R. Prud’homme, 1903  (p. 35-36)



XI


Re nebeut ha re a dour. — Ugent auter


D’ar yaou, an 29 a Est. — ’Benn 2 h. 1/2 ec’h on dihun, ha goude, gant an domder hag ar c’houezour, n’on ken ’vit kousket. Re hir e kavan ’n amzer ; ha me e-traou wardro peder heur hanter. Kazi taken dour ebed ’barz ar pod-goalc’h. Mont a ran ’ta da glask pautr an dour, ha pa ’m eus kavet ’nean, e tistroan d’am c’hamprik. « Hola, Herri ! emeon. Dour aoalc’h, ar wech-man ! ha re a dour ! N’eo ket hepken da gargan ar pod a dour dous am euz ezom euz ar mevel, mes dreist-holl, da skarzan an dour sall a c’holo breman leur ar gambr. »

’Toue, sur, eves-man eo bet kont. Al lukanik hon doa lezet anean digor epad an noz evit kaout eun tammik ær fresk : mes wardro pemp heur, ’vel ma rer bep beure, e oa bet goalc’het ha skubet ar pont gand dour mor hag o doa redet bannac’ho mad en hon c’habinen dre doull al lukan.

Kentan a ran, eo lemel euz an dour ar pakajo, ar boto hag an treo-all evit o harz da vean re c’hlebiet, ha, goude, e c’hortozan ken an nefo achuet ar mevel da skarzan an dour ha da dizec’han leur ar gambr. Neuze ec’h achuan me ive d’en em gempenn, hag e tec’han a-kwit evit lezel plas gant an daou all da zevel d’o zro, d’en em oalc’hi ha d’en em wiskan ; ken enk eo al leur ken nan hell ket daou ober ze war eun dro.

D’ar chapel e pignan dioustu, ha goude bean servijet an oferen d’eur belek, e savan me ma-hunan ouz an auter. Ugent auter vihan a zo fichet ouz ar gleud a ra an dro d’ar vatimant, ha bep-hini he stern ganti : rak-se, daoust d’imp da vean 130 belek ’barz ar pelerinaj, ec’h helfomp holl oferennan aboue 4 heur beteg 8 heur. Ya, nemet an deio e vo re rust ar mor hag e vranskello re ar vatimant ; ya c’hoaz, nemet an deio e vefer klanv, ’pez a digoueo gant meur a hini.

Hirio da vihanan, pac’h on-me yac’h-pesk ha pa na n’euz riskl ebed evidon da vean distroaded, e c’hellan, gant eur galon dinec’h, kinnig d’an Au. Doue kentan sakrifis a zo digoueet d’in kinnig d’ean war ar mor.

’Benn ’zo fin d’am oferen e ver krog gant an oferen a ve laret bep beure da 6 h. 1/2 ouz an auter-vraz dirag ar belerined ; na ’man ket war gan, mes ’keit ’ma pad, e ve kanet eun dra bennag. Da harpan ar mouejo, a zo eun harmonium, hag unan kre, barrek da vougan trouz ar mor.


————