Eil quevren - An naontecvet Chabistr

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 133-139)





AN NAONTECVET CHABISTR.
Evit ar Gonfession santel.


HOr Salver en deveus leset gant e Ilis ar Sacramant a Binigen hac a Gonfession evit ma en em voualc’himp ennâ diouz hon oll bec’hejou, quellies gueich ma en em gafimp souillet ganto. Na bermetit jamæs eta, Philotee, e chomme pell ho calon ampoesonet gant ar pec’het, pa hoc’h eus ur remed quer presant ha quer facil. Al leones, pa vez bet al leopard oc’h e farraat, a ya prest d’en em voalc‘hi evit lamet ar flear a chom ganti goude an action-se, gant aon pa zeue al leon he far da dostât outi, na sente e ve bet al leopard ganti, ha na ve courroucet dre guemēse. An ene, pehini e deveus consacret d’ar pec’het, a dle caout horrol outi e-unan hac en em netaat buhan abalamour d’ar respet a dle da gaout evit an aoulagat pur eus ar Vajeste a Zoue pehini a sell outi. Hoguen peadra a varvimp-ny dre ar maro spirituel, ha ny o caout ur remed quer souveren ? Iit da gofes gant humilite ha gant devotion ur veich er sizun, hac ato, mar guillit, pa zeot da gommunia, peguement bennâc na santac’h ho coustianç o rebeich deoc’h pec’het marvel ebet ; rac dre ar Gonfession ne recevot quet hepquen an absolven eus ar pec’hejou veniel pere a gofessaot, mes ivez un nerz bras evit en em viret outo hivisiquen, ur fclerigen vras evit o anaout ervat, hac ur c’hraç abondant evit rapari quement domaich o devoa grêt deoc’h. O vont da gofes e praticot ar vertuz a humilite, a oboissanç, a simplicite hac a charite, hac en action-se hepquen eus ar Gonfession e c’hexersot mui a vertuz eguet e nicun-all.

Ho pezet ato ur guir displijadur eus ar pec’hejou pere a gofessaot, peguer bian bennâc e c’hallent beza, gant ur resolution ferm d’en em gourrija diouto hivisiquen. Cals o cofes ato pec’hejou veniel dre accustumanç ha dre ur certen maniel quemeret ganto hep sonjal morse-tout en em gourrija diouz ar pec’hejou veniel-se a chom epad o buez carguet anezo, hac e collont dre ar voyen-se cals a c’hraçou hac a brofit spirituel. Mar en em accusit eta da veza lavaret gueier dinoas, pe da veza lavaret ur goms direglet bennâc, pe da veza c’hoariet re, ho pêt regret eus an traou-se gant ur propos ferm d’en em amanti anezo ; rac un abus eo cofes nep seurt pec’het quen marvel quen veniel, hep caout ar volontez d’en em zisober anezàn, pa na deo instituet ar Gonfession nemet evit quemense.

Arabat e so-quen e rac’h en ho Confession an accusationou inutil-mâ pere a ra cals dre ur routin : n’em eus quet caret Doue evel ma tlien, n’em eus quet pedet Doue gant quement a zevotion evel ma tlien, n’em eus quet caret va nessa evel ma tlien, n’em eus-quet recevet ar Sacramanchou gant quement a reveranç evel a yoa dleet, hac an seurt traou-se. Ar ræson eo abalamour, pa en em accusit er fæçon-se, ne livirit netra a guement a alle rei da anaout d’ho Confessour ar stad eus ho coustianç ; rac ne deus den, peguer santel bennâc e-c’halle beza, na ell avaret ar memes tra. Guelit eta pebez sujet hoc’h eus e particulier da ober an seurt accusationou-se ; ha pa ho pezo-èn anavezet, en em accusit simplamant ha distinctamant eus ar mancamant ho pezo bet. Dre exempl, cofes a rit n’hoc’h eus quet caret, eme c’hui, ho nessa evel ma tliac’h. Pe e quenver tra’ta n’hoc’h eus-hu-èn quet caret evel ma tliac’h ? Abalamour emichans o veza guelet ur paour bennâc necessitus bras, pehini a alfac’h eas aoualc’h da sicour ha da gonsoli, n’hoc’h eus bet sourci ebet a guemense. Ebien en em accusit eta eus ar barticularite-se, ha livirit : o veza guelet guenèn ur paour necessitus, pehini a allen eas aoualc’h da sicour, n’em eus-èn quet sicouret dre neglijanç, pe dre galetter a galon, pe dre zisprijanç, hervez ma c’hanavezot an occasion eus ho faut : Toudememes ne dleit quet en em accus n’hoc’h eus quet pedet Doue gant quement a zevotion evel a yoa dleet, mæs en em accus a dleit da veza en em arretet volontieramant en distractionou pere hoc’h eus bet o pidi Doue, pe da veza negliget en em lacât el leac’h hac en amser hac er bostur ma tliac’h en em lacât evit beza attantif en ho pedennou. Er fæçon-se eo e tleit cofes simplamant, hervez ma queffot ho pezo manquet, ha non pas en ur fæçon general pehini ne fervich da netra er Gonfession.

Ne dleit quet ivez en em gontanti da gofes ho pec’hejou veniel hep ajouti netra-quen, mæs lavaret a dleit pe dre intantion hoc’h eus-y great. Dre exempl ne dleit quet en em gontanti d’en em accus da veza lavaret gueier dinoas, mæs ajouti a dleit hac evit en em bompadi oa, pe evit en em excus, pe evit farçal, pe a ratoz-mat evit contesti. Ne dleit quet en em gontanti da gofes ez ouc’h en em impatiantet hac en em chagrinet, pe hoc’h eus comset rust ha dic’hraç un nebeut, lavaret a dleit ive p’evit sujet eo, ha toudememes evit an nemorant-all. Roit da anaout d’ho Confessour ha c’hui a so choumet pell en ho pec’het, rac an hirnez-amser a zeu peurvuia da gresqui cals ar pec’het, o veza ma zeus cals a zifaranç etre ur vanite pehini a vezo bet ur c’hardeur en hor speret, hac ur vanite pe en hini e vezo bet hor c’halon un devez pe zaou pe dri o tempra ; ret eo eta discleria non pas hepquen hor pec’hejou, mæs ouzpen ar motif pe an intantion pe gant hini hon eus-y grêt, ha pegueit a amser int padet. Rac peguement bennic na vemp quet obliget ordinalamant da veza quer piz ha quer jurdic-se o tiscleria hor pec’hejou veniel, ha na vemp quet obliget memes absolumant d’o c’hofes, cousgoude ar re a fell dezo purifia erfat o eneou evit acquisita guell an devotion santel, a dle beza sourcius da rei da anaout ervat d’ar medecin spirituel ar c’hlènvet peveus a hini e fell dezo beza rentet salo, peguer bian bennâc ve.

Na espernit quet lavaret ar pez a so requis evit rei da anaout sclear ho pechet ; eguis ma ve discleria p’evit sujet ez ouc’h en em lequeat e coler, perac hoc’h eus souffret unan bennâc en e viç hep e repren. Dre exempl, un den peini a zisplich din a lavaro din ur goms bennâc evit farçal, ha me o quemeret an dra-se a-zevri a zui d’en em formalisa ha d’en em facha ; ma vise un all, pehini a vise agreabl din, en devise lavaret ar goms-se pe vouaz egueti, em bise-hi quemeret a berz-vad ; n’em bezo quet a zamant eta d’en em accus evellen : en em dileset oun bet da lavaret comsou a gourrouç a enep ur certen, o veza quemeret a voual-berz ur goms bennâc a lavare din. Ne de quet evit ar gousecanç eus ar pez a lavare oa, nemet abalamour ma tisplige din ar certen-se ; ha mar ho pez izom c’hoaz, evit en em ziscleria ervat, da expressi d’ho Confessour ar c’homsou colerus-se pere hoc’h eus prononcet, e sonjan penaus e ve mad deoc’h o lavaret dezàn. Rac oc’h en em accus evelse naïfamant, ne ziscleriit quet hepquen ar pec’hejou hoc’h eus grêt, mæs ivez ar goal inclinationou, ar goal gustumou hac ar c’hriziennou-all eus ho pec’hejou a roït an hent-se da anaout. d’ho Tad spirituel, pehini a guemer dre ar voyen-se un anaoudeguez barfet eus ho coustianç, hac e c’hell ivez anaout guell a-se ar remejou pere a so propr d’ho pec’hejou. Ret e cousgoude miret ato, mar d’e possibl, na roac’h da anaout piou en deffe contribuet en ho pec’het.

Liquit evez ouz ur gantite a bec’hejou pere a chom alies da ren insansiblamant e gouelet ar goustianç, evit ma o c’hofessaot ha ma ellot en em burgi anezo ; hac evit an effet-se lennit ganc dilijanç ar c’huec’hvet Chabistr, ar seizvet, an eizvet ha navet-varnuguent, ar pempet ha c’huec’hvet ha tregont eus an drede Quevren, hac ar seizvet Chabistr eus ar bedervet Quevren eus al lêvr-mâ. Na cenchit quet facilamant a Gonfessour ; mæs pa ho pezo choaset unan, continuit da renta cont dezàn eus ho coustianç d’an deizlou a vezo destinet evit quemense, o lavaret dezàn naïfamant ha franchamant ar pec’hejou pere ho pezo cometet, hac a amser e amser, evel ma ve ur veich bep mis pe bep daou vis, livirit dezà c’hoaz ar stad eus hoc’h inclinationou, peguement bennâc n’ho pe quet pec’het dreizo, eguis mar beac’h inquietet gant un dristidiguez hac ur chagrin bennâc, peautramant mar beac’h douguet d’ar joa, d’an desir da gaout madou, ha d’an seurt inclinationou-se, evit ma roï un avis mad bennâc deoc’h var guemense.