Eil levr - Chap. XIV.

Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 166-170)


CHABIST XIV.
Pebes malheur eo coll Jesus.


Jesus en devoa daouzec vloas pa zeas da Jerusalem assambles gant Santes Mari ha Sant Joseph, da celebri ar solanite eus ar pasq, evel ma zoa ho c’hustum.

Ar solanite o veza passeet, Mari ha Joseph a zistroas da Nazareth : Jesus, eb na vouient, a chommas e Jerusalem. Great о devoa dija un deves bale, pa veljont ne voa qet Jesus gantho.

Pebes chagrin n’o devoue qet ! Peguer sansibl ne dleas qet beza Mari, particulieramant, eus ar c’holl a Jesus !

Mæs, ô va Salver ! neqet dre he faut e collas Mari ac’hanoc’h.

En em guzet a rejac’h a zirac he daoulagat evit interest gloar ho Tad celestiel.

Evidon-me pehini a meus ho collet qen alies dre va phec’hejou, pehini am eus ho forcet qen alies d’en em bellaat diouzin, a me a ell santout aoualc’h ar c’holl-se ?

Mari ne devoa collet nemet ar bresanç corporel a Jesus. Conservi a reas e oll vignoniach, ha me am eus collet qement a eller da gaout a guerra, er bed, graç ha mignoniach Jesus.

Ar bed hac e blijadurezou, pere a meus caret mui eguet Jesus, hac hi o deus pe a dra d’am dizommagi eus ar c’holl am eus great ?

Eürus ar re dioc’h pere Jesus nen deo jamæs en em belleat, pere ho deus atao possedet Jesus !

Hi ebqen a ell lavaret petra eo barados an douar.

Beza gant Jesus, ô compagnunes an douça ! ô antretienou ravissant ! ô mignoniach tener ! ô contantamant divin !

Mæs en em velet pell dioc’h Jesus, dre ar pec’het, ô solitud horrubl ! ô noz tenval ! ô miser ar vrassa ! ô ifern var an douar !

Ah ! ma c’hanavesfe e valheur an hini en defe collet Jesus, e rofe, evit e gaout adarre, an oll pinvidiguezou, an oll henoriou, an oll blijadurezou eus ar vues.

Guëla a rear da eur c’holl temporel, evel ma zeo coll un aneval : inconsolabl e vezer ; ha ne voueler qet ar c’holl a rear eus e Zoue.

Ne rear, qet muioc’h a van evit e goll, dre eul le-faus, dre neglijanç ar gonfession, dre al lubricite, eguet na rafet ma na ve collet netra.

A beza e zeus gouscoude eur c’holl brassoc’h, evit un ene christen, eguet nen deo coll Jesus dre eur pec’het marvel ?

Nan, nen deus qet un den, na golfe un dra gant regret, n’en deus nemedoc’hui, ô va Doue ! mad souveren hac infinit, mad collet gant an dud, eb n’en dint touchet eus ar c’holl-se. O va Doue ! peguen nebeut oc’h anavezont !

Eur pried, nemet beza e ve eb santimant, hac hi a ell beza tranqil, pa e deveus collet an tenerra eus ar priejou ?

Eur mab, eb beza dinatur, hac en a ell beza dichagrin pa en deveus collet ar guëlla eus an oll dadou ?

O Doue ! tad a visericord, c’hui ebpen eta a vezo collet gant ho pugale, dre ar pec’het, eb chagrin na melconi ebet !

O Jesus ! pried divin hon eneou, c’hui ebqen a gavo en ho priejou calonou calet ha dinatur !

O Doue ! ô tad ar guella eus an oll dadou ! rentit din ho mignoniach ! O pried santel eus va ene ! rentit d’am c’halon ho carantes ! Bezit touchet dre an daëlou a sorti eus va daoulagad : en abondanç e redont, abalamour ma santan ar pez am eus collet.

Horrol am eus ouzin va-unan, pa sonjan e meus meritet ho coll evit eur jamæs, c’hui pehini ho poa roet din da anaout, dre vercou qer patant, ar garantes infinit ho poa evidon hac ar blijadur a gavac’h oc’h ober ho temeuranç ennon.

O peguer bian eo va c’halon, evit detesti ervad va ingratiri !

Nan, an oll galonou assambles ne vent qet capabl da formi a enep va pec’hejou un horrol, eur gassoni crèn aoualc’h evit egali ar malheur am beus bet d’ho c’hommetti.

Evel ma zon ar brassa ingrat en hoc’h andret, ô va Jesus ! e c’himploran ho prassa compassion. Hi a vezo suffisant e plaç ar glac’har a vanqo din.

Me a garje e vige va glac’har qen bras hac ar feiz pehini am sclêrigen, ha pehini a zesq din an horrol infinit a dlean da gaout evit ar pec’het marvel, hac ar garantes eb muzul pehini a dlean da gaout evidoc’hui, va Doue,va zad.

Santout a ran an oll indignite eus va bues, ha nebeutoc’h e santfen, m’ho pige nebeutoc’h a vadeles.

Allas ! va oll ingratiri ne deus qet gallet fæza ho patiantet em c’henver.

Va gortoset oc’h eus gant eur vadeles a behini ne allan aoualc’h en em estoni, hac evit pehini jamais ne allin caout aoualc’h a anoudeguez vad.

Er stad deplorabl e pehini e zon dirazoc’h, pe sort sujet a esperanç a ellan-me caout, nemet ho madeles memes !

Jesus, va Salver, o renta din ho mignoniach, disquezit din bete pegueit e c’hall monet ho carantes.

Me a voar e meus meritet an tauliou ar re rusta eus ho justiç. Ah ! punissit ar revoltet-ma, mæs rentit dezan ar plaç en devoa en ho calon.

Lamit diganen, me a zo contant, qement a ell va staga oc’h ar bed, madou ha danves, henor ha reputation, istim ha mignoniach an dud, mæs na bermettit jamæs em be adarre ar malheur d’ho coll.

Oh ! ra ellin hiviziqen repari, dre ar fidelite hac ar ferveur eus va c’harantes, an amser am beus collet o veza separet diouzoc’h, dre nep seurt pec’het marvel.

Pliget ganeoc’h eta, ô Jesus ! rei din c’hoas antre en ho ca1on.

Ho calon a so bepret ar memes, atao digor evit hor receo, en despet d’hon dianqamant.

Bleinit eta, ô va Doue ! dre ar funou sacr eus ho craç, va c’halon varzu ho calon ; grit na sortiin jamæs ac’hano.