Sul kenta ar C’horaiz
Neuze ar Speret-Santel a gasaz Jezuz enn eul leac’h distro evit beza tentet gant ann diaoul. Ha goude m’en devoue iunet a hed daou-ugent devez ha daou-ugent nosvez e teuaz naoun d’ezhan. Hag ann toueller o tostaat a lavaraz d’ezhan : Mar d’oc’h Mab Doue, livirit d’ar vein-ma en em chench e bara. O respount d’ezhan Jezuz a lavaraz : Skrivet eo : N’eo ket hebken gant bara e vev ann den, mes gant kement komz a zeu a c’henou Doue. Neuze ann diaoul henn dougaz d’ar gear zantel, hag ouz he lakaat var al leac’h huela euz ann templ, e lavaraz d’ezhan : Mar d’oc’h Mab Doue, en em daolit d’ann traon, rak skrivet eo, en deuz kemennet d’he elez kaout evez ac’hanoc’h hag ho kemerint etre ho daouarn gant aoun na stokfe ho troad ouz eur mean bennag. Jezuz a lavaraz d’ezhan : Skrivet eo ive : Ne dentoc’h ket ann Aotrou ho Toue. Ann diaoul hen dougaz c’hoaz var eur menez huel braz, hag o tiskuez d’ezhan holl rouanleleziou ann douar hag ar brud o devoa e lavaraz d’ezhan : Ann traou-ze holl me ho roi d’ehoc’h ma taoulinit d’am adori. Mes, Jezuz a lavar d’ezhan : Kerz adren, Satan, rak skrivet eo : Adori a reot ann Aotrou ho Toue, ha ne zervichot nemethan. Neuze ann diaoul Hen lezaz, ha setu ann elez o tostaat hag ouz He zervicha.
Dija, er pevare sul goude ar Rouaned oa bet hano ganeomp euz ann dentasion. Mes, pa lavar ar Spered-Santel eo hor buez evel eur stourmad heb ehan, e vezo talvouduz d’eomp beza c’hoaz kenteliet, ec’hiz ma c’houlenn eur zoudard beza bepred skoliet var ann troiou nevez en defe desket he enebour. Ann diaoul a gav bemdez eun droidel bennag evit rei lammm d’ann ene kristen. Klaskomp eta ni ive anaout skleroc’h he ardou ma c’hellimp ato gounid varnezhan.
O c’houzout en devoa Jezuz naoun goude daou-ugent devez iun, Satan a c’hoanteaz He lakaat d’ober eur burzud araok ar mare merket, e leac’h gortoz eur pennadig ken na zeuje ann elez d’Her servicha. Kollet ar c’hrogat kenta-ze, e klaskaz eur c’hrav all oc’h Hen alia d’en em daoler var he benn divar c’horre ann templ a zigarez ne ziguesje drouk ebet gantban m’ar d’oa Mab Doue, evel m’az oa e guirionez. Kredi aoualc’h a c’heller n’en divije ket torret he c’houzoug ; deuet e vije kentoc’h ann elez d’Hen digemeret var ho divreac’h. Mes, daoust m’en deuz Doue ar c’halloud d’hor miret diouz peb droug a gorf hag a spered, ne dleomp morse, heb ezomm, goulenn diganthan eur burzud evel-se. Hor Zalver hen diskuez hag hen lavar ama freaz aoualc’h.
Trec’het adarre, ann diaoul a zispak eunn higenn all, o lakaat dirag Jezuz holl rouanteleziou ar bed, a vezo roet d’ezhan evit neubeut a dra. N’en deuz nemed plega da adori Satan, hag ema great ar marc’had. Klevet oc’h euz ar respount roet gant Hor Zalver. Pet ac’hanomp-ni a vije eveldhan chomet enn ho zav ? Mad, dre ann ardou treitour-ze ha kant all c’hoaz henvel outho e labour bemdez ann ifern evit koll ar gristenien. Ne oufemp ket niveri he fallagriezou. Araok stourm ouzomp e sello piz da velet dre be hent e vezo easa tostaat ; ha m’ar be ezomm e c’halvo ar bed hag ar c’hik da rei ann dourn d’ezhan. Ouz ann tri enebour-ze eo ret beza ato var evez.
N’euz forz pe hini anezho en em gemer ouzomp, kenta a rai eo diskuez d’eomp ar pec’hed, hag hema hervez ma plijo pe zisplijo d’eomp a vezo digemeret pe taolet pell diouz ar galoun. Evit guelet ann drouk pe gant hor spered pe gant daoulagad ar c’horf n’euz ket ato a bec’hed, rak aliez ne c’hellomp ket miret na zeufe dirazomp. Goude m’on euz poaniet da bellaat ann enebour, ma tiguez evelato d’hon izili, eneb d’hor bolontez, tanva eur blijadur bennag ne vezimp ket c’hoaz tamallet gant Doue. Sant Beneat ha sant Fransez p’en em ruillent, hema enn erc’h, egile etouez ar spern evit trec’hi ïoulou ar c’hik, a dlie beza dija gual daget gant ann tan hudur ; ha koulzgoude e choment neat a bec’hed.
Ma vec’h eta argaset eveldho n’o pezet enkrez ebet, epad ma kendalc’hit da enebi kalounek. Pegeit bennag e pado ann dentasion n’euz drouk ebet ; brasoc’h e vezo memez ho mirit ha kaeroc’h ho kurunenn, ma ve hirr ha tenn ar stourmad. Abalamour da ze, e ro Doue d’he vrasa mignouned tro da vrezelekaat a hed ho buez. Sant Paol a c’houlennaz abenn teir guech kaout peoc’h diouz he ioulou direiz, ha ne oue ket selaouet.
Mes, pe var ann tu-ze pe var eunn tu all bennag e vec’h douget da bec’hi, ne jomit morse da c’hoari gant hoc’h enebour. Troit kein d’ezhan raktal, ha grit eur bedenn ; evelse ann dentasion a vezo c’hoaz talvouduz d’ehoc’h, o sevel ho spered varzu ann env. Ma ne vemp eskinet aliez, eme zant Fransez a Zal, e teufemp re hardiz, hag e tiguesfe ganeomp tro al labousedigou a vez sammet gant ar sparfell, o veza, heb difizianz, eat pell diouz ar vamm. Goude eur spountaden bennag e talc’hont tostoc’h d’ar iar, ha neuze pa zav trouz e redont da guzat dindan he askell. Ni ive, o veza bet meur a grogat ouz ann enebour, a jomm guelloc'h var evez, ha pa zav reuz, ec’h en em daolomp buhan etre divreac’h Jezuz ; hag eno, ouspenn ma’z omp diouallet, hor c’haloun ken tost d’he hini a zeu da domma muioc’h mui gant tân he garantez. Evel-se-bezet-great.