Emfenna Roumaniz
Mar deus arvar a-zivout illiriegez yez Albaniz, n’eus arvar ebet diwar-benn orin latin lavar Roumaniz. E dibenn hen-amzer an istorvez, e oa bet desket al latin gant an holl boblou o veva en darn eus ledenez ar Balkaniou en em astenn eus mor Adria d’ar mor Du, diouz tu an hanternoz d’ar C’hres, hag ac’hano, betek en tu-hont d’an Danao-Izela, er vro anvet Dakia e dibenn an Hen-amzer ha bremañ Roumania (Valakia, Moldavia, Transilvania). Argadadegou ha drastadegou ar C’hermaned, hag enbroïdigez ar Slaved o tont da heul, a lakas latinegez nevez-flamm ar broiou-se en argoll. Darnaouet e voe al latinegerien, gant an dibobladegou hag an enbrôadegou, en eun niver a enezennadou ma ’z eas kalz anezo da get gant ar slavekaat e-doug ar Grenn-amzer.
E derou an XIXvet kantved, ar vrasa enezennad roumanegerien a veze kavet en hanternoz d’an Danao-Izela, er broiou anvet Valakia, Moldavia, Bukovina, Transilvania ha Bessarabia, aet da ober diwezatoc’h (e 1865 hag e 1918) rouantelez Roumania. Er c’hreisteiz d’an Danao, ne vane ken nemet enezennadou dister, a-strew amañ hag ahont en Istria, en Albania, en Akarnania, en Etolia, e Thessalia hag e Makedonia. Roumanegerien ar Pind, anvet Koutzo-Valaked, Zinzared, Valaked Vakedonia, eo ar re niverusa : war-dro 200.000 penn-den. Rumuned (Roumaned) Istria, en enep, a zo anezo eun nebeut miliadou hepken [1]. Niver bras ar roumanegerien e Tessalia er Grenn-amzer a daol testeni d’ezañ an ano a Valakia-Veur a veze rôet d’ar vro-se gant Buzantiz. Gwirheñvel eo e tiskenn kalz eus ar Slaved, tudet ganto bremañ hanternoz ledenez ar Balkaniou, eus Roumaned bet slaveget a-hed ar Grenn-amzer [2]. Ar Roumaned slaveget-se eo o dije ledet e-touez ar Slaved ar marvailhou diwar-benn an impalaer roman Trajanus, deuet da veza ker brudet e-touez ar Serbed hag ar Vulgared ha m’emañ e-touez Roumaniz [3].
Mar deo bet mouget ar roumaneg gant ar slaveg [4] er pep brasa eus ledenez ar Balkaniou, disheñvel a zo c’hoarvezet en hanternoz d’an Danao-Izela, er broiou aet da ober rouantelez Roumania. Eno, al levriou-Istor savet gant Krenn-amzeriz betek an XIIIvet kantved ne gomzont nemet eus Slaved. Slavek ivez e pad da veza betek hizio an darn-vuia eus an anoiou-lec’hiou. Hag aet da get, koulskoude, ar slavegerien ! N’eus ken nemet roumanegerien dre-holl, en tu-hont da bevarzek milion anezo. A belec’h e teuont ? Evit eus ledenez ar Balkaniou n’eo ket, rak ken disheñvel eo yezou roumanek Roumania diouz yezou roumanek ledenez ar Balkaniou ma n’emañ ket eur Roumaniad hag eur C’houtzo-Valak o komz pep-hini e yez evit en em glevout [5]. Bez’ e c’houlakaer e vije orin ar pevarzek milmiliad a roumanegerien o pobla Transilvania, Valakia, Moldavia, Bukovina ha Bessarabia er c’hounideien-douar hag er vesaerien-loened eus Dakia ar Romaned en em repuet er meneziou (Alpou bastarnek Hen-amzeriz, Alpou transilvanek hon-Amzeriz) evit tec’hout rak argadadegou ar Varbared (Germaned, Huned, Slaved, Avared, h. a.). Ac’hano e vijent diskennet davet ar c’hompezennou edus seul wech ma habaskae war an traou. Roumaneget tamm-ha-tamm e vije bet ganto, da heul, Slaved ar vro. Ar roumanega-se, a lakaer er c’hantvedou eus ar Grenn-amzer ma tav an Istor war an darvoudou anezo, a zo bet studiet-piz, e-pad an XIXvet kantved, e Transilvania, er Banat, e kement lec’h ma teue da geja koueriaded eus Roumania ha koueriaded diwar vrôadeleziou-all : Alamaned, Serbed, Bulgared, h. a.
Oberiantoc’h, kerreisoc'h en debri hag en eva, digoroc’h o spered eget tud ar gouennou-all, strujusoc’h o ziegeziou egeto, e rae Roumaniz berz e pep lec’h, hag, o veza ma ne deurvezent ket deski peurliesa yez an dud-all, ar re-mañ an hini eo a zeske ar roumaneg evit en em glevout ganto. Klask a veze, ouspenn-se, gant paotred yaouank ar brôadeleziou-all, war ar Roumanezed en abeg da gened, da hoalusted, ha da veoder-spered ar re-mañ. Hogen, evel m’emañ ar c’hrenn-lavar serbek :
Pa zeu eur Valakez en ti |
Er c’hiz-se, e dibenn an XIXvet kantved, e oa deuet
ar roumaneg da yez voazeta e Banat Temesvar, ha
beza bet tudet gwechall ar banat-se hogos hepken
gant slavegerien hag alamanegerien. Hogos peurroumanekaet
edo Bulgared katolik ar Banat. Ar Serbed,
e meur a garter, ha d’ezo kaout koun c’hoaz eus
o yez, a gomze etrezo ar roumaneg. Betek korn biz
Serbia, etre ar stêriou Danao ha Morava, a oa bet
boulc’het-doun gant ar Valaked galvet gant gouarnamant
Belgrad evit adpobla ar rannvro-se bet hanter-didudet
gant brezel an emzizalc’ha diouz an Durked.
Roumanekaet e oa bet eno ar Serbed manet er vro
a-gêriadennadou a-bez, ma n’oa ken nemet an anoiou-kerentiadou
evit testenia e oa bet gwechall slavegerien
eus tud ar c’hêriadennou-se. Evel ma lavar Elizea
Reclus : « Hag int peoc’hus hag habask, en tu-hont
da ouenn-dud-all er bed ez eo ar Roumaned eur
ouenn aloubus. Galloudekoc’h eget eun armead skraperien-vroiou,
eun drevadennadig labourerien-douar
valak a spleit a-walc’h e meur a lec’h evit trei a-nebeudou
brôadelez pobladou a-bez » [7].
Eno, enta, hon eus skouer eur yez ledet gant koueriaded e-touez koueriaded-all. Beza bet ar stal evel-se abaoe derou ar Grenn-amzer a zo lakaet anat dre studi an elfennadou-yeza aet da ober ar roumaneg. Eun drederenn hepken eus an elfennadou-se a zeu eus latin an Hen-amzer : ar geriou reta, boazieta, izela eo a gaver en drederennad-se. Kollet eo bet gant ar roumaneg holl c’heriou uhel al latin, da lavarout eo ar rummadou anezo a denne d’ar sevenadurez, d’an deskadurez, d’ar stadrenerez, d’ar veradurez-vro, h. a. Pa vez eus ar geriou-se e roumaneg, e teuont eus ar slaveg dreist-holl, pe eus ar magiareg (hungareg), eus an alamaneg, eus ar gresianeg, eus an turkeg. Bez ’ ez eus anezo al lodenn vrasa eus e c’heriadur.
Klota mat a-walc’h a ra kement-se gant an nebeudig a glevomp digant Hen-amzeriz, en o skridou, eus dibenn an Dakia roman en IIIvet kantved goude H. S. Hervezo, an impalaer Aurelianus, dre ma tiskrede e c’hallje pelloc’h difenn ar vro-se ouz argadadegou ar Varbared, a c’halvas en-dro ar gargidi hag ar soudarded a rae enni evitañ, hag hen dilezas da vat. Diouz a zo c’hoarvezet en hevelep plegennou e broiou-all ma anavezomp gwelloc’h an istor anezo, emañ gwirheñvel ez eas kuit, a-gevret gant ar gargidi hag ar soudarded, ar pep brasa eus renkadou uhela ar boblañs, pinvidien ha tud desket. Menel a reas hepken, er vro dilezet, ar re a c’helle gortoz tenna eur mad bennak eus an dilezidigez end-eeun, da lavarout eo ar beorien, an dud a renk izel [8].
Gant an amzer, en em stummas adarre e-touez ar roumanegerien-se eur renkad vlenierien diwar ganadur ar re anezo o doa tizet sevel dreist d’ar re-all dre o finvidigez [9]. Keal a zo a Valaked perc’henned war domaniou bras kerkent hag an XIIIvet kantved. Nemet rouez a-walc’h e vanas bepred an doare-tud-se en o zouez. C’hoaz e derou an XIXvet kantved, edo ar pep brasa eus ar roumanegerien tud a renk izel, hep deskadurez ebet : gounideien-douar, mesaerien-loened, micherourien. Roumaned Transilvania n’o doa ket zoken a ano brôadel boutin d’ezo-holl : en em envel o-unan a raent diouz o micher.
Ret eo bet gortoz betek kreiz an XIXvet kantved a-benn ma tihunas an emskiant vrôadel enno. Neuze eo ivez en em furmas e kêriou Valakia ha Moldavia roumanegerien desket, barzed, romantourien, istorourien, yezourien, h. a. An dud-se a strivas da c’hlanaat o yez dre argas diouti, kement hag e c’hellent ober, ar geriou slavek, alamanek, magiarek, gresianek ha turkek a oa en em silet enni, ha d’he latinaat mui-ouz-mui dre ampresta ar geriou a sevenadurez a vanke d’ezo digant ar yezou bras nevez-latin eus ar C’huzheol, galleg hag italianeg dreist-holl. Da heul al labour-se, roumaneg ar c’hêriou, a oa gwechall kalz trefoetoc’h eget roumaneg ar maeziou, kalz saotretoc’h egetañ gant geriou estren, a zo deuet da veza al latineka eus an daou.
Eun dra ouspenn a dalv beza lavaret amañ. An unanded vras a zo gant roumaneg ar bobl e Valakia, Moldavia, Bessarabia, Bukovina, Transilvania, hag e lodennou roumaneget Hungaria ha Serbia (n’eur ket evit lavarout ez eus rannyezou ennañ e gwirionez) a ziskouez splann hag anat na sav ket da goz en amzer dremenet derou emfennadeg Roumaniz war ar broiou tro-wrar-dro d’o meneziou [10].
- ↑ O. Densusianu, Histoire de la langue roumaine, 1901 ; L. Lamouche, Les Roumains de Macédoine, 1913 ; G. Weigand, Die Aromunen, 1895 ; Romania, 1892. p. 240 ; B. Auerbac’h, Les Races et les Nationalités en Autriche-Hongrie, eil mouladur. 1917, pp. 304-6 ; E. Reclus. Europe méridionale, pp. 183-4, 245-76.
- ↑ Anat eo kement-se evit rummadou diouto evel Morlaked Dalmatia, anvet Karavlassi « Valaked du » gant an Durked. O ano slavek a dalv, war a greder, kement ha « Valaked ar mor, Morvalaked ». Bez’ ez eus anezo unan eus kaera gouennou-tud Europa, E. Reclus. Europe centrale, pp. 248-9.
- ↑ Slaved ar Balkaniou o deus graet eus Trajanus eun doue — ha, da ziweza, dindan levezon ar gristeniez, eun diaoul — ma lakont warnañ a bep seurd trevellou souezus. An hent roman a gase eus Italia da Gonstantinopl a zo bet anvet gant Bulgariz Trojanoiu putu, Trojanski putu, ha, da heul, gant an Durked, Trajan jol « hent Trajan ». Trojanovgrad « Kastell Trajan » a vez graet gant ar Serbed ha gant ar Vulgared eus an dismantrou a-zilerc’h ar c’hreñvlec’hiou hag ar c’heriou savet gant Romaned an Hen-amzer. E Roumania, ret ha ma ’z eo, stankoc’h eo c’hoaz eget er broiou slaveget al lec’hiou anvet diouz ano an impalaer bras. Betek e kreisteiz Rusia, e gouarnamant Kiev, e kaver eur Valu Trojanovu « moger Trajan ». L. Léger. La Mythologie slave, 1901, pp. 124-33.
- ↑ Ha gant ar gresianeg e Thessalia. Diou-yezerien a vez eus an darn-vuia eus ar Goutzo-Valaked. Komz a reont gresianeg ha techet ez int d’en em hellenekaat mui-ouz-mui.
- ↑ Ouspenn ar c’hemmadennou disheñvel c’hoarvezet e stumm ar geriou latin en diou rannyez, bez’ ez eus disheñvelderiou-all o tont eus ar geriou o deus amprestet. Ar Goutzo-Valaked o deus kemeret eleiz a c'heriou digant ar gresianeg. A ouenn hellenek eo en o yez kement ger a denn d’ar gredenn, d’an deskadurez ha d’ar sevenadurez.
- ↑ E. Reclus, Europe méridionale, pp. 269-60 ; Europe centrale, p. 352 (o heulia E. Picot, Les Serbes de Hongrie. Praga, 1873).
- ↑ E. Reclus, Europe méridionale, pp. 224, 287 ; Europe centrale, pp. 351-2.
- ↑ V. Chapot, Le Monde romain, 1927, pp. 129-35,
- ↑ Lïes andon a c’heller lakaat d’ar renkad-vlenierien-se, diouz o anoiou. Tiegeziou-meur Roumania en hon Amzer a zo ganto anoiou roumanek, slavek ha gresianek.
- ↑ A. Hovelacque, La Linguistique, pevare mouladur, p. 337.