Eil loden — XXVII.
Mat, eta, eo ar bed ganimp betegen. Mes pan omp arru ouz ar gatedral ; n’ouzomp ken pelec’h mont. An norjo a zo serret. Ha neuze ni d’en em voutan war eun trotouer, e-mesk an dud a zo dastumet eno bern wa vern. « Ac’han, e sonjemp ennomp hon unan, ac’han e welfomp da vihanan ar prozision o tremen ’benn eun heur pe diou heur aman, mar n’hallomp ket en em lakat ennan. »
Mes setu ni evel prizoniet. Hed a hed gant pep trotouer e zo eur chaden boliserien ha na lezont den ebet da dont war greiz ar ru. Ret d’imp eta chom eno. Pasianted zoken eo hon deus da gemer, rak hon amezeien a ra d’imp sello treuz : a dra zur n’int ket katoliked. Da c’hortoz ma vefomp dilivret, e sellomp endro d’imp ha dre-oll ne welomp nemet tud. En hon c’hichen, a-dal d’imp, eur strollad katoliked deut eus Liverpool (lennet poul), evel ma lavar d’imp eur baniel a doug unan anê. Ha pelloc’h, en daou du d’ar ru, e zo strollado all gante ive bep a vaniel. Bean emaint evelse 50,000 a bôtred vat, kemeret gante aboe eun heur goude kreiste bord a ruio, evit stourm, eus ar ret, ouz ar zellerien a lakfe en o fenn ober dizurz.
Etre ru Viktoria hag ar gatedral hon deus gwelet krennarded eus a bevarzek da driwac’h vla hag a oa gwisket hag armet evel soudarded : katoliked yaouank int, roet gante o hano evit heuilh ar patronajo. Hirie e roont dorn da boliserien kêr, evit ne yelo netra a-dreuz.
Mar savomp hon daoulagad, ne welomp adarre nemet tud : ken lies a brenestr, ken lies a gropad sellerien. Hag an toenno eta ? Daoust d’ê da c’holo aman tier a dri ha pevar estaj, ec’h int du gant an dud a zo pignet warne.
Ha gir ebet, koulz laret, gant kement a dud ! Mar n’ê ket ze souezus, en gwirione ? Pez a drouz a reont a dalv ar boubou a zav elec’h ma zo eun tôl gwenan. Pac’h ouzer pesort kriadenno a deuio gante bremazonn, e c’heller laret eman ar forn o c’hori.
Mes setu, a greiz-oll, o tont d’an trot eur skouaden boliserien, en o rôk eur mestr war warc’h. Marvat e zo ezom anê du-hont pelloc’h, evit delc’hen an dud klenk en o flas : aman, elec’h mac’h omp, e zo awalc’h eus eur chaden anê evit-se. Mes elec’h ma zo kroaz-hent e laker ’nê war diou pe war daer regen evit harz ouz an tôlio bout a deu deus kreiz ar bobl. Ze zo kiriek ma zo impliet 3,000 anê vit an abarde, darn war droad, ha darn war varc’h. Ha n’int ket rust ha didrue evel kalz eus hon archerien a Vro-C’hall : n’am eus gwelet hini ebet anê o wallgas eur zeller bennak. Ma vijen bet war doen ar gatedral wardro gant skrivagner ar Standard, am mije klevet eur gazetenner a Vro-C’hall o laret : « Mais ils sont magnifiques, la police » (brisc’halleg ar Zôzon).