Eizved pennad — VI

R. Prud’homme, 1903  (p. 242-245)



VI


Eil pardon Santez-Anna : Pardon Frans. Ælik Frans.


Prest goude e kroger gant an oferen bred. Ar wech-man n’eo ket ar C’hresianed Melkit a zo ouz an auter : tri *lider latin ec’h int : eur beleg gant e *avieler hag e *abostoler. Mes o zri ec’h int euz kouent Sant-Fransez. c’hw’istim perak ? Toue sur, eil pardon Santez Anna en em gav hirie, hag en Jerusalem eo *boazet ar venec’h katolik da vont da bardonan an eil da di egile, Mar weler aman hirie ar Fransiskaned, e ve gwelet en o c’houent an Tado Gwenn de bardon Sant-Salver. Eur monedone, kwita ? hag a ziskoe e vevont evel breudeur.

Ar c’han, eur c’han pardon, m’hen lar d’ac’h, a zo war gont Tado bihan an Assompsion hag ar belerined : pautred ar mouezio flour hag ar mouezio krenv a jech warni euz o gwellan.

Kempen an iliz a zo ive eur c’hempen pardon : treo kaer eleiz a zo endro d’ei. Teurel a ran ple dreist-holl da daou vanniel sei gwenn : diskoe a reont bean bannielo an diou vreuriez m’eo bodet enne ar skolaerien : breuriez an Æle mad evit ar re vihan, breuriez ar Werc’hez ’vit ar re vraz.

Koulskoude ec’h a an oferen war rauk. Da vare ar *ginnigaden, an diakr, goude bean ezanset ar c’heur, a ro diou wech ezans d’ar c’honsul, ha, da vare ar gomunion, e tisken adarre evit mont da gas d’ean ar pok a beuc’h a-beurz ar belek. Evel-se e vije enoret gwechall ar rouane epad an oferen.

Arabad eo d’am lennerien chom souezet abalamour da ze. Ma rer kement-se a enor d’an Au. Auzépy, eo en *damani ma talc’h aman læc’h Frans, hon Mamm-Vro. Eur gentel vad eo ze ive ’vit tud ar Siri. Diski ’ra ze d’ê n’hellfont birviken kavout re a istim hag a zoujans ’vit hon bro-ni, ha diski d’ê war eun dro e oar an Iliz ha Frans ’n em ober ha ’n em garout evel Mamm ha Merc’h. Siouaz ! pez ’zo ar wirione evit Frans ar mæz n’eo kamed gwir er mare-man evit Frans ar gær.

Da galz a Fransizien na zeblant an Iliz bean breman nemet eul lez-vamm, eul lez-vamm kazet ha gailhet. Touellet int, ar vugale baour, touellet ha dallet gant bep seurt gevier. Na welont ket eo stag o everusted ouz ar relijion. Evit hen gwelet sklær n’o deuz nemet en em ziavezi eur pennad. Neuze, sur mad, e welfont ne ra an Iliz dre-holl nemet vad endro dei. Goneet gant he madelez, en em lakfont d’he c’harout ha marteze da ren o bue herve he gourc’hemenno.

Penauz en em dremene ouz an Iliz *kannad Jeruzalem hag e zikourerien ’rauk bean divroet, na oufen ket laret. Mes aman, da zur, e tiskoeont bean eviti leun a garante hag a zoujans, ha hirie, epad an oferen, ec’h ouzont en em delc’hel evel tud a fe ha tud a beden.

Gellout a ran rei an *hevelep testeni d’autro Rener post-Frans. Heñ ive a zo deut d’an oferen, ha gantan e itron hag e verc’h, eur plac’hik a dek vla. Eun ælik eo a dlefen laret ! Rak ar gwiskamant æl a zo ganti : gwenn-sign, penn da benn. Eun ine a æl ive a zo ’n he c’hreiz. Rag hirie e ra he fask kentan.

Setu eün-mad ar belek o tisken deus an auter, gantan eun hosti gwenn etre e vizied, hag o vont da lakat ’nean war deod ar bugel ’vit ar wech kentan.

Braz eo hec’h evurusted, braz hini he zad hag he mamm : mes braz ive hini an holl belerined a zeblant d’ê gwelet enni æl-mad Frans diskennet en o zouez.

Goude kement-man e c’hellont laret, kwita ? eo ar pardon-man ’vite pardon Frans. Petra-bennag hano ebed na zerefe muioc’h ’vit hennez ouz ar gouel a *lider anean an de a-geñver d’an 8ed a wengolo 1855, d’an de ma oa bet goneet gant arme Frans viktoar Sebastopol : ha n’eo ket hepken enor a dalveaz d’imp an devez-se, talveout ’reaz d’imp ive, ’vel hon deuz gwelet, iliz Santez-Anna Jeruzalem.

Goude an oferen bred ec’h a ar c’honsul gant e heuilherien, ha wardro gante plac’hik ar pask kentan hag he zud, da diziuni ’ti an Tado-Gwenn. Epad m’emeint gant o fred, e tispak ar fotografed o stern : ’michans e fell d’ê tapout pautred an dilhad marelled war o disken. Fe ! na c’houitont ket war o zaul. Ouspenn dek benvek eo troet o lagad gwer ’trezek ar c’honsul, pa ’n em ziskoe war an treuzo, hag holl a c’hellont skeudenni ’nean o *goalc’h : rak daoust an heol da skei war e dal, pa ’zo laret d’ean gant ar skeudennerien na frinval ken, e chom eur pennadik ous troad ar *viñz, en e zav ha diskabel : e dri heuilher a zo en e gichen, hag e bevar gawa eun lammik en e rauk.

Goude m’int bet tapet, e laront d’imp « Kenavo ». Hag ar muzik endro herr da m’hall, ’n eur laret d’ê gwelloc’h ’vit n’eo *goest hon mouezio da laret : « Bevet Frans !! Bevet he c’honsul !! »

Setu Frans bet hec’h lod euz ar pardon a reomp hirie en iliz Santez-Anna. Ar relijion, hi, hon deuz roet he hini d’ei beure mad. Breiz hepken he deuz c’hoaz he hini da gaout.


————