E korn an oaled/Perik filhor ar roue

Imprimerie de la Presse Libérale 4, Rue du Château, 1923  (p. 97-109)



VII


Eur wech oa eur boutaouer koat hag a deue d’ezan kement a vugale ma na gave mui paeron na maeronez ebet.

O klevet e oa ar Roue o tremen dre ar vro, ez eas beteg ennan.

— « Aotrou Roue, a lavaras d’ezan, me ’m eus eur bern bugale. Holl int evit ho servicha. Er mintin-ma, ’zo ganet eun all d’in. Daoust hag eas e vefec’h, mar plij, da veza paeron d’ezan ? »

— Ah ! foutre ! eme ar Roue, ia sur ; eürus hag a galon vat e vefen paeroun d’az pugel.

Ar bugel ’voe hanvet Perig.

Abarz mont kuit, ar Roue a daolas eur yalc’had aour war an daol, en eur lavaret : « — Setu, aze, peadra da sevel va filhor. Pa vezo deuet da baotr yaouank, c’hwi ’lavaro d’ezan dont d’am falez. »



Triouac’h vloaz goude, Perig a yea da welet e baeron. Deuet oa da veza eur paotr yaouank deus ar re goanta.

En eur vont e welas eur marc’h o peuri var an hent bras.

Pa oa o tremen, ar marc’h a savas e benn.

— « Paotr yaouank, a lavaras, te zo ’vont da welet da baeron. An hent ’zo hir : ne anavezez ket anezan. Pign war va c’hein ; me ’gaso ac’hanout da di ar Roue.

Ha Perig, mantret da genta, a bignas koulskoude, var gein ar marc’h.



Dija en doa kerzet epad daou zevez ha diou nozvez. Oant digouezet war bord eur ster. Ar marc’h a yeas da eva dour. Hag epad ma torre, evelse e zec’hed, Perig a welas eur verienen oc’h en em zifreta en dour hag o klask savetei he buhez.

Taol d’ezi eur yeoten, a lavaras ar marc’h, ha chach anezi war al letoun.

Perig a reas e-giz ma oa lavaret d’ezan. Mez mantret oa bet pa welas ar verienen vihan o sevel he fenn ha gant eur vouez dous ha tano, o lavaret : « Trugarez d’it ! Perig, filhor ar Roue. Me eo rouanez ar merien. Ma ’peus izom ac’hanon, eun devez, n’ez pezo nemet va gelver. Me yelo buan war da zikour.

Ha Perig en hent gant e varc’h.



Goude beza baleet pell-pell, edo o tremen demdost d’eur c’hlanien. En eur zellet war an doureier, e zaoulagad a welas eur waz [1] oc’h en em zifreta ouz eul lasen.

Ar marc’h a jomas a-zav : — « Kea da ziluia ar waz gouez-ze, emezan, Hounnez ’zo paket en eur stign. Lez anezi da vond kuit. »

Perig a ziskennas adarre. Troc’ha ’reas al lasou korvigellet en dro da dreid ar waz. Ker buan al lapous a zavas er vann. Trei ha dizrei a reas a-us da benn Perik. — « Mil trugarez ! Perig, filhor af Roue, ’lavaras. Me eo Rouanez ar gwazi. Mar deu d’it, morse, kaout izom ac’hanon, me ’yelo war da zikour,

— ’Te ive, eme Berig. Allô ! Gwell-a-ze ! Hag ez ajont adarre, en hent, e varc’h hag hén.



Diouz a noz, en devez-se, e tigoueschont e palez ar Roue.

Perig oa eun den deus ar re goanta, hon eus lavaret dija. Eun tourked bleo melen oa rodellet en dro d’e dal. E zremm oa flour ha livet brao ; e zaoulagad glas ha leun a zousder.

Ar Roue a reas d’ezan eun digemer deus ar gwella. Laouen bras oa ouz e welet. Ha kement e plije d’ezan ma na helle tenna e zaoulagad diwarnan.

— Deus ’ta en ti, a lavaras, deus tre ’ta.

— O ! nan, paeron, eme Berig, ne din en ho ti, ken n’ ho pezo diskouezet d’in e peleac’h vo lakeat va marc’h.

Ar marc’h ’voe kaset da eur marchosi hag a oa frank ha ledan evel eun ti.



A Roue en doa eur verc’h er memes oajou da Berig, Kerkent ha ma welas an den yaouank ne voe mui mestrez d’he c’halon. Hag abarz pell, he daoulagad, he c’homzou, he oberou a lavaras d’ar paot yaouank pegement e karie anezan : « — Goulen ac’hanon da bried, a lavaras d’ezan, eun devez : ni vefe eürus kevret. »

Komzou ar plac’h yaouank e leac’h ober plijadur da Berig a lakeas anezan da veza doaniet. — « Ia, zur, a zonje, ni ’ve eürus kevret. Met ar Roue ne rofe morse e verc’h d’in me da bried. »

Mont a reas da gounta e abaden d’e varc’h.

— Eo, eme ar marc’h, goulen merc’h ar Roue da bried.



Edont, eun devez, ar Roue hag hen, oc’h ober eur bourmenaden er c’hoad e kichen ar palez.

— Paeroun, eme Berig, ho merc’h eo ar gaera eus merc’hed ar vro. Ema ugent vloa. Bremaik eo deuet ar mare d’ezi da zimezi.

— Petra ’ra an dra-ze d’it ? eme ar Roue.

Perig a deuas da veza ruz evel eur gerezen da vezeven.

— Eo, emezan, kement-se ’ra d’in eun dra bennak. Me ve laouen o kaout ho merc’h da bried.

Ar Roue a zirollas da c’hoarzin. Drol e kave gwelet mab eur boutaouer-koad o c’houlen beza e vab-kaer.

Ne lavaras ket nan, krak ha berr, koulskoude. Mez en em gemer a reaz a hent all, en eur zonjal distrana anezan.

— An hini ’vo pried d’am merc’h, a lavaras d’ezan, a ranko ober meur a labour dies. Da genta, aze ’zo ed er c’hrignol, war dro mil sac’had. Beza emaint kerc’h ha gwiniz, ed-du hag heiz, holl mesk-ha-mesk. An hini ’vo mab kaer d’in, a ranko, en eur penn-devez, didoueza holl ar greun-ze ha lakaat pep-hini en e vern.

Perig a blegas e benn. Sonjal a reaz, merc’h ar Roue ne vo ket dimezet, morse. Piou ’c’hello, en eur penn-devez, didoueza kemend-all a ed ha lakaat pep-hini en e vern ?

Pa voe echu e bourmenaden ez eas da gaout e varc’h. Edo melkoniet holl, hag e dal a verke pegen poaniet oa e galon.

— Petra ’zo, Perig, a lavaras d’ezan e varc’h. Te ’peus melkoni.

— Ia, eme Berig. Me ’gar merc’h ar Roue. Karout a rafen kaout anezi da bried. Met ar Roue ne fell ket d’ezan.

— Perak ’ta ?

— Oh ! me ne ouzoun ket. N’en deus ket lavaret nan d’in, koulskoude. Nemet, emezan, an hini ’vo pried d’e verc’h a ranko, en eur penn-devez, didoueza mil sac’had ed ha lakaat pep-hini en e vern, an heiz, ar gwiniz, ar c’herc’h hag an ed-du ! An dra-ze zo eul labour ha ne c’hello den da ober.

— Eo, Perig. Galv war da zikour rouanez ar merien, ha te ’welo.

— A gav d’eoc’h ? eme Berig.

— Ia zur.

Ha Perig d’ar c’hrignol da zellet ouz an ed. Beza oa eur mell bern, a c’helloc’h kredi. Mil sac’had ed ! Deus ar zolier beteg an doen.

— Mad, eme Berig. Me zo ’vont da welet. Ha gant eur vouez glac’harus, e benn troet ne ouie warzu peleac’h, e lavaras : « Rouanez ar merien. O ! ma ve ho madelez, deuit war va zikour !… »



A veac’h ma en doa komzet e voe gwelet merien o tont dre bep seurt hent. Lod a deue dre an nor, lod all dre ar prenestrou : re all c’hoaz dre gwask mein ar pignoun, ha re all dre an doen. Mont a reant d’ar bern ed. Pep-hini a gemere he greunen. N’oa ket dek munut ma oa eno, an heiz, ar gwiniz, an ed-du hag ar c’herc’h oa lakeat pep-hini en e vern. N’o doa ket bet izom da vont, holl, diou wech da glask o greunen, kement oa anezo. Hag evel ma oant deuet oant eat kuit. Perig, al laouenedigez en e galon, hag an dour en e zaoulagad, n’en doa ket, zoken, bet amzer d’o zrugarekaat.

Mont a reas da gaout e varc’h : An ed, a lavaras d’ezan, a zo didouezet. Merien a zo deuet eur vanden ha na helfe den da niveri.

— Mad, eme ar marc’h, kea da gaout ar Roue ha lavar d’ezan ez peus great al labour.



Ar Roue ’jomas mantret pa welas.

— Foutre ! a lavaras d’e filhor, eur gwaz out. Mezaon e rankin rei d’it va merc’h da bried. Met araog, koulskoude, e vo red d’it ober eul labour all.

E traon prad ar maner ez eus eul lenn, daou zevez arat a zindannan. Kent beza mab-kaer d’in, e rankez skarza ’l lenn-ze gant eun hanaf toull.

— Eun hanaf toull ? eme Berig ; eun hanaf toull ! Penaos da vihana e rin-me an dra-ze ?

— E giz ma kiri.

Ha Perig, doaniet adarre, ha da gaout e varc’h.

— Petra zo ’ta, c’hoaz, eme ar marc’h ?

— Eo red, brema, skarza lenn ar maner gant eun hanaf toull.

— Al labour-ze n’eo ket diesoc’h eget egile. N’az pezo ket izom, zoken, deus da hanaf toull. Galv, en taol-ma, war da zikour, rouanez ar gwazi.

— Ah ! sell, ia ’vad ; na zonjen mui.

Ha Perig, d’ar c’haloup, da gaout al lenn. Hag eno, goude beza troet ouz ar pevar avel, e lavaras : « Rouanez ar gwazi, deuit war va zikour, mar plij. »

Kerkent e welas gwazi, var nij, o tont deus ar c’huz-heol, ar zao-heol, an hanternoz, ar c’hreisteiz. Beza ’oa re yaouank, re goz, re vras, re vihan. Ken bras oa ar vanden, ma oa kuzet an heol ganto. Disken a rajont war al lenn. Pep-hini a gemeras he loumig dour. Al lenn oa dizec’het buanoc’h eget na heller lavaret. Eur waz koz, bet torret hec’h askel, a zigouezas eun tammig bennak war an diwezadou. Turia ’reas al lec’hid en eur grial : « Koag-koag ! Koag-koag !… » Met kaer he devoa turiat ne gavas ket eul lipaden.

Perig, laouenik holl, a yeas da gaout ar Roue hag a lavaras d’ezan oa seac’h al lenn.

— N’eo ket gwir !

— Eo. Seac’h eo. Iit da velet.

— Sada biskoaz. M’ eus douet e ranki beza mab-kaer d’in !

Met eun dra, evelkent, a jom ganez da ober. War douribel uhel ar maner ez eus eur c’hilhog aour. Araok beza pried d’am merc’h, e rankez, hep skeul ebet, kerc’hat ar c’hilhog-ze d’in.



O klevet kement-se, Perig a deuas da veza ankeniet evel na oa bet morse. Diesoc’h-diesa oa al labourou a roe d’ezan ar Roue.

Mont a reas da zellet ouz an douribel. Gwelet en doa anezi meur a wech, dija. Met n’en doa ket taolet spled da welet pegen uhel oa.

Mantret e chomas. An douribel a guze, evel pa lavarfen he fenn er c’houmoul. Beza he doa da vihana daou c’hant troatad huelder.

Evelkent, ne golle ket esperans. Kenta ’reas voe mond da gaout e varc’h evit goulen penaos en em gemer.

— Ac’hanta ? eme ar marc’h, penaos eo tremenet an traou evit al lenn ?

— O ! mat tre, eme Berig. Met eul labour all ’zo roet d’in hag a vo diesoc’h da ober.

— Petra ’ta ’zo lavaret d’it da ober ?

— Lavaret ’zo d’in e rankan kerc’hat d’ar Roue, hep skeul ebet, ar c’hilhog a zo war douribel ar maner.

— O ! gwell-a-ze ! avad. Ma karez e vo eas d’it al labour-ze. Te ’lazo ac’hanon.

— Ho laza, c’houi ! Ah ! biken, eme Berig. Laza ac’hanoc’h goude beza great kement a vad d’in ! Laza ac’hanoc’h ? Ha da gaout piou ez afen, hiviziken, pa vezin nec’het ?

— Eo, laz ac’hanon, — pe evit lavaret gwelloc’h, laz ar marc’h a zervich d’in d’ober va finijen. Me, va mabig, eo da dad-koz. Pa oan maro ez is da gaout sant Per da c’houlen beza kemeret, na petra ’ta, e Baradoz Doue. Met n’em oa ket great awalc’h a euvrou mad, epad va buhez. Ha dre c’hras Doue ez eus bet roet d’in dek vloaz da zont, adarre, war an douar. Kemeret a ris korf eur marc’h koz. Gantan em eus eseat ober an euvrou a vanke d’in. Ma lazez ar marc’h, va ene diluiet a nijo d’an Env. Gant kroc’hen ar marc’h e ri eul leren hir awalc’h evit tizout beteg an douribel. Stag eur mean ouz penn al leren. Taol ar penn-ze gant ar mean er vann. Ma taolez anezan gant her awalc’h, ez ei d’en em rodella en dro d’an ahel ema ar c’hilhog aour o trei warnan. Goudeze, e savi, a arzou, gant al leren, hag ez i, da unan, beteg ar c’hilhog.



En eur zelaou, Perig a lênve. Met e dad-koz ne ehane da lavaret d’ezan : « Laz ar marc’h ! Laz ar marc’h ! » ma tennas, pelloc’h, e gontell. Hag en eur grena e fourras anezi e kalon al loan paour. Ober a reas, goudeze, ar pez oa lavaret, hag a-benn an noz, oa eat da gas ar c’hilhog aour d’ar Roue.



Ar Roue ’jomas alvanet. — Penaos ’ta, lavaras, ez peus gellet kaout anezan ? N’eus skeul ebet war dro ar maner. Penaos ez peus gellet sevel beteg an douribel ?

— Dre guzul vat ha dre izign.

— Mad, filhor, va merc’h a vo d’it. Great ez peus labourou ha den em rouantelez, sur awalc’h, na helfe ober. Den muioc’h galloudus evidout da c’houarn ar vro war ma lerc’h !

Hag an eured a voe great.

Hag eur friko eus ar re gaera oa bet roet d’ar re oa pedet. Beza oa da breja :

Diskouarn kelien,
Treid siliou,
Lostou merrien
Ha kig viou ;
Yod da frita,
Yod da zifrita,
Yod e klud ar yer o tistana ;
Bara mouchen a renkennajou,
Keit ac’halen da Zant-Kadou.


Ober vad pa heller
Droug a rear pa gerer ;
Eur vad grêt
Ne vez kollet.
D’ar bed all, ni gas ganeomp
An droug hag ar vad a reomp.



————


  1. Oie e gallek.