Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 117-121)



§ XV. — AR C’HAN. — DOARE OFERNIAN AN ILIZ GOZ KELTIEK, HERVE AN TAD GOUGAUD HAG AN OTRO BULEON.


Breman e teu an Tad Gatard, eus urz sant Benead da laret d’imp penôs e tlefed kanan en ilizo. N’ê ket, avat, hep lakat ac’hanomp da c’hoarzin a-wejo, dreist-oll pa deu da laret d’ar bersoned ober diouz ma vo kan ha kan dereat en o ilizo. Kemeret gantan eun nebeut komzo eus levr sakr an Eklesiastik e tiztro anê eun tammig eus ar pez a dalvont, evit laret d’eur person : « Rectorem te posuerunt : non impedias musicam, hanvet oc’h bet da berson, n’et ket da harz ouz ar muzik. »

Ni, ’n eur glevet se, n’hellomp ket herzel ouz eur mousc’hoarz. Rak tremen a ra neuze dre hon spered meur a berson hag a ganer fall en o iliz. Gwir eo n’hell ket an oll veleien bean kanerien eus ar c’hentan ha diski ar c’han d’o farousianiz : mes bepred eo e tleont pleal gant se ha klask sikour ma n’int ket int o-unan evit en em dibab. Gant eun tamm bolante ’vat, dreist-oll ’n eur stuman mouezio gwak ar vugale hag an dud yaouank, e teuer a benn da gaout kanerien ha kanerezed evit an ofiso, ha setu gwelloc’h enoret Doue ar Zakramant, setu roet evel eskili d’an ineo evit sevel trezek ar baradoz.

’N eur laret kement se ne lare an Tad Gatard, red ê d’imp hen anzav, nemet ar wirione.

Ar wirione a oa ive gant an Tad Gougaud, eus ar memes urz, pa zisplegas d’imp an doare ma vije oferniet en Iliz goz keltiek[1]. Setu aman steuen e ziviz.

A-wejo, emean, e klever ar brotestanted o laret e rene ar gwir relijion gatolik en Breiz-Veur en amzer ar Gelted, mes e tigoueas d’ei bean disliwet gant ar manac’h Ogustin hag ar visionerien all deut eus a Rom : gwej-all dreist-oll, eminti, ne greded ket diwarbenn Sakramant an Oter ar pez a roer da gridi d’ar gatoliked a hirie.

Gaou a leront evel m’hen diskoe d’imp ar papero koz eman warne istor an amzerio keltiek.

Kreden an amzerio-ze a oa hanval ouz hon hini diwarbenn beans (présence) an Otro Doue er Zakramant adorabl. Arabad laret memes tra ne oa kemm ebet etre lido an Iliz kelt ha re an Iliz Roman. Ha gant-se, peder gwej e weler en bue sant Koulm[2] daou oferenner war eun dro ouz ar memes oter. Pa deue eun eskob da vanati bras Iona, elec’h ma oa abad ar zant, e vije pedet da gensakri wardro gantan.

An hosti zakr a vije torret en tri damm evel ma rêr c’hoaz breman en Iliz Rom. Mes pa deue mare ar gomunion, e rê c’hoaz ar beleg tammo all anei. Seul-vui ma vije bras ar gouel, seul-vui a dammo a vije grêt ; 5 evit war ar pemde, 7 evit gouelio ar govezourien hag ar gwerc’hezed, 8 evit gouelio ar verzerien ; 9 evit ar zulio ; 11 evit gouelio an ebestel ; 12 evit an de kentan ar bla hag ar yaou-gamblid ; 13 evit yaou bask an Asansion ; 65 evit an Nedeleg, Pask hag ar Pentekost.

A dra-zur, biskoaz n’eo bet grêt-se gant ar veleien a heuilhe al lido roman. Mes en Iona, koulz hag en Iverzon hag en Bro-Skos, e oa ken pell ar veleien diouz Rom ha ken nebeut e pleustrent he misionerien, ken e oa hanter disanav evite he doare da laret an oferen. Red ê laret ive e oa neuze ar Gelted, evel mac’h int breman, tud da heuilh o giz-i, tud da lakat eun tamm eus o spered-i er pez a digemerent digant ar re-all. Mes laromp evit o diskarg e zo bet tostoc’h da Rom, ha divezatoc’h, katoliked-all ha na heuilhent ket piz doare Rom war ar poent-man. Ha gant-se, ar Vozarabed, kristenien hag a veve en Bro-Spagn arok ar 15et kantved, a viras lido d’ê o-unan keit ha ma chomjont dindan domani an Arabed : nao loden a rê a-wejo o beleien eus an hosti zakr.

Setu eur berradur eus ar pez a lenn d’imp an Tad Gougaud. Plijout a ra d’an oll, mes muioc’h d’an neb a red en e wazio eur banac’h gwad keltiek. Me bepred evit diskoe hen kavan mat, a strak ma daouarn an eil ouz egile herda m’hallan. N’am eus ket c’hoaz achuet, pa glevan unan eus ar chilaouerien o laret a vouez uhel : « Me a c’houl otre da gomz ». N’em eus ezom ebet da zellet outan evit hen anaveout : diouz e vouez ec’h ouzonn ec’h ê an Otro Buleon, person iliz-veur Gwened.

Eun den gouiek mar zo, ha n’on ket souezet en nefe eun dra bennak da laret diwarbenn skrid an Tad Gougaud. « En iliz-veur Kemper, emean, arôk ar bla 1597, e vije laret taer oferen gant tri gali ouz ar memes ôter de ar Yaou Gamblid. Mes an eskob o vean bet en Rom ha komzet eus se gant an Tad Santel, a zifennas hen ober hiviziken. »

« Terri an hosti zakr en nao damm na oa ket ken nebeut eun dra disanav en Breiz-Izel. Evit hen proui e larin hon deus eur men ôter koz a zo bet kavet a neve-so en eun barouz eus eskopti Gwened, hag a weler warnan, merket gant eur gizel, peadra d’hen sinifian. »

« Kement-man a ziskoe e oa gwejal goz evel eun emgleo etre ar Gelted katolik, daoust d’o rummo da gaout mor etreze. Pebez ere a vignoniaj e vije c’hoaz hirie etreze kaout ar memes doare da gridi ha da bidi, an doare a oa o hini gwejall, an doare katolik ha roman ! »

War ze ec’h azeas an Otro Buleon : mar ’mije kredet sevel diwar ma c’hador e vijen êt d’hen kât hag em mije stardet d’ean e zorn, ’n eur laret d’ean : « Bennoz Doue d’ac’h, en hano Breiz ! »

Ar wirione a oa gantan penn-da-benn ha gant an Tad Gougaud ive. Ne rênt nemet laret penôs e vije oferniet gwejall gant ar veleien gatolik a ouenn geltiek. Ne larent ket e vije c’hoaz mat evidomp distrei d’ar c’hiz-ze. Pez a c’helled neuze ober didamall, dre ma oad re bell diouz Rom ha mac’h anaveed re nebeut he giz, n’heller ken hen ober breman, dre m’eo bet tostaet d’ei ar broio keltiek gant an doareo neve da veaji.

Muioc’h so : hirie c’hoaz e zo rummo Katoliked hag o deus lido d’ê o-unan evit ofernian, bet roet otre d’ê d’o heuilh gant an Iliz Roman. En o zouez, ar C’hresianed, ar Slaved, ar Varonited. Gallout a reont zoken implian o yez evit-se elec’h al latin.

Ken gwir ê ze ken e c’hellin, adalek arc’hoaz, hag en Londrez, heuilh, mar karan, eun oferen c’hresian.

Koulz ê d’in komz diouti raktal, hep daleï da laret e zo bet gouspero ha salud en iliz-veur goude bodaden Kaxton-Hall, hag e zo bet en Albert-Hall, goude koan, eur vodaden vras evit rei tu da 16.000 den da zaludi, ’n eur dremen dirake, kannad an Tad Santel hag an eskibien.

  1. Pajen 30.
  2. Pajen 28.