Eil loden — XXXI.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 165-167)



§ XXXI. — SALUD AR ZAKRAMANT ROET DA GANT MIL A DUD DIWAR LEIN AR GATEDRAL GANT AL LEGAT. — PROZISION AN DIABARZ — « TE DEUM » EVIT KLOZAN AR C’HENDALC’H.


N’ankouaer ket koulskoude ar Zakramant, a ver oc’h adori anean breman en diabarz an Iliz, hag a greiz oll en em laker da ganan an O Salutaris Hostia, : netra a zudiusoc’h evit klevet eur c’han maget gant kement a vouezio. A dra zur n’eus ket ken lies a ganer hag a zeller (ouspenn 100.000 a dud a zo war ar blasen pe war hed tôl d’ar blasen), dre ma zo meur a brotestant en o zouez : mes peadra a zo da zouezi tud ar c’harter, n’o deus emichans klevet gwej ebet kement all.

Koulskoude an daoulagad a zo troet trezek ar gwaridello a ren ’us d'an nor-dal hag a ra zoken an dro d’an iliz kazi penn da benn. Eno e tle hep dale arruout ar c’hannadour gant an Hosti zakr evit binnigan an dud.

E ver breman, en diabarz an iliz, o tigeri ar prozision a dlee bean bet grêt dre ar ruio gant ar Zakramant : goleier en o daouarn, e tired daou ha daou ar chapelaned, ar chalonied, an abaded, an eskibien hag ar gardinal, war o lerc’h an otro ’l « Legat » o tougen an ostansouer aour.

Mes arru e traou an Iliz, e kemer an ofiser, eun nebeudig a dud gantan, eur vinz ledan, a gas anean d’ar pondale diavêz a zo us d’an nor-dal.

Adalek m’eman en gwel gant an ostansouer, e sav hopadenno war ar blasen, er ruio, ouz ar prenestro ha war an toenno. Mes ne badont ket pell.

En eun tôl e taver mik dre oll, ha, ’benn ma’n eus laket an ofiser an heol aour war ar reposouer, ne glever ken eun disteran trouz. Kenkent e krog ar ganerien gant an « Tantum ergo » hag ar bobl, en eur vouez, a dalc’h wardro gante betek ar penn. Pa ’n eus kanet ar c’hannadour an Oremus, e sav war eur chafodig, an ostansouer en e zaouarn, hag a ra gantan sin ar groaz war ar bobl. N’eman ket an oll war o daoulin, dre ma n’int ket, koulz laret, evit finval : mes an oll a bleg o fenn hag a ra gant devosion sin ar groaz. Neuze ec’h a ar c’hardinal d’an daou bondale a zell, unan anê an hanter-noz, hag egile ar zav-heol, ha deus pep hini anê e ro adarre bennoz ar Zakramant.

Pan ê fin d’e lido, n’ê ket al Laudate a ganer evit trugarekât an Otro Doue : eun huchadeg a enor eo a zav eus a greiz ar bobl, eun huchadeg, ken krenv ma seblant d’in c’hoaz he c’hlevet o trouzan en em diskouarn.

Epad ma tregern an êr ganti, e tisken an O. ’l « Legat » hag ec’h a da beurober ar prozision en diabarz an iliz.

Ar gazetenno protestant o deus laket dindan lagad o lennerien betek an disteran tra eus al lido a zo bet grêt epad ar prozision hag ar zalud a zo bet en e c’houde. Mes ne gemerin ket ar boan-ze evit ar Vretoned am lenno : anat mat eo kement-se evite. Laret a rin d’ê hepken e zo bet kanet eun Te Deum evit trugarekât an Otro Doue eus ar graso an neus teurveet skuilh war an dud o deus enoret ar Zakramant santel an deio-man, war gêr Londrez ha war Bro-Zôz a-bez.

Ha setu penôs ê bet klozet eur gouel dispar « a vo sonj anean dalc’hmat, eme an Daily Telegraf, hag a vo komzet anean en histor. »

Klozet ive an 19et « kongress » a zo bet dalc’het en Londrez gant katoliked eus ar bed oll, ar blavez 1908, en enor da Zakramant an Oter (meulet ra vo da viken !)


————