Eil loden — XII.
Pan ’n deus kemeret pep-hini e lec’h, e tav an oll vouezio hag e sav an otro kannadour evit rei d’an otro Bourne, arc’heskob Westminster, ar garg da ren pep tra er vodaden. « Neuze, eme heman d’an dud a zo er zal, n’em eus nemet eun dra d’ober dioustu : ho pedi a ran, mar plij, da ganan dioustu ar c’hantik « O Spered Santel, Spered a sklerijen. »
Ha setu an ogro endro adarre, ha neb a gar, daoust ha bean vefe diaveziad, da ganan war dro gantan : rak bean hon deus levrio sôzneg a gavomp enne komzo ar c’hantik. Biskoaz n’am eus unanet ma mouez gant kement a vouezio-all, na kanet gant kement a galon.
Breman e zo prezegenno da glevet diwarbenn ar Zakramant adorabl.
An hini gentan a deu gant an otro Heylen, eskob Namur, an eus ar garg, gant sikour eur bagad komiserien-all, da urzan pep tra evit ma vo dalc’het bep bla, en eur vro pe vro eus ar bed, eur c’hendalc’h Eukaristek. « N’on ket, emean en zozneg, n’on ket evit komz ken reiz ha c’hwi en ho yez kaër (en Namur e komzer galleg) ; santout a ran avat am eus ar memes fe hag ar memes karante ha c’hwi e kenver ar Zakramant binniget. Pell-zo e sonjemp dont da Londrez evit en em vodan en enor d’Ean. Setu, velkent, bet ganimp hon mennad. Ar pez a refomp aman a dalveo ive kalz a c’hloar d’hon Zalver, penegwir e c’hellfomp ober aman, koulz hag e lec’h-all, eur prozision lidus en enor d’ar Zakramant, Ha nag a vad a dalveo ive ar gouelio-man da Vro-Zôz ! Ar gatoliked a gresko o fe, hag o breudeur digatolik en em gavo gwell ive eus ar pedenno a refomp evite hag eus ar skwer vat a rofomp d’ê ’n eur diskoe d’ê hon fe, hon c’harante hag hon devosion. »
Ne dalv ket a boan laret e plijas meurbet ar sort komzo d’ar re o c’homprenas penn da benn, hag e talvejont strakadeg daouarn d’ar prezeger eus abeurz an oll, ya, a-beurz an oll, a-beurz ar re zoken na ouient gir zôzneg ebet. Hag evelse e vo kont beteg ar fin : gant er memes tan e teve an oll galono, dre er memes hent e oa ret d’ean dont e mêz.
Breman e komz an otro Delamaire, kenarc’heskob a Gambrai, unan eus ar muian helavar eus eskibien Bro-C’hall. Galleg eta a glevomp ar wej-man, ha hini c’hwek. Goude bean displeget meur a dra dereat e teu d’e dro d’ober meneg eus an enor a vo grêt da Jezuz disul ’n eur dougen ’nean dre ruio ar gêr vras. « Mes n’ê ket a-walc’h, eme an arc’heskob, enori hon Zalver dirag an oll : red ê d’imp ive rei d’ean ar renk kentan en hon c’halono. » Hag hen kenkent, ’n eur rei muioc’h a dro ha muioc’h a dan d’e vouez, da c’houlen digant ar selaouerion ha fellout a rê d’ê e vefe kont evelse. « Oui, oui » eme darn ; « yes, yes » eme darn-all ; « ya, ya » eme ar Vretoned hag an Almaned. Hag ar girienno-ze, goude bean êt da skei ar mogerio hag ar ouel ledan ha ponner a zo stignet dindan an doen evit mirout n’afe ar vouez e-kwit, a deu war o c’hiz trezek d’imp, evel pa nije c’hoant an hekleo da griski c’hoaz ar safar.
’N eur glozan (rak red ê d’in troc’han berr) e lavar an otro Delamaire d’e selaouerien pidi a greiz kalon evit ma tistroo adarre ar vro-man d’an Iliz katolik ha Roman. « Deut daveti, emean, deut, Jezuz ma Otro. Veni, Domine Jesu, veni ».
Eun tol c’hoari kurun c’hoaz, gant an daouarn, hag an Otro Cars, eun arc’heskob australian, da stagan war eur brezegen-all. En sôzneg e komz, hag en sôzneg re c’hwek evidon : dre-ze n’hellan ket hen heuilh.
War e lerc’h e teu an otro Bruchesi, arc’heskob Montreal, hon deus klevet ar beure-man o komz en Caxton-Hall. Ar strakadeg daouarn a zav arôk zoken m’an neus digoret e vuzello, hag a ziskoe ec’h ê diwar neuze goneet gantan kalono ar c’hallegerien.
Da gentan e lavar eur gir bennak en sôzneg. Ne chom ket pell avat hep goulen otre da drei var ar galleg, abalamour m’eo ar yez-se, emean, yez e vro (evel m’ouzer, al loden vrasan eus ar Ganadianed a gomz c’hoaz ar galleg, evel ma rê o zado koz, a oa eus Bro-C’hall). Ha petra a laro, nemet ec’h ê karget kalono e genvroiz a laouenidigez o sonjal er pez a reomp breman hag er pez a refomp an deio-man en enor d’ar Zakramant santel ? E galon-hen a drid ive, dreist-oll pa zonj (eun neventi evidomp) e zo arru eus ar Frans eur vagoniad bleuio evit lakat kempen ha mistr ar ruio a dle bean kemeret disul gant ar prozision. « Ar bleuio-ze, emean, a zo e pep-hini anê eun desteni a fe hag a garante. » Ma vije êt an otro ’n Archeskob bete penn e sonj, en nije laret a dra-zur : « Red ê bean euz ar Frans, red ê kât evel ar Fransizien, eur galon dener hag eur spered ijinus evit ober kement-se. » Rak an otro Bruchesi, evel eur gwir Ganadian, a vag en e greiz eur garante virvidik evit bro goz e dado. Goude oll, n’en dije laret nemet ar wirione.
Mes piou eo ar Fransizien o deus laket en o fenn en em glevet evit kas ar bleuio-ze da Londrez ha heuilh evelse eus a bell hon frozision ? N’hen gouveomp ket breman, mes kelo a deuio d’imp eus ar Frans e tleer tamall ze d’eun toullad katoliked eus Pariz hag eus an Anjou. Meulodi d’ê evit ar merk o deus roet eus o devosion en kenver Sakramant an Oter, ha trugare d’ê evit ar blijadur hag ar vad o deus grêt d’ar Fransizien a oa êt da Londrez evit ar c’hendalc’h. Trugare ive d’an otro ’n Arc’heskob Montreal da vean digemeret d’imp eur c’helo ken mat en Albert Hall.
Oh ! n’eus ket gortozet ma dorn deo ma kemerje ar bluen evit diskoe d’ean ma anaoudegez vat. Mar oa unan hag a skoe tomm war e vreur an noz-se evit ober cher d’an otro Bruchesi, e oa zur ma dorn deo.