Eil loden — XXX.
Setu ni breman war ar blasennig a sko war dor dal an iliz-veur. Penôs ec’h ê deut a-benn ar gwarded yaouank katolik hag ar boliserien da virout enni eur winojen ledan awalc’h evit hon lezel da dremen ? N’on ket evit hen kompren, boutet mac’h int gant an dud a wel an nen pell pell du-hont, betek en ru vras Victoria, en em dougen an eil egile.
Mes kaer o deus boutan, ha kaer o deus hopal evit hon digemer, ne goll ket ar boliserien o fenn nag o lans : ar bobl a zo en o dorn, ha lakat a ra bolante vat da blegan.
Setu perak e c’hall ar veleien gwisket en du tremen dirak an nor-dal hag en em dennan en eur c’harden vihan a zo bet digoret evite. Mes er gatedral nan a hini. Me a dap eur c’hornig bihan war ar vinz vein a zav d’an treujo hag ac’hane e welin, dre ma tiredo ar prozision diragon, penôs ec’h ê reizet. Ar veleien na dougont ket o habit keur a zo tri pe bevar c’hant anê. War o lerc’h kement all pe muioc’h eus ar re a doug anean : ar re-man, int, ac’h a eün ebarz ar gatedral. Eur chans bras evite, a dra zur, dre ma zo lido kaer da vean enni bremazonn. Mes ar re a chom er mêz o devo ive peadra da deneraat a c’halon.
Breman e teu ar venec’h gwisket pep hini en e giz ; ar re anê a zo ar bravan da welet ê ar C’hresianed, a zo war o fenn bonedo du moan ha uhel pintret, hag ar Bremonstreed, ac’h ê gwenn sign o gwiskamant penn da benn.
En o goude ar chalonied, an abaded, an eskibien, hag an arc’heskibien, gwisket oll en o c’haeran. Bep mac’h arruont, e sav e touez ar bobl hopadenno a enor. Mes war griski ec’h a an dourni pa weler o tont eur groaz ha, war he lerc’h, al « Legat », ar c’hardinal Visant Vannutelli. Ar wej-man avat a strak an treo : an dud a huch, a verv, a lamp, a hinj mouchouero. Hag an tôko eta ? En eun tôl ec’h ê diskabel kement pôtr a zo war ar blasen hag a zell ouz ar blasen diouz toen pe brenestr. Ar c’hannadour, e-keit-se, na baouez da vouzc’hoarzin ’n eur rei e vennoz a gle hag a zeo.
Pegeit e pad an drouz-man ? N’oufen ket hen laret. Pad a ra goude m’eo êt al « Legat » en iliz, epad ma tremen ar pemp kardinal a deu war e lerc’h ; gante vel gantan e zo eur vantel zei ru, eul lost hir d’ei, ha douget gant eur c’hloareg. Ha mar deu an drouz da zousaat eun tammig, ec’h ê evit hadkrigi gant kement-all a nerz pa deu an Otro Bourne, Arc’heskob Westminster, da dremen.
Tripal a ra an dud, kalon ha korv, o welet anean, evel pa vije c’hoant da laret d’ean « Bravo ! Bravo ! c’hwi zo eun den, pa ho peus dalc’het penn, hep en em izelaat, ouz ar re a glaske, en eur difenn d’ar Zakramant dont e mêz, mougan mik ar prozision ha flastran evelse gwirio ar gatoliked. »
An Otro Bourne hag e chalonied a gloz ar prozision. Eur wej m’eo êt en iliz, e tistart an dud eun nebeudig en diavêz, lezet m’eo gante breman ar blasen a-bez. Mes hini ebet n’a e-kwit, rak goût ouzer e vo roet hep dale, diwar gwaridello an iliz, bennoz ar Zakramant.
Da c’hortoz, e kôzeer eus ar prozision. « N’eus bet gwelet biskoaz en Londrez eur gerzadeg a sort gant homan », setu ’pez a larer an eil d’egile. Ha kridi a ran e vefe gwir kement-se. Rak n’am eus me komzet nemet eus an dud a iliz a oa er prozision : liked a oa ive enni. Ha gant se, a bep tu d’ar c’hannadour, e kerze c’hwec’h denjentil eus an noblans kentan a Vro-Zôz, en o zouez an Duk a Norfolk. Tudjentil all, darn anê deut eus Rom gant an Otro Vannutelli, a douge gwiskamancho a c’hiz koz, hag int dantelezet hag alaouret pe arc’hantet : tôko plat d’ê evel ma toug c’hoaz hirie suised hon ilizo.
Da ê bet gant Londreziz o gwelet, ha breman, war blasen Ashley, nan eus komz etreze nemet eus a ze hag eus ’pez an neus kavet pep hini a vravan.