Jezus, ken dous er zonjezon
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Jezuz ken dous d’ar sonjezon.
1. Jezus, ken douz er zonjezon,
Ol domder, ol ners ar galon ;
Dousoc’h evit mel hag ezans,
Da neb a vev en e brezans !
2. Netra ken flour ma ve kanet,
Netra ken kaer na ve zonjet,
Netra ken brao na ve klevet
Evel e Hano beniget!
3. Jezus, esperans ar pec’her,
Pa bed, ken prim d’hen digemer,
Mil gwej eürus neb hoc’h anav.
Ho klask a bep tu, hag ho kav !
4. N’euz teod a helfe disklerian
Na pluen a helfe skrivan,
Ret eo tanvat evit laret
Pegen c’houek oc’h-hu da garet !
5. Bemnoz zerret ma daoulagad,
Hano Jezus, ha mintin mad,
Euz ma c’halon deut em genou,
Ha pad an deiz, em oberou !
6. Bezet, Jezus, hon levenez,
O c’hortos joaiou ho Palez :
En ho kloar neuze, dianken,
Ni ho meulo da virviken.
Amen.
K. G.