Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 97-98)



§ V.— BODADEN EN SAL KAXTON. — EUR PRINS BELEG HAG ESKOB METZ O TIVIZ


An eil devez : ar yaou.

Da 9 heur, oferen-bred kanet er gatedral gant an ôtro Amette, arc’heskob Paris, war eun ton bras, emichans, ha kaniri eus ar c’hwekan.

Da deg heur hanter en em disparti tud ar c’hendalc’h en diou loden. Darn ac’h a en eur zal elec’h ma vo komzet en zôzneg, darn-all en em vod en Kaxton-Hall, eur zal he devo an enor da digemer ar c’hallegerien. Ha teulet ple ne laran ket ar Fransizien : e tu-hont d’ê e weler o tired da Gaxton Beljiz, Alsasiz, Loraniz, ar Suised, ar Ganadianed, ar Spagnoled hag an Italianed. Setu ’ta en em gavomp kalz muioc’h a dud en hon zal evit ne zo an hini ar zôznegerien.

Fôt a blas, zoken, e renk kalz eus hon zud chom e-mêz. Gwaz d’ê ! Rak etre 10 heur hanter ha kreiste e zo bet dispaket en diabarz danve diskamant ha danve dudi.

An hini a glevomp da gentan o komz ec’h eo ar prins Max a Sax. Ya, eur prins, mar plij, hag eur prins gwirion, n’eo ket unan koueet eus lost ar c’har. Eus tiegez roue Bro-Sax ec’h ê, ha ’neus ket bet fê ’vit se d’en em ober beleg. Ha gouiek eta : evitan da gaout tregont vla hepken, e oar n’onn ket ped yez, yezo beo ha yezo maro.

Hirie e tispleg d’imp, en galleg mat, pehini e oa kreden sant Yan Krizostom diwarbenn zakramant an Oter.

En e c’houde e sav an otro Benzler, eskob loran Metz, evit lavaret d’imp eur gir bennak : a-boan m’eo bet pedet da zevel gant Dom Cabrol, abad Beneadiz Farnborough[1] (heman eo rener ar vodaden) ma strap en e enor daouarn an oll, hag ispisial daouarn ar Fransizien, a zell Loraniz evel o breudeur : rak ar re-man a zo bet bugale da Vro-Frans, epad 200 vla betek ar brêzel 1870,… ha c’hoaz ec’h int hirie a galon. Ya, tomman a ra d’ar c’halono ha dre-ze da elvo an daouarn, dreist-oll pa glever an ôtro Benzler o komz galleg evel pa vije bet eun eskob eus Bro-C’hall.

  1. Dom Cabrol hag e venec’h a zo oll eus ar Frans, bet harluet eus bro o c’havel a neve so, dre m’o deus en em westlet da zervij an Otro Doue.