Eil loden — XXVI.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 155-157)



§ XXVI. — ’N EUR VONT D’AR GATEDRAL EVIT AR PROZISION


Dudi war dudi : setu ’pez an nevo talveet d’imp kendalc’h an Eukarist, ha dreist-oll e zevez divezan. Koulskoude an dudi c’hwekan a zo c’hoaz da danva, an hini a roo d’imp emberr ar prozision.

Gwir ê ne vo ket eur beden evel m’eo prozision ar zakramant en hon Breiz-Izel, penegwir eo bet difennet, d’an heur divezan, dougen an Otro Doue dre ar ruio. Dre-ze n’o devo ket lec’h ar gatolided a deuio a viliero hirie da Londrez, da ziskoe o devosion en e genver ha da gaout o lod eus ar C’hendalc’h. Ze koulskoude eo a glaske an Arc’heskob pa nevoa grêt embann e vije bet prozision ar Zakramant. Eun dek mil bennag a dud o devoa kavet an tu, dre m’o devoa kartenno, da vont d’hen adori ebarz ar gatedral pe da glevet komz anean en sal Kaxton, en sal an Hortikultur, hag en sal Albert. Mes petra eo ze e kichen ar c’hant mil pe an daou c’hant mil a felle d’ê bean binniget gantan, pe da vihanan hen gwelet ? ’N eur dougen anean dre ar ruio e vije bet roet e vennad da bep hini.

Mes ar gouarnamant, evel m’on deus gwelet, an neus laret « hola » goude ma oa bet meur a viz heb enebi. Ha gortozet gantan ar c’houlz divezan evit se ! Peder heur warnugent arôk : eun dra ha na oa ket d’ober, kwita ?

Ac’hanta ! koulskoude, pa zonjer er pez a zo bet c’hoarveet, an nefe evel c’hoant an nen da laret : « Gwell a ze ». Marteze, ma vije bet gouveet abretoc’h e oa kondoanet an Otro Doue da chom en e iliz, ne vije ket deut kement a dud da Londrez ar zul d’abarde, ha marteze zoken ne vije ket bet eur gerzadeg tud a iliz evel ma zo bet : dreist-oll, ha kement-man a zo sur, ne vije ket bet roet d’ar c’hardinal « Legat » ha dre-ze d’an Tad Santel ar Pab, gant 200.000 a dud, eun desteni a enor sort nan eus bet gwelet, marvat, e bro ebet. Dirak ar Zakramant o tremen, e vije bet tavet an dud dre respet ; dirak an Otro ’r c’hannadour o tremen, e zo bet leusket penn da benn hopadenno a enor hag a garante.

Setu aman ’pez am eus gwelet ha klevet diwar-benn ze. War dro peder heur e tle digeri ar gerzadeg hag e fell d’imp, ni beleien, bean, eun hanter heur da vihanan arôk, e kichen er gatedral evit kemer hon renk. Diou heur hanter hepken ec’h ê pa gemeran gant ma c’henvreudeur hent Westminster, Ha mad ê d’imp bean en koulz : war droad e vo ret d’imp mont, rak an oll weturio a zo leun kouch. Ha ni eta en em zilan e touez ar mor a dud a gerz eveldomp trezek ar gatedral. Ezom ebet, emichans, da laret ec’h omp dispartiet abret an eil diouz egile. Unan eus ma c’henvreudeur, memes tra, a dalc’han tost d’ean, hag hon daou, an Otro Kergus ha me, a heuilhomp an engroez gwellikan ma c’hellomp, gwej dre eun tu, gwej dre eun tu all eus ar ru, evit tremen rôk strollado a gavomp divalo o c’herzed ha dre-ze gonit eun tammig amzer. Mes n’hallomp ken ober kement all adalek m’hon deus tremenet palez ar Parlamant : ar c’hreiz eus an hent a zo ken karget hag an daou du. Hag an oll ac’h a trezek ar memes lec’h. Mar zo unan bennak hag a stourm ouz red an engroez, ec’h ê marc’hadourien, gante rozenno paper gwenn ha melen da werzan, pe c’hoaz poltrejo ar Pab war baper sei : daou wenneg pep tra. Meur a dremener a bren digante o marc’hadourez, epad ma talc’homp ni da vont gant hon hent.

Hedet hon deus ru Victoria hag arru omp a gever gant ar gatedral. Penôs en em dibab breman ? Aon bras hon deus n’hallfemp ket mont d’he c’hê, mes setu ar renkenno o tigeri diragomp : trawalc’h ê d’imp dougen ar zoudanen evit kaout frankiz da dremen. Ar boliserien i o-unan na glaskont ket hon diarbenn.