Eil loden — VI.
An hini a gomz war e lerc’h n’eo ket barek da gomz eveltan. Mes ’pez a lavar a deu eus e galon hag a gav ive hent ar c’halono. Ezet eo goût an neus hon Farizian (rak eus Pariz ec’h ê) eun devosion dener ouz ar Zakramant Santel. Hen eo an neus kontet d’imp an histor-man (eun dra wir) na vo ankaouet gwej ebet gant e selaouerien.
Eur pastor protestant ac’h eas eun de, gant eur verc’hig d’ean, en eun iliz katolik. « Tata, emei, perak e zo eur lampig o tevi du-hont dirak an ôter ? — Evit enori Jezus, ma bugel. — Ha pelec’h eman Jezus ? — Aze, diabarz ar c’houfrig a zo war an ôter. »
Pa ’n em gavas ar ministr, prest goude, en e dempl-hen, elec’h ma tisplege bep sul ar Skritur Zakr, e lavaras e verc’hig d’ean : « Tata, aman n’eus ket eur lampig o tevi ? — Nan, ma bugel. — Perak eta ? — Abalamour n’eman ket Jezus aman. » Ha ’n eur laret se, e santas ar pastor e save an dour d’e zaoulagad.
Stôket e oa e galon gant gras an Otro Doue. Diwar neuze en em lakas da studian ha hep dale : koueet ar goc’hen diwar lagad e ine ha kavet gantan sklerijen ar gwir fe, e roas e hano da vean katolik. Meulet ra vo evit se Sakramant an Oter !
Setu ar pez a vale dre hon spered, epad ma ped an Tad Cabrol an-ôtro Rumeau, eskob Angers, da laret d’imp eur gir bennak.
An eskob-man, a zo anaveet mat en eskopti Sant-Brieg, dre m’an neus baleet drezan ’n eur gouzoumenni (rei ar gonfirmasion), a grog breman gant eur brezegen : eun dudi ec’h eo ive hen klevet.
Memes tra ec’h a ar maout gant an otro Bruchesi arc’heskob Montreal, unan eus kêrio brasan ar C’hanada. Heman, n’eman ket kennebeud e c’halleg da ziski gantan : êzet e gôut, ouz hen klevet, ec’h eo kustum du-hont da gomz ar yez-ze. Birviken n’ankouain an tabut a zavas etouez ar selaouerien pa bedas anê da zont da gemer lod er c’hendalc’h eukaristik a dle bean grêt en Montreal ar bla 1910 (en Kologn, eur gêr eus ar Pruss, an nefo lec’h ar c’hendalc’h ar bla a deu). Nag a vad a reas c’hoaz d’hon c’halono ’n eur laret d’imp e talc’h sonj Kanadiz ec’h ê ar Frans bro-gavel o zud koz :
« Feal omp da Vro-Zôz, d’ar Frans eo hon c’halon. »
Setu troet en brezoneg eur werzen bet skrivet en galleg gant unan eus barzed ar C’hanada ha bet dizrevellet d’imp gant an otro Bruchesi ! ’N eur glevet anei e redas an dour war meur a lagad. En gwirione bean hon deus breman hon gwalc’h a dudi. Ha koulskoude hon deus c’hoaz an eurvad da glevet an otro kardinal Ferrari, arc’heskob Milan.
En galleg ive e komz ouzimp, evitan da vean Italian : peadra da laket lorc’h ennomp-ni Fransizien ha da ziskoe ec’h ê ar c’hardinal Ferrari eun den disket bras. Ha n’ê ket hepken ar galleg a blij-d’ean, mes ive Bro C’hall. Rak, goude bean roet meulodi da gêr Londrez evit an digemer ken kaer a ra d’ar gendalc’herien a ziavêz, hag evit ar boan a gemer he bugale gatolik da drei ar sperejo war an tu mat, e lavar e zo stad vras ennan o welet er zal-man kement a Fransizien. « Ar Frans a-bez, emean, am eus treuzet, evit dont aman eus Milan, hag en Paris, goude ma oa an de-se eun de pemde, em eus gwelet ilizo leun a dud. Nan, « Merc’h henan an Iliz » n’eo ket maro, n’eo ket zoken kousket. Ar Frans katolik a zo dihun. Goude bean, dirak ar bed-oll, en em laket da baour evit chom feal ouz an Tad Santel ar Pab, en em ziskoe hirie ken krenv ha biskoaz : rak harpet eo war bugale grenv o deus evit nerz an hini a gaver er gomunion hag evit ere an hevelep karante e-kenver Doue an Tabernakl. »
Achu e ziviz gant ar c’hardinal Ferrari, e ro e vennoz d’e chilaouerien : Ha pep-hini anê war e du : koulz meren a zo digoueet.