tregont karad teil dru dre devez-arrad. Pa vez skullet ann teil hag arret war-n-han, a ve kloedet gant ann oged (herse), dre amzer gaër, ha goude a tremener ar ruilleres (le rouleau) da vruzuna ha da starda ann douar. Tri pe bevar dol oged, heuliet euz ar ruilleres, a zo rèd en douarou pounner, evit ober mad.
Hada a reer en deziou diveza euz a viz Ebrel, pe en deziou kenta euz a viz Mae. Ober a reer rizennou gant ur verkeres war gillorou ; pe c’hoaz a reer irvi bihan gant un alar, hag a toler daou bom ann eil euz egile, en ur feson da gaout etre-z-ho war-dro daou droatad. Plenaad a reer neuze keign ann irvi, en ur gas ar ruilleres war ann dachenn. Neuze ec’h hader war c’horre ann irvi pleneet er giz-se. hag a toler-ewez da derc’hel leun war ar c’hreiz ; pep-hini a ve gant-han, en he zorn kleiz, ur skudel leun a had ; bep pemzek pe dric’houed meudad, e ra un toullig, gant he zorn dehou, hag a laka ebars ter pe beder hadenn ; neuze a tol un dornad douar beo en toul, evit-hen stoufa. C’huec’h pe seiz den, potred pe verc’hed, ec’h hall ober evel-se un devez arad bep deiz. Anaout a ran, en Kerne un tiegez a bevar devez war-n-ugent a zouar, lec’h ma lakaêr bep-bloaz daou devez arrad indann betterabes, ha daou-all indann panes.
Pa hader betterabes, hep irvi, war ann douar pleean, en antjou digorret gant ar verkeres, e toler ann had en pep ant, war ann hed lavared bremaig, hag a c’holoer gant ann douar savet a bep tu. Ar verkeres a zo henvel euz ur rastell, tri pe bevar dant braz out-hi, hag a zo daou droatad etre pep-hini anezho. Un den a zigas anezhi o vale war he gill (en allant à reculons) ann eeuna ma ec’h hall mont. Ur wez digorret ann antjou kenta, e laka ann dant tosta a zo en penn ar rastel en ant diveza digorret, evit em henfja (se guider) er giz-se da zigerri ann antjou all, ken a vez peur-c’hret ann dachenn. Bez’ ez euz tieienn ha ho d-eûz lakeet ar verkeres war gillorou ; un aneval a stlej (traîne) anezhi, hag a reont evel-se easoc’h ha buhanoc’h. Ann easa (le plus facile) evit ar re na ouzont ket ober gant ar benvek-ma, eo hada war irvi bihan.
Ar c’hoenna kenta a ve grêt pa ve ar betterabes bihan, ha nann c’hoaz re-stank. Ober a reer founnuz gant un bigell pe ur var, rag al louzou n’ho d-eûz ket bet amzer c’hoaz da dont da veza hirr ha stank. Evit ann eil c’hoennad, ec’h haller ober gant ur c’hoenneres (sarcleuse) stlejet gant ur pen kezek ; hogen ar benvek-se na eo anavezet c’hoaz nemet gant neubeud a dud, en hon bro, hag evel-se ar gwella, evit ann darn-vuia, eo ober arre gant ar bigell, pe ar var. Pa ho d-eûz grêt ar betterabes bihan peder pe bemp delien, na lakaër nemet unan en pep toull. Rèd eo c’hoenna un ter gwez bennag a-raok ma ve deut ar c’houlz d’ho zenna, ar pez a ve grêt en miz Here, ha da zivezata, war dro gouel ann Holl-Sent (la Toussaint) ; rag mar chompfent en douar epad miz Du, ar skorn a disse (pourrait) ober kalz a drouk d’ezhe. Ar betterabes na int evit harza kaer euz an skorn.
Kutuill’ ec’h heller deliou, evit ho rei d’ar saout, goude hanter Eost, met rèd eo lakaad ewez da na gutuill’ nemet ar re a zo deut da veza melenn ha soublet d’ann douar ; mar kutuilfac’h ann deliou glaz, e rafac’h gaou euz ar betterabes, ha na vefent ket kerkouls. Lavaret a zo bet penoz ann deliou betterabes na reont vad a-bed d’al loened ; koulzgoude pa ve roet da heul un tamm boed sec’h, ha pa na ve nemet plouz, na int ket fall d’al loened korn, hag al leaz na vihana ket gant ar saout. Darn a gav gwelloc’h planta ar betterabes gant ar pi, pe un ibill, e-lec’h ho hada d’oc’htu da chomm. Neuze a renker ober magerezed en liorzou dru ha goasket, en miz Meurs, pe abred en miz Ebrel. Evel-se ec’h haller kaout betterabes mad da bikad a-benn miz Even. Ho flanta a reer, dre dousder, war greiz ann irvi grêt evel ma ’z eo kelennet huelloc’h. Pa ve sec’hour braz, a renker gortoz ar glao, ha re-divezad, a weziou, evit kaout brouskoun mad. Ar betterabes plantet n’ho d-eûz, er bloaveziou sec’hour, a amzer a-walc’h evit ober ho c’hresk. Ouspenn, pa hader da chom, hoc’h eûz flouroc’h brouskoun, easoc’h da denna, da netaad, ha kalz teoc’h ha pounneroc’h.
En hon tiegezou na eûz ket, peurvia, a lojeiz a-walc’h evit miret kalz a vetterabes. Bernia a reomp anezho el leur, war un tors lann a c’huec’h pe seiz troatad ledander. Serra ha bihanad a reer ar bern, dre ma huella, en ur feson d’hen ober evel toënno ann tier. Goude a ve goloët gant ur guisk mad a blouz it-du, pe gant radenn sec’h, teo a-walc’h evit miret ar betterabes euz ar skorn. A hent-all, evit ho miret euz ar skorn, pa ve wall-c’hoanv. n’eûz nemet teuler teil-tomm war an daou du euz ar bern. Evel-se n’hon eûz bet morse a zrouk euz ar skorn.
Ar betterabes eo ar gwella brouskoun da em viret ; na vreignont ket, pa ve gallet ho miret euz ar skorn, ken a ve deut miz Maë pe miz Even. Mad int ive da boazad d’ar moc’h.
Bez ez eûz tud ha na ouzout netra, hag a gred n’ho d-eûz ket ezomm da veza henchet ha kuzuliet war gounideges (culture) ann douar. Sul-vui ez int diwiziek, sul-vui e kredont ez int fur ha leun a wieges. Ar rum tud-se a zo rok (fier) hag a zalc’h huel ho fenn etouez ar re-all. Me lavar ez int henvel euz ar penno goullou en ur park segal. Ar penno goullou a em dalc’h sounn iwe, hag a-uz d’ar re a zoug greun. E dlefent goûd koulzgoude penoz pa ve neubeud a voued-loened, a ve neubeud a deil iwe ; ha pa ve neubeud a deil, a ve treut ann douar, treut ann eost, treut ar ialc’h, ha treut ann den iwe.
Ar betterabes eo ar founussa brouskon : ewit-gwir, ur vetterabezenn vad a zo ker founnuz ha pemp pe c’huec’h panezenn, ha gwelloc’h eo da vaga ar chatal eget na sonj ann dud, peurvia. Unan euz ar gwella betterabes, eo ann hini melen krenn, hanvet en Gallek : Globe-jaune.
Ar panes na deuont ket da vad en douarou Kerne, pere a zo peurvia re-vaz ha re-skanv. Bêr ha kroc’hennek a vefont ; na eûz netra difounnoc’h eget panezo er giz-se. En Leon hag en Treger a reont brouskon kaër, hir, flour ha founnuz ; hogen mizuz (coûteux) int, en defot hada anezhe a rengadenno. Pa vezont hadet en doare-se, e vezont c’hoennet kalz êsoc’h ha buhanoc’h ; ouspenn, brasoc’h brouskon a reont abalamour m’ho d-eûz muioc’h a er, ha muioc’h a hent evit ober ho c’hresk. Ar re wella, hadet gant ann dourn, na roont ket daou-ugent mil livr dre devez-arad, el-lec’h ar re a ve hadet a rengennado a ro betek tri-ugent mil livr dre devez-arad.
Ur c’hiz all, a-nevez deut en meur a diegezou, eo arad ann douar panes a-raok ar goanv, hag ar c’henta ma ’c’h haller, goude ann eost. Er giz-se ann douar hag a louzou ho d-eûz amzer da vreigna, ispisial pa ve aret dre amzer gaer. En miz Meurs, a-raok disarad, e toler ann oged war ann dachenn, hag e dastumer al louzou, treuzieod, mellou, ounkl. Neuze ann douar a em zalc’h neat, ha kalz druoc’h. Pa ’z eo neteet er giz-se, ec’h haller disarad, kloeda goude, hag hada gant ar verkeres hag ann haderes ; goloï a reer ar rizennou, hep ho meski, o roï gant ewez un tol oged.
Ar c’harottes a deu en pep-seurt douar, hag en hini falla zoken, gant temzi mad. Noazet a ve d’ezhe, a-weziou, ant ar melc’houed, pa c’hlazont dre dousder. Gwelloc’h ez eo eta lakaad ar c’harottes en douarou skanv, en pere ez eûz neubeud a velc’houed. Ho hada a reer en rizennou, evel ar panes ; paneved-se, na ve ket gallet ho c’hoenna, hep kalz a boan hag a amzer. Ann had a renko eza frotet ha nizet (vanné) a-raok hen teuler en haderes. Gwelet a ret, ha bremaïg a welfet c’hoaz penoz ann haderez ec’h hall beza impliet da hada meur a dra. Ann nep n’hen eûz na merkeres nag haderes, ec’h hallo hada gant ann dorn, war irvi bihan, o lezel ann antjou goullou ; er giz-se a vefont êsoc’h da c’hoenna evit pa hader war ann douar plen. Ar c’harottes na em viront ket pell ; breina a reont buhan. hag ez eo gwelloc’h ho rei d’al loened a-raok ar brouskoun all, da lavaret eo en miz Du, ha d’ann diveza en miz Kerdu.
Ann irvinou-rutabaga, hanvet gant ann dud diwar ar meaz kaol-irvinn, a deu kement a kerkoulz hag ar betterabes, pa em gavont en un douar da blijout d’ezho. En douarou roez hag en douarou skanv a reont gwelloc’h brouskoun eget na reont pa zigwezont en douar pounner. Chansuz ez int pa c’hlazont dre ann heol tomm, abalamour d’ar c’huiled du (en gallek, pucerons) a lip anezho en neubeud amzer. Abalamour da se, e kavan gwelloc’h lakaad betterabes, pere na vankont ket da zont, pa reer d’ezho evel ma ‘z eo dleet. Ann irvinou-rutabaga ecvh hallet hada ive gant ann haderes, gant serri ann toullou dre bere a kouez ann had ker bihan ha penn ur spilhen. Gallet a ve c’hoaz ho hada war irvi bihan, gant ann dorn, evel a zo bet lavaret huelloc’h evit ar c’harottes. Darn a ra magerezed rutabaga en miz Ebrel, evit kaout da blanta en miz Even. Ar c’hiz-se a zo mad ive, hag ec’h haller kaout plant er magerezed-se evit lakaad el-lec’h ma ’z eo êt-kuit ar re a oa bet hadet da chom. Ar rutabaga a zo mad d’ar saout ha d’ar c’hezek ; na reont van a-bed euz ar skorn, hag ec’h hallont chom epad ar goanv en douar !
Ann irvinou all, anavezet a bell zo er vro, a vez hadet en miz Even hag en miz Gouere ; talvouduz ez int da lakaad en tachennou lec’h na ve ket deut da vad ar brouskoun all hadet en miz Meurs hag en miz Ebrel. Oc’h hada irvinn lec‘h ma ’z eo êt da fall ar betterabes, pe ann traou all hadet evit boeta al loened er goanv, na chomfont ket hep tamm, hag ar bern teil na vihanaïo ket. Ar gwella seurt irvinn eo ar re deut euz a Vro-Saoz, hag ispisial ur seurt lavaret irvinn Norfolk. Ar re-se n’ho d-eûz nemet ur vrouienn hep-ken, hag a espern muioc’h ann douar eget ann irvinn pere ho d-eûz kalz a vroiou.
Ar c’haol Leon, pe kaol Lannilis, a deufe mad ive en douar Kerne, ma vije ar C’hernevod troët war ar boed loened evel al Leonard. Peurvuia e lakaer ar c’haol en kreiz ann irvi panes, ha se a zo ur c’hiz fall, rag ar panes na vent ket kerkoulz pa vent indan ar c’haol. Perag na lakafeac’h ket ar c’haol ho-unan ? Bez a zo ive ur seurt kaol, nevez er vro ha hanvet en gallek kaol Poitou, kaol Vendée. Hada a reer anezho er vageres en miz Ebrel, evit kaout da blanta en miz Even. Glaz ez int en ho liou, ha na reont ket kalz a van euz ar skorn. Kerkent ha miz Here ez eûz da gutuil out-ho ; padout a reont, keit hag ar goanv, ha divezatoc’h zoken evit na ra kaol Leon.
Evit ann holl brouskoun, betterabes, panes, karottes, rutabaga, irvinn, kaol, ann douar a renk beza aret ato a-raok ar goanv, ha dre amzer gaer. Er giz-se ho pezo douar brein, neat ha kalz druoc‘h. Peurvuia na ve aret ann douar, evit ar brouskoun-ma, nemet er c’houlz, er mare da hada ; neuze a vez leun a louzou, hag an traou hadet ebars na vent morse mad a-walc’h.
En douar krenv, d’ann eil labour, ma ve kaledet ar bom gant ar sec’hour, ann oged hag ar ruilleres a renk mont diou pe der gwez war ann dachenn, evit ho roezad er vad. Pa zer d‘ezhan abred awalc’h, a-raok ma ve disec’het re, ez eo eaz da froeza, hag un tol ogen, hep-ken, a zo a-walc’h. N’euz ket ezomm da lavaret, mechanz, penoz un tol a zo a-walc’h en douarou skanv. D’al labourer eo da c’houzoud pa eo deuet he zouar mad a-walc’h, ha pa vez ezomm da dremen ann oged meur a wez, pe ur wez hep-ken.