XV. EMFENNA ALBANIZ


Ledenez ar Balkaniou hag ar c’hevrennou kreiz ha reter eus Europa diouz tu an hanternoz d’ezi a zo bet, abaoe meur a gantved, lec’h-c’hoari da zarvoudou kelennus-kenañ da neb a studi chal ha dichal ar yezou. Ouspenn emfennadeg ar goueriaded eus Bulgaria war Vakedonia-Uhela ha Thrakia, ez eo bet darvoudet ar rann-se eus ar bed gant emskignadeg Albaniz dre C’hresia, Makedonia, Hen-Serbia, ha dre an Durki a-bez. Disheñvel en holl-d’an-holl dre o zemzspered disuj ha brezelgar diouz ar goueriaded peoc’hus a zeuas eus Bulgaria da zigeri breinarou Makedonia, Albaniz a vez sellet peurliesa gant an istorourien evel diskennidi Illiriz pe Dhrakiz an Hen-amzer [1]. Nemet dizarbennet-start eo kement-se, diwar pennabegou tennet eus ar yezoniez, gant E. Philipon en e levr diwar-benn hen-boblou Kreisteiz Europa [2]. Bezet a vezo war ar poent-se, Albaniz o deus miret betek derou an XXvet kantved eur stad-kevredigez ha giziou heñvel a-walc’h ouz ar re a oa gant Tiruheliz Vro-Skos betek an XVIIIvet kantved. Trôet hepken war ar brezel, ez aent a galon laouen da soudarded gant sultaned Konstantinopl a rôe d’ezo, goude o amzer-soudard, douarou ma savent warno kêriadennou. A c’hano an niver a lec’hiou-annezet, anvet e turkeg Arnout-kieuï « Kêr-albaniat », a gaver dre an Durki a-bez.

Stank dreist-holl eo bet enbroïdigez Albaniz er broiou nes d’o meneziou : Hen-Serbia, Makedonia ha Gresia. Goude d’ezi beza bet hanter-slaveget er Grennamzer [3], e voe darbet da C’hresia beza albaneget, dreist-holl p’edo o veva dindan aotrouniez Vrenezia. E derou an XIXvet kantved, e oa deuet an albaneg d’ar yez voazeta e rannvroiou a-bez eus ar C’hres : Elis, Argos, Boiotia, Attika. E dibenn ar c’hantved-se, e nivered c’hoaz en tu-hont da gant mil a albanegerien e Gresia [4]. An Albaniz-se a zo bet, kerkouls hag an diskennidi eus ar meuriadou slaviat helleneget a veve e Morea hag e lec’hiou-all eus ar vro, e-touez ar wella hag ar galoneka tud o deus stourmet evit dieubi ar C’hres diouz yeo an Durked. A youl Doue en em gavfe eun deiz bennak eur skrivagner brezonek evit displega en hor yez an ijin-spered hag an nerz-kalon dispar a ziskouezas Albaniz Hudria, Spezia, Souli, h. a., en o stourmadennou ouz Osmaniz [5].

Bez’ e stagas Albaniz da zic’hlania war Hen-Serbia goude trec’hidigez ar Serbed gant an Durked war stourmaez Kossovo (1389). Evit tec’hout diouz yeo argarzus Muzulmiz, sed e tivrôas ar Serbed a gantmiliadou evit mont da chom en Hungaria. Albaniz a grogas neuze da zegouezout dre hiniennou evit ober o annez war an douarou diberc’henn, hag, a-sil, gant an amzer, ez eas kement war gresk niver o enbroidi m’en em gavas, a-benn an diwez, grounnet a-bep-tu ganto ar Serbed manet er vro. Kalz eus ar re-mañ a zegemeras neuze yez, feiz ha giziou Albaniz evit tec’hout diouz o gwallgaserez. An Durked a oa a-du gant an albanekaat-se eus Hen-Serbia, dre m’edo kengredenneien d’ezo, muzulmiz evelto, an darn-vuia eus Albaniz a zeue da veva er vro [6]. An emfenna-se a badas betek brezel balkaniat 1912-1913. Danvez-studi hoalus diwar e benn a gaver e skridou an dud o deus beajet pe vevet e kevrennou europat an Durki epad an XIXvet kantved [7].

Kadarnded-dreist Albaniz, o c’huriou er stourmadennou o deus renet ouz an Durked, ar roll a bouez o deus c’hoariet en armeadou ar Sultan, an emfennadeg anezo er-maez eus o bro, an holl zarvoudou-se o deus tennet warno evez Europiz e-doug an XIXvet kantved hag e derou an XXvet. Manet emañ kuzet d’eomp, koulskoude, ar pez a zo marteze ar pep souezusa en o istor. Dre-holl en Albania e kaver anoiou slavek, ma tiskouez beza bet Slaved o veva er vro e-pad ar Grenn-amzer. Mar deo gwir kement-se (ne weler ket penaos e c’hellje beza diwir), adc’hounit o bro hag he dislavekaat tamm-ha-tamm o deus bet Albaniz da ober. Bez ’ e tav an Istor war al labour-se a ra enor d’ezo. Nemet koun a zalc’her eus orin slavek an diweza meuriadou albanekaet, dre na sav ket da goz, moarvat, an albanidigez anezo : gouzout a raer e oa gwechall bulgaregerien eus meuriadou El Bassan.

  1. Gant Illiriz e oa tudet en Hen-amzer ar vro veneziek a anvomp bremañ Albania. E dibenn an Hen-amzer, e vije deuet da glask minic’hi er meneziou-se bagadou Thrakiz argaset eus kevrennou reterel ledenez ar Balkaniou gant argadadegou C’hermaned hag ar Slaved.
  2. Pp. 88-90, 97, 99. Diaes eo spisaat da be gerentiad-yezou e taol an albaneg dre ma ’z eo ar pep brasa eus ar geriou e boaz gant ar yez-se amprestadennou nemetken digant al latin, ar gresianeg, ar slaveg hag an turkeg. Bez’ e kaver enni betek geriou persianek hag arabek deuet dre hent an turkeg hag an Islam. Ar vro ma komzer hizio an albaneg a hañval beza bet latinaet e dibenn an Hen-amzer, ha, goude-se, slavekaet e derou ar Grennamzer.
  3. C’hoaz e derou an naontekvet kantved, e oa eleiz a anoiou-lec’hiou slavek dre ar C’hres. Morea, da skouer, an ano a veze graet neuze eus ledenez ar Peloponesos, a oa diwar eur ger slavek o talvezout kement hag « arvor » e brezoneg. Nemet abaoe m’o deus ar C’hresianed adc’hounezet o frankiz, o deus strivet da c’houennat diouz taolenn-douaroniez o bro an holl anoiou slavek, italianek ha turkek a oa en em silet enni. Ar Serbed hag ar Vulgared, diouz o zu, o deus graet kement-all ouz an anoiou-lec’hiou gregach, romanek, germanek ha turkek a gaved en o bro.
  4. Gwelout e levr E. Reclus, l’Europe méridionale, p. 67. ar gartenn niv. 10, merket enni, dre varrennou sounn stank-ha-stank, ar c’hevrennou eus ar C’hres ma veze komzet albaneg e dibenn an XIXvet kantved.
  5. Eun alberz eus buhez ha stad-kevredigez Albaniz a vezo kavet e Demolins, Comment la Route crée le Type social, I, pp. 381-412.
  6. Eun niver meuriadou albaniat, ha, dreist-holl, eun niver eus o renerien o deus en em drôet ouz an Islam dre c’hoant d’o mad kentoc’h eget diwar hoalusted-kredenn, evit gallout kenderc’hel da vrezeli, da breizata ha da aloubi war zigarez kas war-raok ouz ar gristenien ar brezel santel evit an Islam. Temzspered Albaniz, stummet ha m’edo dre gantvedadou brezel ha preizerez, n’oa tamm ebet trôet war an traou a Gredenn. Dister-dra e oa deuet da veza ar feiz evil eur c’halz anezo. Evel ma lavarent : « Men emañ ar C’hleze, emañ ar Gredenn »
  7. G. Lejean, l’Albanie, war Tour du Monde, 1860 ; R. Millet, De Salonique à Belgrade, war Rev. des Deux Mondes, 1888 ; V. Bérard, La Turquie et l’hellénisme contemporain, 1893 ; R. Pinon, La Question de la Macédoine, war Rev. des Deux Mondes, 1907 ; La Question albanaise, id. 1909. H.a. — Ne vezo ket didalvez, moarvat, lakaat da evesaat amañ ez eo italianek a ouenn ano Albania, ha dianav a-grenn da Albaniz. Ober a reont anezo o-unan Chkipetari, ha Chkiperi « ar Roc’helleg » eus o bro kribellaouet-holl a veneziou.