Notennou gramadegel

An Oaled, niv. 35
Société ARMORICA, 1931  (p. 16-17)




NOTENNOU GRAMADEGEL
gant Hervé KELENN
————

D ha T. — Diwall zo da ober da veska D ha T en dilost ar giriou. Ret a vo sellet eus al lavaridigez, ha henvelekaat ouz ar c’hemraeg. Da skuer, na dleer ket skriva GWAT, TAT, rag lavaret a vez evel pa vije aze daou AA. Skriva ’ta ar giriou unansillabennek hir GWAD, TAD. Mes GAT, lièvre, na gemero ket eun D. Perag ? A-toue teodet a vez GATT.

Da ziwall ive da gemer MAD ha MAT an eil evid egile. MAD a zinifi Bon, ha MAT a zinifi Fort. Eur potr MAD, hag eur potr MAT n’int ket tamm ’bed ar memez tra, ar vrezonegerien c’hinidik her goar. Na ken neubeut eun tamm MAD, un bon morceau, hag eun tamm MAT, un gros morceau.

I hag Y. — An darnvuia o deus diegi o tigemerout an Y en penn ar giriou. Dineuz e kavont YA, YAR, YOUD, YUN. Bravoc’h e kavont IA, IAR, IOUD, IUN. Ama c’hoaz, ar c’hemraeg a renk beza kemeret da skuer. Hema a skriv ar giriou-ze gant I. Hon C’Hramadegerien goz, Gregor Rostrenn, Gonideg, hag ar re dosta, an Abad Clerc, an Abaded Guilevic hag ar Goff, n’o deus ket digemeret Y en brezoneg. Ar gelaouen Dihunamb evid Gwened a zalc’h da skriva IEH, IEN, etc.

A hend all, an Alamaneg an eus I en penn IA, IAHR, IUNG, etc.

K ha G. — Al lizeren K hag al lizeren G a vez mesk-divesket a wechou. Ali a ver peuz-ordinal da viret K en dilost an hanoiou-gwan (adjectifs), ha da gemeret G en lost an hanoiou (substantifs). Da skuer : Eul levr brezonek, un livre en breton ; ar brezoneg, le breton, la langue. Evnig, oiseau ; Gwiridik, sensible.

LL ha LH. — Ar pez a ra da galz enebi ouz an LH eo ma’z eo didres ha techet da douella al lennerien dizisk, pere a c’hoanta atao lavaret LC’H. An daou L, pe IL, a rent kenkoulz all ar son glebiet, ha beza o deus a du gantê meur a gant vloaz implij, hag aotreente Ar Gonideg hag holl Skrivanierien an xixe kantved. DILLAD a zo ken aez evel DILHAD. Koulz e lennfer HEUIL evel HEUILH, ha BAILL evel BAILH. Ali omp da lezel an H ze a goste.

Z ha S. — An eil a ve kemeret evid egile gant darn.

Anaoudegez ar c’hemraeg a zo talvoudus, evid ober an disparti. Da skuer, ar Verb KAROUT. Ni a skrivo KARIS, j’aimai, kemraeg CARAIS ; mez ni a skrivo KARAZ, il aima, ha nann KARAS, rag eno oa gwechall eul lizeren c’houibann, TH pe DD. Ar c’hemraeg a skriv CARODD. Memez tra, na skrivimp ket OUS, DIOUS, mez OUZ, DIOUZ, rag pa glaskomp mammen ar giriou, ni a gav en kemraeg WRTH, ODDIWRTH, da lavaret eo eur Z saos.

Mez skriva rimp hep morc’hed AM EUS, ha nann AM EUZ, rag ama n’eus abeg a-bet d’eur Z, penegwir ar c’hemraeg, miret gantan an doareou kosa, a lavar OES, il y a, IM’ OES, il y a à moi, j’ai.

Kant vloaz zo e skriver Braz, Glaz, mez gallout a rer ive skriva Bras, Glas, evel en Kemraeg. Nemet a-vat e fell derc’hel d’ar Z en giriou vel Kaz, Raz, Poaz, Kraz, rag ar Brezoneg Koz-Koz a vije gantan aze eun TH, Cath, Rath, Poeth, Cradd.

E hag HE ; O hag HO. — Daoust ma ouier pe c’hour pe c’hreg a vez eur gir en brezoneg dre gemmadur ar gensonen benn, mad eo digemeret raghanoiou dishenvel evid SON (à lui), E ; SON, SA (à elle), HE ; LEUR (à eux), O ; Leur (à elles), HO.

EA hag AE. — Eur si eo skriva ea elec’h ae. Da skuer, leaz, keaz, freaz, eaz, etc. Skrivet laez, kaez, fraez, aez ; kemraeg Laeth, caeth, ffraeth.

H elec’h C’H. — Gwenediz na reont kemm abet etre H pa zalc’h lec’h eur Z pe TH koz, ha H pa zalc’h lec’h al lizeren C’H korzaillen. Mad eo skriva digoehet (digouezet), d’ehon (d’ezan), bahadeu (bazadou), mez en gaou a skrivont Kalloh evit Kalloc’h, Brasoh evit Brasoc’h, Moh elec’h Moc’h, etc.

Gant ober eur gammed vihan, e vije nesaet skritur ar gwenedeg ouz hini K. L. T.

DAOUA an NN - ou. — Eur skouarn dano, boazet da glevet brezoneg, a ouio pegoulz daoua an NN ha pegoulz tremenn gant unan. Da skuer, PENN, TENN, GOURC’HEMENN ; mez STEREDEN, GWAGEN, rak lost ar giriou hir-ma a vez teodet bouzar, evel en allmaneg : STERED’N, GWAG’N, pouez ar gomz war an diveza silaben ’med unan.

DE ha DI. — Sius eo skriva Degemer elec’h Digemer, Degas elec’h Digas. Koulskoude, arabad eo en em bismigat re diwar benn an « orthograf ». Homan n’eo ket ar iez eo : eur wiskamant d’ezi n’eo ken. Ar Reolennou gramadegel, ar Griziennou, a zo eskern ha melkein eur iez.


————