Eil loden — XI.
Setu, en eun tôl, savet an dud en o zav, krog ar mouezio da hopal « hourrah ! » hag an daouarn, lod da strakal, lod da hejan ’us d’ar penno mouchouero ha manego. An ogro e-unan a deu e vouez da vean têr ; a-strons, koulz laret, e tôl e notenno, evel pa ’nije c’hoant d’hon dihuni. Ha koulskoude n’ê ket direiz e zoare son : an ton a heuilh a zeblant bean grêt evit rei kalon da dud o kerzet.
Hag en gwirione bean a zo breman tud o kerzet diragomp, mes divalo divalo, an eil goude egile ; fe, just pez hon deus gwelet diou pe daer gwej en iliz-veur : vikeled vras, beleien veur hag abaded a bep sort urz da gentan ; eskibien goude ; ar gardinaled (’m eus aon e vanke unan anê) a deu breman ha, ’vit klozan an dremenadeg, an otro Vannutelli, kannadour an Tad Santel ar Pab.
Nag ec’h ê seder heman ! eur mousc’hoarz a dremen hag a hadtremen war e zremm : stad vras a zo ennan o sonjal en hini o dalc’h aman e lec’h. « Pegen karet ê, emean d’ean e-unan, pegen karêt ê an Tad Santel gant e vugale a Vro-Zôz hag ar re a zo deut d’o gwelet ! » Mes sur on ec’h ê pelloc’h e sonj hag e oa enni kement-man : « Pegen karet ê zoken en Londrez gant tud digatolik ! »
Hag, evit gwir, eman ar c’hannadour o paouez kaout eun desteni a ze. En pe doare ? Setu aman, herve ar pez an neus kontet d’in Emile Poullin : heman an nevoa renket, dre ma oa hep bilhet, chom e-mêz eus ar zal.
Var dro eiz heur e oa eur bern tud eveltan ouz an dorojo ha war hed-tôl d’an dorojo, c’hoant d’ê da gaout digor : mes n’hellent ket terri o c’hoant. Nec’het bras e oant. O nec’hamant koulskoude na oa ket evit terri tommder o c’halon. Adalek ma welont ar c’hannadour o tisken eus eun « auto carr », e sav en enor d’ean eur youc’hadeg da vouzari hag eun hejadeg toko ha mouchouero sort na weler ket en Londrez. Ar Zôzon, dre natur, a zo yen ha dizeblant. Pa ve meneg d’o intanan, e tennont eun tamm d’ar c’hoad glas. Ar re avat a zo aman daoust a besort relijion ec’h int, a denn d’ar c’hoad sec’h : enne oll, evel pa vijent bet treuzet gant eur luc’heden elektrik, e krog dioustu an tan a garante a lak dre-oll kannadour ar Pab da grigi en dro d’ean.
An otro Vannutelli, ’n eur blegan e benn, a ra d’ê eur mousc’hoarz a drugare hag hen a dreist d’an treujo evit mont ’trezek ar zal. Seul vui ma tenvala evite diskouarn an dourni a enor a dalc’her d’ober en diavez, seulvui e krenva evite an hini a zo neve-zavet en diabarz. Mes an dourni-man a deu da vean eun drouz-kurun adalek m’eman ar c’hannadour en gwel. « Hourrah ! » eme darn ; « E viva » eme darn-all hag a oar italianeg. Hag an oll a-bouez penn.
Gazetenno Londrez a lare an de warlerc’h ne oa bet grêt biskoaz kement a enor da den en Albert-Hall. D’imp da laret d’hon lennerien perak, mar n’hen gouzont ket. Pez a ra diskoe kement a respet hag a garante d’an den-man ec’h eo abalamour e talc’h aman lec’h an hini zo e penn an Iliz, lec’h vikel Hon Zalver Jezus-Krist, lec’h an Tad Santel ar Pab. Piou a zo uheloc’h ’vit ar Pab war an Douar ? Da biou eta ec’h eo dleet ober ar brasan enor nemet d’ean ha d’e « legat » ?
Epad ma tregern Albert-Hall gant mouezio an dud ha gant hini an ogro, e tired goustadig an neuden a ra an eskibien hag ar Gardinaled ’n eur gerzet hini ha hini ’rôk an otro Vannutelli. Trezeg ar chafod ec’h eont ha bep mac’h arruont, e pignont warnan.