Disanv (Per ar Bailh)
Ledan, Hep bloavezh embann. (war-dro 1823)  (p. 29-41)






Eilvet Cantic.


————


Penos, Tad Eternel, e c’heus gallet golo
Ar verc’h coant a Sion eus eur gramen qen teo ?
Ah ! da vrec’h paternel, hep egard d’e guenet,
Armet eus da furor, e deus he foignardet !
Chanchet c’heus he c’hraç-vad bars en tevalijen,
Hac he rèjouissanç en chagrin, en anqen.
Ar bonl a Israël, leun a henor, a c’hloar,
A c’heus precipitet en calon an douar.
Jacob en deus santet ar bouez eus da doliou ;
D’an trec’hourien e c’heus livret e oll vadou.
Da fulror zo hep fin ; gant eur zell seulamant
E razes kêr Juda betec ar fondamant.
He stat, he Rouanet, victimou da venjanç,
Zo rentet en ludu… O pebes dismeganç !…
Ne aljent birviqen achap eus ar gombat,
Pa voa dezo control o c’hrim, o dorn, o zad.

Ha n’en deo qet da vrec’h en deveus cunduet
An tan en eur moment en deus o c’honsumet ?
Da arbalastr a lanç, gant nerz criz ha garo,
Da viriou redoutabl, flêmou eus ar maro.
Ar voalen a gasti, var hor penn astennet,
N’e deus mann espernet : an dud hac al loënet,
Qestel, na tiez-gard, kêr, nac he faleziou,
Na parc gant e drevat, na forest, na coajou.
Eun tirant offanset ne ve qet terruploc’h :
Nemet qeuz ha glac’har ne zeus amâ pelloc’h.
Var an demorant trist eus ar vur, ar rampart,
Ar C’haldeen en deus plantet an etandart :
Nep sex, na nep etat n’el achap d’e gourach ;
Mesvet en deus Juda a vez hac a outrach.
An Tabernacl santel, sejour an Eternel,
An Templ-se, qer brudet, an Auter qer santel,
Muriou, touriou huel, ar portaill ancien,
Monumant admirabl a gult ar Judevien,
Oll e zint distrujet gant ar C’haldeanet :
Pillet o deus an oll, netra ne zeus manet,
Miguit en eur jardin varlerc’h eur bar corvent
A zisplant an oll gouez a rancontr en e hent,

Doue ne c’houlen mui na peden nac homach ;
Ar Bêleg-Bras, ha c’hoas ar prinç, e vouir imach,
A zo deut da veza, siouas ! an objedou
Immolet d’e justiç, dre’n nerz eus e doliou,
Ennes, mezus, a zo treinet da Vabylon,
Evel eur c’hriminal laqet dirac an tron,
Treantet en daou du, e voad, e vel empen
A strinq ous tâl ar Prinç, ous faç e vourrevien ;
Hac emâ, d’un tad qèz, ah ! pebes calonâd !
A vel e vugale var an douar a blat,
O sellet c’hoas ountâ qent lezel o bue,
Hac én a zo d’e dro massacret o goude…
Evit tron eur prison, da septr, da gurunen,
En devoa an heern a zo ous e cren ;
Da vignonet o deus bourrevien disleal,
Hac o maliç evit pinvidiguez royal.
Accomplisset en deus an oracl divin-se :
Deplor, deplor, Sion, planeden da Roue :
Biqen kér Babylon na vel o reluia ;
Gouscoude en he c’hreiz e renqo perissa.
Hon tûd côz goueachal, en o c’hoez fougueüs,
A rê Doue qiriec eus o chanch maleurus.

Bet e zint exposet da vrezellou cruel,
An estranjour zo bet mestr var an Arc’h santel ;
Hoguen hac én en deus biscoas razet an Templ,
Bruzunet an Auter, ar pez zo hep exempl ?
Hac int o deus biscoas hon tadou côz guelet
An Tabernacl pillet, ar vessel sacr souillet,
Nac an Templ profanet, o renta mezussoc’h
Da zoueou lubric eun homach infammoc’h,
Na daouarn sacrilech crog en ezançouer,
Na repasiou profan placet var an Auter ?…
Hac int o deus clêvet, dindan ar porchet sacr,
Instrumant ar brezel, canaouen ar massacr ?
N’en deo qet hep rêson e c’hel hon tirantet
Triomfa gant ar joa d’or beza supplantet ;
N’o deus-i qet a lec’h, gant reuz, bombanç ha pomp,
Da dripal, da lamet, d’ober goab ac’hanomp ?
Penos biqen pelloc’h ober dezo brezel ?
An Doue venjançus, ar Mestr universel,
En deus hor bruzunet picol ha brignenen,
Evel e cant mil pez ma torer eur veren.
Humiliet en deus hor zoudardet vaillant,

Ha reduizet o c’hoez orgouillus en neant ;
Hac en plaç an henor, ar palm hac al lore,
Hac ar gloar a glasqent, o deus cavet eur be…
Jerusalem eta, goechal va bro mignon,
Bremâ, vel Samari, lezet en abandon,
Distruch ha dibave, leun a fanq hac a zour,
A boan a zo, siouas ! eur parq douar labour !…
Tanet ha dic’hradet e zeo kêr tro var dro,
He fondamant gant spont a veler dizolo ;
He dorojou, goechal ous pere ar victor,
Evit merqou visibl a c’hloar hac a henor,
He deus staguet cant goech gant he dorn triomfant
Eus hon enemiet an depouillou sanglant ;
He dorojou, m’en lar, a goez… hac o coeza
A gontraign gant spouron an douar da grena,
An eol da chench a liou, an avel da scrijal ;
Biscoas na voe guelet eun nozvez qen teval ;
Hor maleuriou dispar, m’er c’hred hac en assur,
A zeblante sponta betec urz an natur :
Hon rouanet, hor brincet, en plaç o c’hurunen,
Coezet en dizesper, a c’houlen ur chaden.
Ministret an Auter, ar Profetet santel

Ne brezegont pelloc’h en hanv an Eternel ;
E lec’h profetisa an amzer da zonet,
A boan o deveus sonch er pez zo tremenet.
Hon tud côz venerabl, en o brassa glac’har,
En em strinq d’an daoulin, en em dol d’an douar ;
Ha gant o daouarn propr, en excès o anqen,
A ziffram o dillad, o c’hig hac o c’hroc’hen.
O zellou scoëlf a verq e maint hep esperanç ;
Gant consternation, prosternet en silanç,
E pilont o feultrin, e tennont blêo o fenn,
Ar vestl en o c’halon, ar marv en o c’herc’hen.
Pa vel merc’het Sion eun hevelep spectacl,
En em dolont gant hast ous treid an Tabernacl ;
Arozet o deveus an Templ gant o daelou :
O glac’har a redoubl hor spont hac hor poaniou.
E creiz eur seurt trubuill, va-unan consternet,
Na zessen da voëla, d’an daoulin prosternet.
Tevalijen an nôz am yaouste davantach :
Qen dismantet e voan, qen a gollen courach ;
Ha ne voa qet memes ur moment en eun de
Na zonjen e tleye finissa va bue.
Mes, horrupla tumult a vesq em entraillou,

Pa velàn saccajet ar vugaleigou !
An inoçantet paour, hep gallout er zonjal,
A zune gant o bronn ar maro disleal !
Darn avancet en oad, hac en anoudeguez,
O poqet gant irvoud d’o zad ha d’o mam guez,
Gant ur voëz languissant hac an druezussa,
A c’houlenne gant poan eur c’hinaouad bara.
Lavaret a rent dê, fatiq gant dienez :
Allas ! ma ellit mui hon zicour, hon tud qèz !
Eus a greiz ho tiouvrec’h hor breudeur difframet,
Evel foesqennou ed a zo bet endramet :
N’on eus affer da glasq goel marc’hat eguete…
A boan e c’hachuent, pa gollent o bue.
Ous piou ves-te hanval, allas ! kêr mizerabl !
Hac én zo bet er bed eur chanch qer deplorabl ?
Penos da gonsoli ? Va glac’har hirvoudus
N’ouffe pelloc’h calmi da galon truezuz.
Liessoc’h a valeur a zo scuillet varnot
Eguet a c’hreunen zabl a zo en tor an not.
Na piou a zistroyo qellies a voalen ?
Da vinistret infam ?… Allas ! an dromplerien,
Dre langach imposteur, filoutach ha crimou,

O deveus da blonjet en fonç an abimou…
M’o devije lamet banden an dromplerez
Divar da zaoulagad, allas ! maleuruzez,
Hac alumet es creiz flamboz ar virione,
E c’hailles appezi c’hoas coler un Doue,
O tont d’en em livra d’eur binijen sincer,
D’eur gomponction fervant, d’eur glac’har saluter ;
Mes anonç a rent did bepret prosperite.
Hervez o zrompleres, ar victor a dleye
Es faveur terrassi peb seurt enemiet,
Ha bruda da hano dre bêvar c’horn ar bed.
Fontet var discoursiou qer soubl ha qer tromplus,
Eo bet savet ar c’hesq es qerc’hen orgouillus,
Hac eun esperanç vên e deus da lusqellet,
Ha grêt did chasseal peb sourci, peb morc’het.
An enemiet soignus, animet a venjanç,
Ac’h attaq, as tiscar, as carg a zismeganç.
O va bro ! va bro guèz ! pebeus chanch a c’heus te !
Goab a rêr ac’hanout ec’h oll adversite ;
An estranjour, gant joa rentet ebars er vro,
A drid ous da velet qen noaz, qen dizolo.

Penos, eme Judas, gant eur c’hoarzin picant ;
Qer lêm hac an aspic, pe flêm an ærouant,
Hac onnes eo ar guêr a voa mestrez d’ar bed
Var vôr ha var zouar, goechal qer redoutet ;
Eus a bini hepqen ar sqeud hac an hano
A voa doujet dreist oll qement hac ar maro,
Zo bremâ qen distruch ? N’en eus chomet ganti
Nemet maillou houarn, mein, pouldr, douar ha pri.
An trec’hour, o clêvet un hevelep langach,
A lavar gant un ton a vepris hac outrach :
Enfin-ta, cetu deut an deiz qen agreabl,
Peini da viqen a rentimp memorabl !
Deiz eurus, en pini, dre c’hraç hon Doueou,
Ar guêr impi-mâ zo barrec a valloziou…
Ra vezo, da viqen, en amzer da zonet,
Dreis eur sort avantur ar bed oll estonet :
Dêvomp-y, rayomp-y, livromp oll d’ar pillach ;
Beuzomp-i en eur môr a voad hac a garnach ;
En faveur sclêrijen, an tan-goal en he c’hreiz
Guelomp he fobl fier rentet qen soubl, qen reiz,
O c’hasten o diouar, reudet crenn o memprou,

Hac o scrignal o dent en ardeur ar flamou.
A boan en deus comzet, p’en deus plonjet Sion
Evel en eun abim a valediction…
Cetu-i rentet eta, siouas ! ar victimes
Eus he viçou mezus hac he fallagries !…
O va Zad ! va Doue ! guir ho poa lavaret :
An Templ zo discaret, an Auter profanet.
Hac én a voe biscoas netra surprenantoc’h ?
Jerusalem zo bet… ; mes ne màn mui pelloc’h !…
Evel eun tan ardant, da goler, va Doue,
En deus eus a Jacob devoret ar c’hontre ;
Hac ar pez a gresq c’hoas davantach hor poaniou,
Hon adversour a c’hoarz o velet hon daelou ;
Pa vel omp dinerzet, e redoubl a gourach :
E joayou zo rancun, an orgouill e bartach.
Oguen, p’e glêvàn-me ?… Eus creiz ar c’hos tiez-se
E teu qeinadennou, clêmou dign a drue :
An Hebreanet paour, prosternet d’an douar,
A deu da reclami, gant hirvoud ha glac’har,
Allas ! c’hoas eur veach, en o zristidiguez,
Eus eun Doue fachet an deneridiguez.

Deut eta, pervien guèz, d’en em humilia,
Evit en appezi, na zessit da voëla ;
E vadelez divin a zurpas ho crimou :
Choazit hac immolit ar purra victimou ;
Astennit ho tiouvrec’h etreze hac e dron ;
Pedit ha suppliit eus a greiz ho calon
Evit ho pugale, pere zo bet lazet
Adalec o c’havel hac e creiz o yec’het :
Mervel a rent gant naon er blacennou public ;
Dioüallit oc’h-unan rac eur chanç qen trajiq.
Larit d’an Eternel : Penos, Crouer ar bed,
Ha n’en domp-ni pelloc’h ouvrach da viziet ?
Penos, c’hoas eur veach, ar bobl-ze peini
D’ar c’houlz ma c’hobserve da lezen hep pec’hi,
Er spaç eus eun nombr bras demeus a vlaveziou.
En deveus recevet da c’hraç, da faveuriou,
Hac a poa da-unan rentet qer puissant,
Qen nombrus, qen eurus, en eur guir qer brillant ;
Ar bobl-ze qer caret eo a fel dit bremâ,
Gant eur guer eus da beurz da renta da netra !
Penos e c’helli souffr ar vamou gruel-ze
Da zebri gant famin qig bêr o bugale,

Da blanta ar gontel e creis o c’halonou,
Gant eur furi barbar, en prezanç o zadou ?…
Hep errol e veli beleyen Israël
En harz treid an auter massacret o vervel ?
Bras eo da vadelez, bras eo da buissanç ;
Mes bras eo da justiç, ha qer bras da venjanç :
Certen, pa bermetes eur sacrilech qer bras,
Ne dleomp mui credi vez hor protectour c’hoas.
Re goupabl e zoc’h bet, ô pobl abandonet !
Vit biqen esperout beza c’hoas exocet.
Abeurs eur barner just en indignation,
N’oufec’h pelloc’h gortos nemet punition.
N’oc’h eus-u qet goelet ho tud, ho pugale,
Hep distinction a voad o peurgol o bue ?
Preuven a guementse, diou feunteun a zaelou,
Gant pere deiz ha noz e voëlc’hit o beziou.
Noc’h eus-u qet cavet an trec’hour insolant
Oc’h ober violanç d’ho merc’het inoçant ?
O Doue redoutabl ! puissant ! eternel !
Te c’heus hon assommet qen subit, qen mortel ;
Ia, te da-unan, insansibl d’hor peden,
A c’heus grêt deomp santout rustoni da voalen.

An nombr incomparabl eus hon enemiet
A zeblantemp, allas ! da veza difiet,
A zurpasse bemde ar vanden nombrussa
Eus an Hebreanet deiz ar goueliou brassa.
Te c’heus o c’honduet… spouronet ez omp oll ;
En vên e fel achap, oblijet omp da goll.
Hor mibien elevet adalec bianic,
Evit beza eur vech hon esperanç uniq,
Allas ! a goez dindan o zolliou redoublet,
Evel dindan ar falz ma coez un dornad ed.
Eun deiz a vije deut ma tleyent scuill o goad
Evit difen o bro demeus a galon vad :
Siouas ! qent an amzer e zeo bet deut an de
Ma collont o goad pur en vën, hac o bue.


Fin an eilvet Cantic.


————