Elet an Env deut d’an Douar

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Aeled an Neñv, deut war an douar.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 144-146)


An drede zul goude ar Rouane ema Gouel ar Famill-Zantel, Jesus, Mari, Josep, Kanet ar c’hantik, 70, Kanomp ol meulodi, en enor da Dad-Mager ar Mabik-Jezus.

An eil de a viz C’houevrer, Gouel ar Chandelour, kanet eur c’hantik d’ar Mabik-Jezus ha d’ar Werc’hes o vont gantan da dempl Jeruzalem : laret ive chapelet ar misteriou a joa, 35, goude bezan bet en ofisou ken kaer euz an de-ze, goulou beniget en ho torn.

An 11 a C’houevrer, Gouel an Itron-Varia-Lourdes, hag ar zul warlerc’h, kanet he c’kantik, 57.

Epad amzer al Lard pe Malarje, bezet aketus da bedi ha da ganan, gant glac’har euz pec’hejou ar bed hag ho re hoc’h-unan, eur c’hantik benag bemde war ar maro, ar binijen, Zakramant an Oter, etc.

Miz Meurs eo miz Z. Josep, hag e ouel a zigoue an 19. Kanet dezan bemde eur poz benag euz e gantikou, 68, etc.

Ar 25 a vis Meurs. Gouel an Anonsiasion. Kanet ar misteriou a joa, hag ar c’hantik Eun arc’hel, 28, pe O Pia, 29.

Ar C’horeiz zo eun amzer a binijen. Kantikou ar Pevar Fin divezan ha kalz a re-al, 80, 81, etc, a zikouro ac’hanoc’h da gompren kentel al ludu, ha d’ober eur pask mad. — E fin ar c’horeiz ema amzer ar Basion hag ar Groaz. Chapelet ar misteriou a c’hlac’har, 36, hag ar c’hantikou 117, 118, etc., a dleer da ganan neuze.



KANTIKOU AR BASION HAG AR GROAZ
————
N° 117. — Elet an Env, deut d’an douar.
War don : Vexilla, pe N° 117.


1. Elet an Env, deut d’an douar,
Diskenet war mene Kalvar,
Da ober kanvou d’hon Zalver,
Pa na c’houl ar bed hen ober !

2. Pa gonsideran e boaniou,
Pa zonjan ene dourmanchou,
Pa ’z a ma speret d’ar C’halvar,
E rann ma c’halon gant glac’har !

3. Zellet, pec’herien,ouz ho Tad,
Zellet e vizaj leun a voad,
Eur gurunen spern war e ben,
Ha morlivet ol e gerchen !

4. Zellet maro e daoulagad.
Zellet e daou dorn, e daou droad.
A zo treuzet gant an tachou
A blant en-he ho pec’hejou !

5. Zellet e goste gouliet,
E gorf gant ar fouetou blonset.
Zellet e Vam etal dezan
Beuet en anken eveltan !

6. Ar rec’hier hag ar meneiou
Zo estlamet euz e boaniou :
An heol, al loar hag ar steret,
Gant ar spont a zo ’nem guzet !


7. Ha te, o pec’her kaledet,
Na rez van na zeblant ebet
Vit gwelet maro da Roue,
Da Dad, da Zalver, da Doue !

8. Goaz out evit ar Judevien,
Ha goaz evit e vourevien ;
Rak darn aneze a ouelas,
Gant true outan pa varvas.

9. Ar re-ze n’hen anavent ket,
Kredi rentec’h oa fals-profet :
Ha te, pec’her, te oar piou e.
Te oar ec’h eo gwir Vab Doue !

10. Kement pec’het marvel a ret
Ouz ar Groaz zul-gwej hen staget,
Hag e tigoret adare
Ar gouliou ben dispenne !

11. Mar ec’h euz outan nep true,
Dilezet buan ho koal vue :
Pardonet d’hoc’h enebourien,
Evel Jezus d’e vourevien !

12. Euz ho krimou gret pinijen,
Iunet, pedet, reit aluzen :
Evel-se c’houi a gonsolo
Ho Salver ker war e varo