Eil Sul ar C’horaiz
D’ar mare-ze, Jezuz o veza kemeret d’he heul Per, Jakez ha Iann, he vreur, a ieaz gantho a gostez var eur menez huel ; ha dirazho e chenchaz doare. He vizaj a lugernaz evel ann heol, hag he zillad a deuaz guenn ec’hiz ann erc’h. Hag, enn eunn taol, e veljont Moizez hag Eliaz o komz ganthan. Ha dioc’htu Per o lavaret da Jezuz : Aotrou, brao ec’h en em gavomp ama. Mar kirit, greomp ama tri delt, d’ehoc’hui unan, da Voizez unan, hag unan da Eliaz. N’oa ket peurlavaret he c’her ganthan ma ouent goloet gant eur goabren skeduz. Hag euz ar goabren, eur vouez a lavare : Hema eo va Mab muia-karet, am euz lakeat ennhan va holl garantez, selaouit anezhan. Ann diskibien o klevet ze a guezaz var ho genou d’ann douar hag o devoue eur spount vraz. Mes, Jezuz a dostaaz, a douchaz outho hag a lavaraz d’ezho : Savit, ha n’o pezet ket aoun. O sevel neuze ho daoulagad ne veljont den nemed Jezuz he unan. Hag epad ma tiskennent divar ar menez, Jezuz a roaz d’ezho ann urz-ma : Ne gomzit da nikun euz ar pez oc’h euz guelet ken na vezo Mab den savet a douez ar re varo.
Araog ha goude ar gentel on euz lennet hirio n'oa ken hano gant Hor Zalver nemed euz he Basion a ioa varnez diguezout. O velet kement dismegans a vije great d’ezhan gant ar Iuzevien, hag ar maro kriz a c’houzanvje, oa leac’h da gaout aoun na zeuje feiz ann ebestel da laoskaat. Evit guir, dirag ho daoulagad oa c’hoarvezet eunn niver braz a vurzudou a roe da anaout e Jezuz da nebeuta eur mignoun da Zoue. Mes, meur a hini euz ar bropheted o devoa great traou souezuz evel-se, ha n’oant koulzgoude nemed tud henvel ouz ar re all ; hag Hor Zalver a dlie tremen evit Mab ann Doue holl-c’halloudeg, evel ma’z oa e guirionez. Rak-ze e fell d’ezhan rei d’he ziskibien eur merk a ziskuezo skleroc’h petra eo.
N’oa ket ret evelato e veljent holl ar burzud nevez-ma. Aoualc’h oa e vije eunn nebeut testou goest d’hen lavaret d’ar re all a c’helle kredi var ho ger. Ne gemer eta ganthan nemed tri anezho. Mes, perak Per, Jakez ha Iann kent eged ar re all ? Abalamour, eme zant Iann Damaseenn, Per a ioa dibabet evit beza ar penn hag ar mean diazez euz ann Iliz ; sant Jakez a dlie, ar c’henta, skuill he c’hoad evit ar feiz ; ha sant Iann, pep unan her goar, oa brasa mignoun Hor Zalver. Ann tri-ma ive o doa ezomm da veza startoc’h enn ho c’hredenn, galvet ma’z oant da velet a dost hag, evel pa lavarfenn, da ranna gant ho mestr, enkrezou he angouni.
O tiguezout er Jardin Olivet Jezuz a lezaz he goumpagnunez e tal ann or, nemed Per, Jakez ha Iann a ieaz ganthan pelloc’h. D’ar re all en doa lavaret hebken : sedete hic, chomit aze, azezit mar kirit, epad ma vezinn o pedi. Ouz ar re-ma avad en deuz evel c’hoant goulenn sikour. Gortozit ama, emezhan, ha beillit ganen. Hag, enn ho c’hichenn, e c’houzanv eunn angouni skrijuz a ra d’ezhan c’huezi ann dour hag ar goad.
Evel-se a reaz a viskoaz hag a ra c’hoaz brema Hor Zalver e kenver ar gristenien. Neb en deuz diskuezet d’ezhan eur garantez dispar, labouret ha gouzanvet kalz evithan, pe a zo galvet d’hen ober a c’houdevez, da hennez e ro eur vechik bennag, var ann douar-ma, eunn tanva euz dudi ha levenez ar baradoz. Gouzout a rit petra a lavare Jezuz d’ar beleg Ananii, p’her c’hasaz da barea daoulagad sant Paol a ioa bet skoët dall var hent Damaz : ann den-ze a zo dibabet ganen evit prezeg va hano dirag ar boblou, ar rouaned ha bugale Israël, ha me a zesko d’ezhan pegement en devezo da c’houzanv evit ar feiz. Mes, ma oue tenn he labour, eunn deiz en em gavaz douget beteg hueldet ann Env, ha pa ziskennaz ac’hano ne c’houie ket, penaoz diskleria ann traou kaer en doa guelet.
Rak-ze, m’ar plij gant Jezuz ho kervel
da eva eul lodenn euz kalir c’huero he
basion, kemerit-hen heb aoun na damant
ebet. Evit ho tigoll, er bed-ma, e tispako
dirazoc'h eur skeudenn euz he c’hloar pe
e roi d’ehoc’h da anaout holl c’hened hag
holl douzder he galoun, ken na c’hellot
lavaret evel sant Paol: « E kreiz va zrubuillou
en em gavan enn eur mor a levenez. »
Lakit evez avad eo enn eul leac’h distro ha var eur menez huel ec’h en em ziskuezaz evel-se Hor Zalver d’ann Ebestel ; ar pez a verk eo ret, evit kaout perz er madou dudiuz-ze, pellaat dioc’h trouz ha breinadurez ann douar, hag en em zevel dreist ann holl draou krouet. Mes, petra eo ann diouer-ze e skoaz ar joa a roi d’eomp ann Aotrou Doue ! Sant Per a c’houlenne chom ato var Menez Thabor, ha koulzgoude n’en devoa eno nemed eunn tanva dister euz a euruzdet ar baradoz. Kerzomp eta varlerc’h Jezuz, pegen rust bennag e ve ann hent a ziskuezo d’eomp, ma’z aimp eunn deiz d’he velet e rouantelez ann Env. Evel-se-bezet-great.