◄ Red eo d’ann den sellet piz out-han he-unan | Eil levr - VI | Red eo d’e-omp karet Jezuz dreist kement zo ► |
1. — Gloar ann den a zo ann desteni a ro d’ezhan he goustians vad. Ho pezet eur goustians vad, hag e viot bepred laouen. Eur goustians vad a oar gouzanv meur a dra, hag a zo laouen-meurbed e-kreiz he foaniou. Eur goustians fall a zo bepred eun aoun hag enn enkrez.
Bez’ e viot enn eur peoc’h dudiuz ma ne rebech d’e-hoc’h netra ho kaloun. N’en em laouenait nemet pa ho pezo great mad. Ar re fall n’ho deuz morse na gwir levenez na peoc’h e-bed enn ho c’haloun, rak ne d-euz ket a beoc’h evit ann dud fallakr, eme ann Aotrou.
Mar teu ar re-man da lavaret : E peoc’h emomp, ne c’hoarvezo drouk e-bed gan-e-omp, piou a gredfe noazout ouzomp ? Na gredit ket anezho ; rak dourn Doue a savo enn eunn taol, ho oberiou a vezo kaset da netra, hag ho menosiou a ielo da goll.
Beza laouen e-kreiz ann enkrez ne d-eo ket eunn dra ziez d’ann hini a gar Doue, rak beza laouen evel-se a zo lakaat he c’hloar e kroaz ann Aotrou Doue. Buhan e tremen ar c’hloar a zeu digant ann dud. Anken zo atao oc’h heul gloar ar bed.
Gloar ar re vad a zo enn ho c’houstians vad, n’ema ket e genou ann dud. Dudiou an dud vad a zeu digant Doue hag a zo e Doue, hag ho levenez a zeu euz ar wirionez. Ann hini a c’hoanta ar gwir c’hloar, ar c’hloar a bado da viken, hen-nez na ra van euz a c’hloar ar bed.
Ann neb a glask gloar ar bed, ann neb ne ra ket fae anezhi e gweled he galoun, a zo anat e kar re nebeut gloar ann env. Ann hini ne ra van e-bed pe hen a vezo meulet, pe hen a vezo tamallet, hen-nez a vev enn eur peoc’h braz.
3. — Ann hini a zo glann he galoun, a vezo eaz d’ezhan beza euruz ha beva e peoc’h. N’oc’h ket santeloc’h eget na d-oc’h evid-hoc’h da veza meulet ; na falloc’h mar d-oc’h tamallet. Ar pez ma’z oc’h ez oc’h ; petra-bennag a vezo lavaret ac’hanoc’h, ne viot ket brasoc’h evit se dirak Doue eget ne d-oc’h e gwirionez. Mar taolit evez piz e pe stad ema hoc’h ene, ne reot fors e-bed euz ar pez a lavaro ann dud ac’hanoc’h.
Ann den ne hell gwelet nemet ann
diaveaz ; Doue a wel er galoun. Ann dud
a zell oc’h ann oberiou, Doue a bouez ar
sonjezonou.
Ober mad atao hag en em brizout nebeut, a ziskouez ez eo izel hor c’haloun. Dizprizout pep frealzidigez a zeu a berz ann traou krouet, a ziskouez ez eo hon ene glann ha leun a fisians.
4. — Ann hini ne glask evit-han nep meuleudi a berz ann dud, hen-nez a ziskouez ez eo en em roet holl da Zoue. Rak n’eo ket ann hini en em veul he-unan a vezo kavet mad, ann hini a zo meulet gant Doue eo.
Kerzet gant Doue enn-omp hon-unan, beza distag dioc’h ann traou a-ziaveaz, setu stad ann den zo boaz da glevet mouez he goustians.
N’euz peoc’h e-bed evit ann hini n’her c’hav ket enn-han he-unan. Eur galoun enkrezet hag a zo o klask, e-mesk ann traou krouet, ar peoc’h e deuz diouer anezhan, ar galoun-ze a sko e biou, rak ar peoc’h n’ema ket eno. Na c’houi zo kiriek d’e-hoc’h hoc’h-unan d’en em fazia ! Ar mor pa vez dirollet gant eur barrad avel, ar mor ne darz ket muioc’h he goummou eget na ra gwall-ioulou ann den er bed. Perak ’ta e livirit-hu d’ar bed : taol diwar-n-oun va beac’h-enkrez. N’euz peoc’h e-bed nemet e Doue, n’euz levenez e-bed nemet er goustians vad. Plijaduresiou ar bed a zo eunn ebad d’ann den, ann drouk-ioulou a zeu eaz da douella anezhan war ann tomm. Allaz ! pa vezont-hi tremenet, petra choum war no lerc’h ? Livirit ? Hag endra ma padont, livirit, nag a zoan, nag a enkrez aliez ! Dishevel-braz eo ann euruzded a zo oc’h heul eur vuez vad ; n’euz netra evel-d-hi. Ha gwelet a rit-hu er bed-man eunn dra hag a zo hevel oc’h stad ar re euruz enn env, kement ha ma’z eo stad ann ene savet dreist traou ann douar, kement ha ma’z eo stad ann ene a zo e peoc’h gant Doue dre ar fisians ha dre ar garantez ?
Ra vezo ar stad-ze ho stad-c’houi ; deuit ha gwelit peger mad eo ann Aotrou Doue. Grit ar pez a hellot, deuet c’hoant enn ho kaloun, nag ann hini a zigas ar menosiou mad enn no spered a roio d’e-hoc’h ann nerz d’ho c’has da benn.