Eil levr - Chap. XXVIII.
Victor Guilmer, 1836 (p. 221-223)
Ar garantes ebqen evit an nessa a reas da Jesus ha da Vari en em gaout e fest eured Cana, e Galilee.
Guelloc’h e vige eb douetanç gant Mari chom en he zy a Nazareth, ha tanva eno, e tranqilite, an douçder eus ar gontemplation ; mæs ne falvezas qet dezi contrista, dre eur refus, an dud neves pere o devoa he phedet.
E c’haller eta beza vertusus ha non pas mancout gouscoude da certen custumou convenabl. Ar vertus memes a fell dezi e ve observet ar c’hustumou deread. N’en deus memes nemet ar vertus hac o obserfe santelamant.
Mæs evit imita Mari e pep tra, en em represantit ar feçon e pehini en em gomportas en occasion-se.
Pebes precaution ha pebes êvez en he c’homsou ! Pebes modesti en he sellou !
Ar furnes eus e c’homportamant a ra deoc’h eur guentel var an dereadures hac ar voderation a behini e ranqer ober usach, e creis memes ar plijaduresou honest ha dibec’h.
Ret eo lacât un differanç vras etre lezennou ar societe ha lezennou ar bed.
An den vertusus ha fur ne anaves qiziou ar bed nemet evit ho c’hombatti.
Evit ar c’hustumou e toues an dud, eur c’hristen mad a observ anezo, pa n’o deveus netra gontrol da lezennou Doue.
Tor a rafet d’ar vertus eus an devotion, ma revusfet pep divertissamant. An dra-se a ve creat ar greden faus pehini a ra da lod sonjal penaus ar vertus hac ar religion a rent an den gouës.
Nan, ar guir devotion ne rent den gouës na ridicul.
Gallout a rêr, eb cessi da veza devot, en em gonformi d’an usachou convenabl. Mæs ar guir religion, dre ar fin pehini a bropos, hac ar ræson pehini he c’hundu, a rent meritabl dirac Doue an traou indifferant enno o-unan.
N’en em roit jamæs da un divertissamant, peguen dibec’h benac e ve ; na rit nemet en em bresta da-se, evel un den pehini a brest arc’hant evit e gaout adarre.
Evit evita, en divertissamanchou pere a ro convenabl da guemeret, un dissipation re vras, ho pet sourci da zigass alies en ho memor ar sonch eus a bresanç Doue.
En em gomportit gant ar vodesti hac ar brudanç pere ho pefe, ma ve Jesus ha Mari assembles ganeoc’h.
Evel an æl pehini a yoa assembles gant Tobi yaouanq, seblantit en em gomporti evel ar re-all, pa ne raint netra na ve permetet. Mæs, er memes amser, ho pet ives, evel an æl-se, eur[1] vagadures invisibl, pehini a rayo deliçou hoc’h ene.
Savit songesonou ho speret varzu an evou. Songit er plijadurezou infinit a bere e jouis eno ar sænt, plijadurezou pere a so recompans ar yenien o deveus bet evit plijadurezou an douar.
Savit ho speret hac ho calon varzu Doue, o lavaret dezan penaos oll blijadurezou ar bed ne raint james deoc’h ancounac’hat ar plijadurezou pur pere a danvear en e servich.
Lavarit d’ho Toue penaus gant sicour e c’hraç, e rafac’h volontieramant ar sacrifiç eus ar pes a ell plijout muia deoc’h ar bed-ma, evit eul lodennic ebqen eus e garantes.
Oh ! peguement a bec’hejou a ve nebeutoc’h er festou, ma c’himitfe an dud sobriete ar Verc’hes e eured Cana !
Na ve qet guelet neuze qement a gristenien oc’h en em renta, dre ho c’hofajou guin ha cher vad, henvel oc’h an anevalet diræson.
Oh ! peguement a dud yaouanq na vent qet collet dre an dansou ha dre an amourousdet, m’ho defe sonch en eureujou, eus modesti ar Verc’hes, en he c’homsou, en he sellou, en he oll mouvamanchou ebars en eured Cana !
- ↑ Tob. 12.