SEIZVED KENTEL.


Red eo d’e-omp karet Jezuz dreist kement zo.


1. — Euruz eo ann hini a oar petra eo karet Jezuz hag en em zisprizout he-unan evit Jezuz. Neb en deuz eur mignoun, a zo red d’ezhan he zilezel evit Jezuz, rak Jezuz a fell d’ezhan beza karet he-unan dreist pep tra. Ar garantez evit ann traou krouet a dro buhan hag a douell ar galoun ; karantez Jezuz avad a zo stard hag a bad atao.

Ann hini zo stag he galoun oc’h ann traou krouet, a gouezo evel-d-ho ha gant-ho. Ann hini a gar Jezuz, a vezo stard da viken. Karit ha kemerit da vignoun ann hini ne zilezo ket ac’hanoc’h pa viot dilezet gant ann holl, ha ne lezo ket ac’hanoc’h da vont da goll enn deiz diveza. Eunn deiz pe zeiz e vezo red d’e-hoc’h kuitaat pep tra dre gaer pe dre hek.

2. — En em zalc’hit eta tost da Jezuz e-pad ho puez ha da vare ar maro ; likit hoc’h holl fisians er gwir vignoun-ze ; n’euz nemet-han a hello rei skoaz d’e-hoc’h pa viot dilezet gant ann holl. Ho mignoun a zo he zoare evel-se : ne fell ket d’ezhan beza war zaou hanter ; ho kaloun holl a fell d’ezhan da gaout, evit azeza enn-hi evel eur roue war he dron.

Ma oufac’h en em zistaga a-grenn dioc’h kement zo krouet, Jezuz en em blijfe o choum gan-e-hoc’h. Kavout a rafe d’e-hoc’h neuze ez eo kollet evid-hoc’h, kouls lavaret, ar pez hoc’h euz karet evit ann dud, ar pez n’hoc’h euz ket karet evit Jezuz. N’en em harpit ket war eur gorsen a zo bransellet gant ann avel, na fisiit ket enn-hi, rak ann den a zo evel ar foenn, hag he sked holl a dremen evel bleun ar foenn.

3. — Abred e faziot ma na zellit nemet oc’h doare ha diaveaz ann dud ; rak mar klaskit enn-ho ho frealzidigez hag ho mad, ne gavot aliez nemet koll. Mar klaskit Jezuz e pep tra, e pep tra ivez e kavot Jezuz.

Ma en em glaskit hoc’h-unan, ec’h en em gavot ivez hoc’h-unan, evit ho koll e vezo, siouaz ! Rak ann den ne glask ket Jezuz a ra muioc’h a c’haou out-han he-unan, eget na rafe ann dud holl a zo a-enep d’ezhan, eget na rafe ar bed holl.


EVIT HOR C’HELENN.


Touellet omp gant hor skianchou a-ziaveaz, a lavare eunn den zo, hag e klaskomp hor mad e-touez ann traou krouet a dec’h diouz-omp hag a dremen evel skeud. Karet ha beza karet a fell d’e-omp, hag e pellaomp diouz ann hini a zigas ar gwir garantez, ar garantez dreist pep karantez. Pegen diskiant omp eta pa stagomp hor c’haloun oc’h ann traou a dremen ! Peger bresk eo karantez ann dud, karantez a ia da netra gant ann amzer hag hervez ma tere ouz-omp.

Karomp Jezuz hep-ken, karomp anezhan evel ma kar ac’hanomp hag e-c’hiz ma fell d’ezhan beza karet. He garet a rankomp, eme sant Bernard, hep kemm na ment. Gwaz a ze d’ann hini a gar eunn dra all-bennag mui eget-han ! He c’hoantegesiou a denn etreze netra.