Eil levr - Chap. XXV.

Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 210-213)


CHABIST XXV.
Ret eo studia Jesus, hac en em broposi anezan evit squer.


Mari.

Va mab, ha n’en doc’h-u qet eus ar gristenien-se pere a barlant guelloc’h eguet na reont, a bere ar c’homzou a so caëroc’h eguet an œuvrou ?

E certen momenchou a ferveur, ar santimanchou a vescær, mæs goude-se, ar gomportamant a ves dishenvel.

Lavaret a rêr da Zoue er c’harer ; seblantout a ra memes er santfet, abalamour, en amser ma ra e c’hraç impression, e scuiller eur berad daelou doue benac ; mæs an dra-se neo qet c’hoas eur merq certen eus ar guir garantes.

Jesus, evit testeni eus ho carantes evintan, a c’houlen e c’heuilfac’h an exemplou a vertus pere en deus roet deoc’h.

Ar Servicher.

O Mari ! model parfæt a vertus, da guement-se e zoac’h appliqet-oll epad ar bloaveziou a dremenjoc’h gant Jesus, e Nazareth.

Ni a vel en aviel penaus e chelaouac’h gant attention an oll gomzou a Jesus ; e taulac’h eves ous e oll actionou, о[1] meditac’h, hac e talc’hac’h sonch anezo.

Mari.

Ya, va mab, studia Jesus a voa va occupation brincipal, hac en imita, va sourci ar vrassa.

Ra vezo ive ho studi medita bues Jesus, evit e imita. Troït hoc’h ardeur varzu eno.

N’en deus a vir habilite nemet an hini a ves var sujet Jesus. Ra vezo Jesus eta ho mæstr, ra viot instruet gantan anezan !

Jesus a so eur roue pehini a verit oc’h oll henoriou. Ar principalla henor a c’houlen diganeoc’h eo ma c’himitac’h e vertuziou.

En em gomparit alies oc’h-unan gant Jesus, ho model bras, arauc ma viot examinet var ar model-se dirac tribunal Doue, da heur ho maro.

Ar garantes en deus bet Jesus evidoc’h a so bet caus dezan da rei deoc’h qement-all a exemplou a humilite, a batiantet, a oboissanç.

Heuillit-hi dre garantes evintan, ha mar cavit e ve dies qement-se, dalc’hit Jesus evel eur melezour dirac ho taoulagad.

Partout hac e pep tra en em broposit da veza, qement ha ma allit, e vir bortret.

Mar pedit, digacit en ho memor e zevotion, e attention en amser ar beden.

Mar dit d[’]an ilis, it evel Jesus, da dempl Jerusalem, gant eur speret a religion hac a sacrifiç.

Mar parlantit gant an dud,songit e pe feçon er grea Jesus, gant pe sort modesti, pe sort douçder.

Evit imita Jesus douç hac humbl a galon, na vurmurit qet eus ho souffrançou ha rentit ar vad evit an drouc.

Tec’hit dioc’h henoriou ar bed-ma, ha carit beza ancounaheat, disprizet.

Jesus[2] n’en deus qet clasqet en em gontanti e-unan.

Ra vezo ives eta gloar Doue, accomplissamant e volontes, ar pen-caus hac ar fin eus hoc’h oll œuvrou.

N’en deus poënt ebet na stad ebet en e vues var an douar, na offr deoc’h eur guentel benac.

E vues secret evel e vues public a so, evit e vir zisqibien, eur sourcen a instructionou, sourcen impossubl da zisec’ha.

Jesus a so an[3] hent, ar viriones hac ar vues. Ne allit caout nemet en e exemplou an hent dre behini e tleit querzet, ar virioues pehini a dleit da chelaou hac ar voyenou da antreteni bues oc’h ene.

En oll circonstançou e pere e c’hallit en em gaout, goulennit ouzoc’h oc’h-unan petra en divige great Jesus, petra en divige lavaret, ha grit ha livirit ar pes en divige great ha lavaret.

Gouzout a rit pe seurt inclinacionou en devoa, pe seurt dezirou ha santimanchou. Examinit pe seurt eo ho re-c’hui.

Comparit ha reformit, mæs ho pe sonch penaus ar chenchamant a dle produi ennoc’h an hevelidigues gant Jesus ; n’en deo qet affer un deves.

Jesus a so eur squer qen parfæt, na vezo james imitet gant den, mæs pep deves eus ar vues a dle beza impliget da essaat acqisita un hevelidigues benac gantan. Hac evel na eller erruout er bonheur da imita Jesus, eb ar c’hraç memes a Jesus, bemdes e tleer he goulen.

  1. Rom. 15. 3.
  2. Luc. 2. 51.
  3. Joann, 14. 6.