Douar-an-enez
Son ha Ton gant Lusian LOARER.
En Breiz en beg ar bed a zo eur Ger mentrus
Gwenn ha brao vel eur wreg iaouank karantezus,
War he roc’h gourveset us d’an dour don ha glaz
Astenn a ra d’ar mor benërez he zreid noaz,
Hag ar mor noz ha deiz, rust ha jentil tro dro,
A lip treid koanta Ker zo bet biskoaz er vro.
Douarnenez, perlezen Breiz-Izel,
Paotrez ar mor hag ar menez uhel,
Dindan da baë dispar Ker Is ar villiget
E mesk ar bezin teo vit pell c’hoaz zo kousket ;
Douarnenez, Rozen wenn Bro Gerne,
N’eus en neb lec’h eur Ger evel-d-out-te.
Vel neus graet gwech-all atao o zadou koz
Da vibien gant ar mare a zao d’ar mor beb noz.
Ar chadennou a skrign ebarz ar porz tenvel
Stign lian al lestrou, o zu dreon d’an avel,
Hag al lestrou didrouz, ken skaon ha lapoused,
A ruz sioul war an dour dre al loar arc’hantet.
Douarnenez, perlezen Breiz-Izel,
Paotrez ar mor hag ar menez uhel,
Heb aoun eo da vibien en nespet d’an amzer.
Dirag an tarz treitour oll chomont dibreder.
Douarnenez, Rozen wenn Bro Gerne,
N’eus en neb lec’h paotred evel da re.
Al lestrou zo distro, karget a besket kaër.
Ar merc’hed vid ar c’haë deus dilezet ar ger,
An amzer zo klouar ha tomm ar c’halonou,
Goal zo enn daoulagad, c’hoarz war ar muzellou,
A dreg ar mor pell zo an heol zo aet da guz,
Dre an noz sioul nij c’houz soniou karantezus.
Douarnenez, perlezen Breiz-Izel,
Paotrez ar mor hag ar menez uhel,
Da verc’hed ’n o gwazied o deus gwad rouanez,
Gwad mibin, gwad tanet, roet d’ê gant Ahez,
Douarnenez, Rozen wenn Bro Gerne,
N’eus en neb lec’h merc’hed evel da re.
(Kanet gant an Oberour, beajour a gemwerz-evach, en pred braz marc’hadourien gwin Pennarbed en Douarnenez, Even 1929).