E korn an oaled/Ar C’housker
Eun intanvez he doa tri mab. Unan anezo, Dorik, a veze atao kousket.
Dimezomp anezan, eme an intanvez. An dra-ze hen dihuno.
Mez, siouaz ! eur wech dimezet, an Dorig a zifennas ouz e wreg sevel deus he gwele. Ne vezent gwelet nemet ouz an daol, da vare ar pred.
An daou vreur all a yeas e kounnar bras. « Araog, emezo, n’oa nemet unan o kousket. Brema emaint daou. Gwella ’zo, eo ranna an danvez ha lavaret d’ezo mont en o rout.
Dorig hag e wreg, Got, a gemeras o lod
hag a yeas kuit.
Ne voe ket pell o doa lipet o stal.
Neuze, Dorik ha mont da besketa. Paka
’reas eur pesk, eur seurt n’oa gwelet morse.
Falvezout a reas gantan e gas d’ar Roue.
E dor ar palez oa eur zoudard. — « Da beleac’h ez ez, a lavaras d’ezan. Ha Dorig a ziskouezas e besk : — Mont a ran da gas hen-ma d’ar Roue. »
— Mad. Mar kerez lavaret rei d’in an hanter deus ar pez a vezo roet d’it, e lezin ac’hanout da vont. A hent all ne rin ket.
— Eo, hag e pezo.
E kichen an deleziou oa eur zoudard all.
— « Ne di ket larkoc’h, emezan, ma na lavarez ket rei d’in ar bevare deus ar pez a vezi paet. »
— Mad. Eo. Beza e po.
Tost da gambr ar Roue, oa eun all c’hoaz hag a c’houlennas, ive, he lod deus ar pez a vije roet d’ezan evit e besk.
— Mad, mad. Rei ’rin d’it, eme Zorig.
Dorig a deuas, pelloc’h, a benn da vont beteg
ar Roue.
Ar Roue ’voe laouen bras hag a ginnigas
d’ezan kant lur evit e besk.
— Nan, Aotrou Roue, emezan.
— Nan ! Mez petra ’fell d’it ’ta ?
— Me, ve gwelloc’h ganen kaout kant taol fouet.
Ar Roue a gredas oa Dorig eun den sot. Mez Dorig a zalc’has mad. Hag ar Roue, a asantas rei d’ezan ar pez a c’houlenne.
Neuze, Dorig a reas gelver an tri zoudard dirag ar Roue.
— Hen-ma, a lavaras en deus goulennet an hanter deus ar pez am bije bet evit va fesk. Roit d’ezan ar pez ’zo dleet.
Ar zoudard a bakas hanter-kant taol fouet. Krial ha lammet a rea gwasoc’h eget n’ouzoun petra. Met e lod en devoa, evel just. Hag en dro d’ezan an holl a rea goab hag a c’hoarze.
Evit an eil hag an trede soudard, oa ar memes tra. Pep-hini oa roet e lod d’ezan.
Ar Roue a lavaras goude da Zorig : « Brema e chom daouzek taol evidout, »
— Ia ’vad. Mez me gavo, marteze, unan bennak d’o c’hemer em leac’h.
— Ah ! mad. Kerz da welet.
Ha Dorig e kear da di eur marc’hadour
fouetou.
— Pegement ar pez eus da fouetou ?
— Dek lur.
— Mar kerez mont, da di ar Roue e po ar fouet vit netra.
— Ar fouet, e ti ar Roue, evit netra !
— Ia evit netra. D’in me eo bet kinniget. N’em oa ket izomm. Deus d’e gerc’het hag e vezo roet d’it.
— O ! mont a ran, avad.
Kerkent ez ejont kevret da di ar Roue.
Pa zigouesjont, Dorig a lavaras : « — Hen-ma, Aotrou Roue, a gemero, a volontez vat, ar fouet a zo kinniget d’in-me. »
— Ia ! Gwir ? eme ar Roue, en eur vousc’hoarzin.
— Ia, a volontez vad ! eme ar marc’hadour.
— Mad, eme ar Roue. Roit ar fouet d’ezan.
Hag ar marc’hadour a dapas daouzek
gweach ar fouet e leac’h Dorig.
Ar Roue ’gavas an dra fentus.
Dont a reas da veza mignoun da Zorig.
Rei a reas d’ezan ugent lur bemdez. Dorig a
vevas evel eur mondian. Meur a weach e
pedas da leina e vamm hag e vreudeur. Ha friko ’veze, bep tro, betek nao gwennek-hanter. [1]
Beza paot fin a dalv arc’hant ! |
- ↑ Ar mod, e kostez Kastel-Paol, da lavaret oa bet eur friko bras.