Eil levr - Chap. XXXI.

Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 231-234)


CHABIST XXXI.
Ret eo support an nessa gant carantes ha gant douçder.


Ar Servicher.

Guerc’hes pehini a so, dre e douçder, dreist an oll grouadurien bur, c’hui, dre ho patiantet en andret qement a dud iograt da bere Jesus a zesqe e zoctrin celestiel, hac e faveur рere e rea ar brassa bursudou, a zesq din penaus e tlean support defautou an nessa. Car, mar roet avechou da Jesus meuleudiou ha benedictionou, pet gueich n’en devoa qet a gontroliesou da souffr ?

An avi a yoa appliqet da ober dezan inimiet, pere a zecrie e zoctrin, a dræte e viraclou a dauliou fin, hac a lavare anezan qement a draou, ma passee, e speret cals a Yudevien, evit ar pes ne voa qet.

Pet gueich, ô Mari ! ne oac’h-u qet test eus an traou-se ? Ha gouscoude, dre exempl ho mab, n’ho poa evit e adversourien nemet santimanchou a garantes hac a beoc’h.

Horrol ho poa ous pep pec’het, mæs c’hui a garie atao an den, daoust ma pec’hje a enep ho mab Jesus.

G1ac’haret ebqen eus a offanç Doue, n’en em bermettac’h clem ebet a enep an dud insansibl-se.

Prijout a reac’h memes en em interessi evitho dirac Jesus…

Allas ! ober a reac’h en ho andret ar pes a rit em andret-me abaoue qen alies a vloaves.

Me a so an infidella hac an ingratta eus ho servicherien, hac em supportit gant madêles. Obten a rit din atao digant Doue faveuriou neves.

Mam an Doue a beoc’h, obtenit din ar c’hraç na affligin[1] den james dre gomsou dipitus.

O c’hui, a behini an hano ebqen hac an imachou a zigaç en ene santimancbou a zouçder ! goulennit din ar vertus-se a zouçder, ar speret-se a beoc’h, pere a verit deomp an titr henorabl a vugale[2] Doue.

Mari

Me a intercedo evidoc’h, va mab ; mæs, eus ho costes, respontit d’ar graçou pere a obtenin deoc’h.

Ar graçou ne lamont qet an difficulteou : sicour a reont d’ho zrêc’hi.

Me a voar penaus ar re-all ho chain alies dre ho humor inconstant, dre ho ideou dizêson, dre ho manielou particulier. Mæs graç Doue, mar sentit outhi, a zesqo deoc’h trec’hi an dic’hout, an oll gontroliesou, hac ho peso merit.

An occasionou da ober bursudon a gouraich n’en em bresant qet bemdes d’an eneou christen ; mæs bemdes, en eur support gant patiantet defautou o nessa, e c’hallont caëraat o c’hurunen.

Bues eur c’hristen a so eur vues a sacrifiç hac a souffranç, hac e zeus tud pere, dre ho defautou, a ro qasi bepret occasion d’o c’hresqi.

An oll dud[3] a bec’h e meur a rancontr : profita a dleont eta eus ar voyenou da effaci ho phec’hejou. Supporti an nessa gant eur speret a binigen a so unan eus ar guëlla moyenou da satisfia da justiç Doue offanset.

Oc’h pen, va mab, peb den en deus ; defautou. Ar parfæta eo an hini en deus nebeutoc’h eguet ar re-all.

Caout a rit defautou en ho preudeur hac en ho c’hoareset erves Doue : ar re-ma a gav ives ennoc’h ; car n’en doc’h qet eus an dud-se pere en em imagin n’ho deus defaut na viç ebet, ha pere, en dra-se memes, ho deus ar brassa tout.

Ho preudeur ho support evel ma maoc’h ; supportit-hi ives eta evel ma maint ;

Impligit da supporti an nessa, ar batiantet-se a behini oc’h eus bet ezom evit en em supporti oc’h-unan en defautou pere oc’h forcet da anaout ennoc’h.

Abaoue pell amser e labourit d’ho c’horrija ha ne avancit nemet nebeut. Penaus e teuot a-ben da gorrija ar re-ali erves ho faltasi ?

Ne gorrijot qet ar re-all, ne bareot clenvet ebet, en ho ene, dre au oll glemou pere a losqit abalamour d’an poaniou oc’h eus da anduri abers certen personachou, pere a zisplich deoc’h.

En hevelep poaniou, ar pes oc’h eus da ober a so goulen ous Jesus e sicour evit profita anezo, ha profita anezo, en effet, evit en em amprou oc’h-unan ha fermaat en ho vertus hac en ho religion.

  1. 18. 15.
  2. Matth. 5. 45.
  3. Jacob. 3. 2.