Salaun / Derrien, 1902  (p. 57-68)


PEMPED PENNAD
————
Loull ar Bouc’h, persoun intru Plouaret


Distroomp da Loull ar Bouc’h hon euz lezet da ober he reuz e kostez Plouaret. Diez eo kounta ped den en deuz kaset d’ar prizoun ha zoken d’ar maro, eb komz euz ar re a eskine bemdez e pep giz, krisa ma c’helle. Mez eur muzur a zo da bep tra. Skuiza a reaz ganthan, abarz ar fin, ar gatoliked vad hag ar chouanted. Evelato, araok mont da-vad d’ezhan, araok terri outhan he benn, e kuzuillchont anezhan dre ar zoun a zo aman varlerc’h evit lavaret d’ezhan diouall, evit lavaret d’ezhan pegen trubard oa bet e kenver he Zoue, peger kriz e kenver he nesa, hag evit hen alia da zistrei var an hent mad. Bemdez ha bemnoz, bro Plouaret a dregerne gand ar zoun-ze, ha dre ma’z ea Loull ar Bouc’h ne gleve nemet-hi. Goazed ha merc’hed, koz ha iaouank, oll he c’hanent. Ton ar zoun eo ton guerz Lochrist-an-Izelvet, chapel euz a barrez Guinevez-Lochrist, enn eskopti Leon.

Sonjit, Loull ar Bouc’h, mar gellet,
Enn drouk a rit e Plouaret :
Saotri an oll Sakramanchou,
Ha glac’hari an eneou.

Ouc’hpenn m’hoc’h euz kalz diskuliet,
Darn anezho ’zo bet tizet
Dre ar bac’h, ha dre an armou
Pa ne gredent d’ho kentelliou.

Madou darn hoc’h euz kemeret,
Eb koustianz na lealded ;
Ne z’euz men enn ho ti
Ne ra dec’h bemdez kri var gri.

Harluet hoc’h euz, ma mignoun,
Ar veleien hag ar persoun,
Dre vir, a barrez Plouaret
Ar bobl-se a zo ho denvet.

Ne c’hellit gouzaon beleien
A zo katolik ha romen,
Pa na deuont da gaout mad
Ho le hag ho fazi, timad.

Hoc’h Eskop hoc’h euz dilezet
A zo gand ar Pab bet savet,
Nemet intru n’helfac’h bezan
Pa n’emoc’h ket laket ganthan.

Ar Pab hoc’h euz ivez nac’het
Pa hoc’h euz hen dilezet
’Bars an traou a relijion
’Vit heuill lezen an Nasion.

Leret pedennou, mar keret,
’Vit ar Pab n’ho anzavo ket ;
Doue a damall penn-da-benn
Ho pedennou hag ho lezen.

Eur belek er mez an Iliz,
Evel ma oc’h, n’eo ket iskiz,
E kouesfe en devalijen
Pa bella diouc’h ar sklerijen.

Pa n’hoc’h euz na guir na doare
Da veilaat klenved an ene,
Tavit da goll an eneou,
Tavit hoc’h oll saotrerezou.

Eun toullad tud hoc’h euz dallet,
Hag ho zouella a rit bepred ;
Komzou Doue a aloubet
’Vel ma ra ar falz Propheted.

C’houi ’dlefe goulen trugare
Ouc’h an dud hoc’h euz, ep true,
Er mez an Iliz dientchet,
’Vel ma ra ar bleiz d’an denved.

C’houi a neveza ar glaziou
A Jesus-Krist dre ho faziou,
Kel liez ma sakramantet,
Ha ma rit karg belek ebed.

Krenit gand aoun, va mignoun,
Euz ar galeder a galoun ;
Hag o pet spount, evel Judaz,
Ne goufesfac’h en eun diskred vraz.

Kaer ’zo ober, red ’vo mervel
Pa garo Doue hor gervel ;
Pebez anken var ho maro,
Pa velfot skler hoc’h oll guallo !

Doue hoc’h euz krenn dilezet,
Ha c’hoaz Doue n’ho tilez ket ;
Seul vui eo braz he vadelez,
Seul vraz eo ho fallagriez.

Poent eo d’ehoc’h selaou mouez Doue,
Kaout truez ouz hoc’h ene ;
Hoc’h el mad ne dav d’ho kelen,
Da gemer hent ar binijen.

Hogen da genta e ve red
Dilezel iliz Plouaret ;
Goude dislavaret ho le,
Hag ouc’h an oll goul trugare.

Red eo anaout, va mignon,
Augustin hoc’h Eskop guirion,
Augustin [1] Eskop a Dreger
Breman koulz ha pa oa er ger.

Hennez eo ho mestr hag ho tad,
Hennez ho kelenno ervad ;
Neuze e leverfot gand joa
Jacob intru [2] n’hoc’h dign netra.

Ar Pab a Rom ho kemero
Dre Augustin ho kuir Autro ;
Setu aze an hent epken
Dec’h da zeraou ho pinijen.

Galvit ar c’hraz, hag o po-hi
Jesus-Krist ne zinac’h hini,
Pa vez trugarez goulennet
Gand eur galoun guir glac’haret.

Doue a vo ‘vel-se meulet
O kaout an danvad dianket ;
An Iliz a zigemero
Ho pinijen hag ho taelo [3].

Kaer e oue kana he zoun da Loull ar Bouc’h, Loull ne reaz van ebed. N’oa ket evit beza krisoc’h eget n’oa bet betek neuze, rak anez me gred e viche bet.

O velet e rea ar skouarn vouzar, pe marteze, evit lavaret guell, o velet e rea goab euz ar c’hentelliou a ganet d’ezhan, Andre ar Ponthou, an hini a ioa e penn ar chouanted er c’horn-ze euz ar vro, a gemennaz d’he oll-dud en em gaout, eun nosvez, e koat Tonkedek, e tu ar zao-heol, el leac’h ma’z euz eur vengleuz hag a ia doun azindan an douar. Eno e komzaz evelhen ouc’h he dud :

— Goazed, oll hor beuz kuiteat hon tud hag hor bro evit difenn e pep leac’h guiriou Doue ha guiriou ar Roue a enep an dud dizakret, n’euz fors a beleac’h int, n’euz fors da beleac’h o deuz c’hoant da vont. Harluet gant kement den fall a zo er vro, n’hor beuz da rei digemer ha bara d’eomp nemed an dud vad, an dud a gar Doue hag ar Roue, tud hag an disterra diskuill pe flatrerez a zo avoualac’h evit lakaat ar republikaned da varn d’ar maro. An dud vad ha karantezuz-se a en em laka ive ’ta e riskl euz ho buez en eur astenn d’eomp ho dourn. Daoust ha ni, e koustianz, dirag Doue, ha ne ket red d’eomp difenn an dud vad-se a enep pep drouk, a enep pep den, nag e rankfemp evit-se en em lakaat var var da goll hon-unan hor buez ? Lavarit dign.

— Eo, mestr, mad a livirit ; ha pep hini ac’hanomp ne c’houlenn ket a vell eget c’hoari eun taol ouc’h an dud fall, evit difenn ar re a zo a du ganeomp. Roit d’eomp ho hano, livirit eur ger, ha ni a zo var eeun enn hent ; hag abarz varc’hoaz vintin ma n’emaint ket re hir ac’halenn, o devezo rentet da Zoue kount euz ho goall oberou.

— N’eomp ket re vuan, ha ne varnomp ket re a dud enn eun taol. Pa hor bezo skoet unan, marteze ar re-all a gemero aoun hag hor lezo e peoc’h. Mez, evit ober se, eo red d’eomp skei var ar goasa, var an hini a ra muia droug da dud vad ar vro, n’euz fors piou eo na pegen huel e ve he gark.

— Piou a gaf d’ehoc’h eo an hini en deuz great ar muia droug d’ar gristenien vad en tu-man euz ar vro ?

— Piou, eme an oll a-unan ? Piou ? Ne ket diez gouzout : Loull ar Bouc’h ’ta, persoun intru Plouaret. Hennez ne ehan na noz na deiz da harlui ac’hanomp, ni ha kement a zo a du ganeomp. Ped n’en deuz ket dija kaset d’ar prizoun ha d’ar maro ? Kounaret eo varlerc’h an dud a gar c’hoaz ho Doue, evel pa ve tan an ifern o virvi enn he galoun.

— Me gaf dign e komzit mad ; hag, en eur gomz d’ehoc’h evel m’her grean, va mennoz a ioa ive var Loull ar Bouc’h. Ne gaf ket dign e ve goasoc’h er vro.

— Nann, nann ; n’euz ket dre ar vro krisoc’h eget Loull ar Bouc’h, persoun intru Plouaret. D’ar maro, Loull ar Bouc’h, ma c’hello tud ar vro kousket dinec’h enn ho guele !

— Neuze ’ta, dirag Doue, ho tourn var ho koustianz, e kaf d’ehoc’h eo red d’eomp lakaat Loull ar Bouc’h d’ar maro ?

— Ia, ia, tremen mall eo ; ha pell a zo emaomp o c’houlen an eil digant egile perag ne deue ket d’eomp, a berz hor mestr, an urz da gas eur vouled ploumm pe ziou da bounneraat penn Loull ar Bouc’h.

— Neuze ’ta e kaf d’ehoc’h eo dibec’h d’eomp lakaat Loull ar Bouc’h d’ar maro ?

— Ia, ia, rak ma n’her lakeomp ket d’ar maro, hen hor lakaio-ni, ni hag hon tud, rak n’euz ket da gounta var vellaat ennhan ; alies avoualac’h eo bet kentelliet, ha guelloc’h eo beza kiger eget beza leue.

— Mad, neuze Loull ar Bouc’h a zo barnet d’ar maro. Me gred eo avoualac’h seiz ac’hanomp evit ober an taol-ze, rak n’euz ket breman a zoudardet e Plouaret, na den er vro hag a virfe ouzomp da ober hon taol, rak re aounik eo ar re a zo a du gand ar persoun intru. Mont a reomp da denna d’ar zort, hag ar seiz numero izella a vezo barnet, a berz an oll, da vont varc’hoaz da noz da gas Loull ar Bouc’h d’ar bed-all da lavaret d’an Aoutrou Doue an drouk en deuz great var an douar.

Tennet e oue, hag, enn noz varlerc’h, ar seiz a ioa digouezet gantho a en em gave e bourg Plouaret etre unnek heur hag hanter-noz.

Evit kaout easoc’h ha didrousoc’h digor e ti Loull ar Bouc’h, ec’h ejont da glask he zakrist evit mont gantho da skei var an nor ha da c’hervel ar persoun. Ne ket o diviche aoun, mez n’o doa ket a c’hoant da spounta, dre an trouz, tud Plouaret a veze aliez avoualac’h dihunet, e kreiz ho c’housk, gand iouc’herez kanfarted ar persoun intru pa deuent euz ho zroiou-noz, paket gantho eur belek pe eun den mad-all bennag.

Anaout mad a reant ar vro ha gouzout a reant e peleac’h edo ar zakrist o chomm. Skei a rejont var an nor ha ker buan ar zakrist, en eur denna he benn er meaz euz he vele, a c’houlennaz :

— Piou a zo aze o c’houlen digor ?

— Tud hag o deuz izoum braz da gomz eur gerik ouzoc’h, ha dioc’h-tu zoken, rak n’hellont ket dale.

— Me a zao raktal, eme ar zakrist, gedet eur pennadig bian.

Kerkent e oue klevet stalaf ar guele o tigeri en eur strakal hag ar zakrist oc’h ober eul lamm ploumm var ar bank.

Epad m’edo o votouna he vragez buanna ma c’helle, e krie :

— Kemerit hoc’h amzer eur pennadig bian, me a ia da zigeri an nor d’ehoc’h dioc’h-tu.

Sonjal a rea d’ezhan, an den digaloun, oa deuet tud, ken digaloun hag hen, d’her c’hlask evit mont gantho da ziskleria da Loull ar Bouc’h e peleac’h oa eur beleg bennak kuzet, hag er c’his-se da gaout he lod er pez a viche gellet da gemeret ha da laerez.

P’en d’oue digoret an nor, ar zakrist a jommaz sebezet o klevet trouz ar fuziIlou hag ar c’hlezeier a oje hag a stoke ouc’h divesker ar zoudardet. Ne oue ket lezet pell e beac’h ; mestr ar chouanted, a vouez rok, a lavaraz d’ezhan :

— Sakrist, hast buan, alumm goulou, ma kaozeimp eun tammik.

Ar zakrist a jomme evel sounnet ; he vugale, dre guerzidi dor ho gueleou, a zelle gant spount ouc’h ar chouanted a lugerne ho armou gand an tamm sklerijenn a deue dre ar prenestr.

— Ac’hanta, maro oud, eme ar chouant, en eur gregi gand he zourn kleiz enn he chouk, hag en eur denna he gleze gand he zourn deou.

— Eo, eo, mont, a ran da alumi ar goulou ; na rit droug ebed dign, me a zo eun den mad, am euz greg ha bugale.

Kerkent ha ma oue alumet ar goulou, penn eur vaouez a deuaz er meaz euz ar guele en eur grial var ar zakrist :

— Ac’hanta, lounker, sac’h ar guin, n’am boa-me ket lavaret did e reaz fall, e taonez da ene o tarempred Loull ar Bouc’h hag he ganfarted ? N’am boa-me ket lavaret did e teuche Doue, abred pe zivezad, da skuiza ganez, hag e rankchez, eun dervez bennag, renta kount euz da vuez diroll ? Mez ne zelaouez ket ac’hanon ; guell e kavez mont gand Loull ar Bouc’h hag he dud dizakret, rak ar re-ze a roe banneou, ne ket ’ta ? Ha te, ne c’houlennez ket a vell eget beza atao o kluka banneou. Petra rign-me var da lerc’h gand va fevar minorik ?

Goude an tamm sermoun-ze d’he goaz, e tistroaz ouc’h ar chouanted :

— C’houi a zo tud vad, her gouzout a ran, rak c’houi a zo o tifenn guiriou Doue hag oc’h ober brezel d’an dud fall. Oh ! enn hano Doue, espernit va fried ! Ne ket ker fall ha ma c’helfe sonjal d’ehoc’h. He vanneik a gaf mad, ha setu perag eo troet e kostez Loull ar Bouc’h a ro d’ezhan da eva kement ha ma kar, rag ar banneou-ze ne goustont netra ; ha pa ne vez ken ez eer da gerc’hat d’al leac’h ma’z euz. Mez pa vefe divar an dour, n’euz ket guelloc’h kristen egethan, rak neuze e lavar he bedennou ganen-me ha gand va bugale, evel ma oa ar c’hiz da ober araok ma oa deuet ar persoun intru da ober kement a freuz dre ar vro. Guelit va bugaligou o sellet ouzoc’h euz ho guele, aoun o deuz na zafe ho zad ganeoc’h. Oh ! enn hano Doue ar gristenien, na d-it ket da ober pevar minorik anezho.

— Bezet dinec’h, grek, eme ar chouant. Ni a oar piou eo ar penn-kaoz euz a gement drouk a ea em gaf dre ar vro gand an dud vad ; gouzout a reomp eo Loull ar Bouc’h eo.

— Ia, ia, eme ar c’hrek paour oc’h esa dizamma he fried ; hennez eo ar penn-kaoz euz an oll fallagriez a c’hoarvez e Plouaret.

— Abalamour da ze ive eo ar pez fall-ze ebken eo hor beuz c’hoant da gas er meaz euz hor bro. Poent eo d’ezhan mont da renta he gount da Zoue ; barr eo ar muzul euz he bec’hejou... skuilla a ra...

Deuet omp d’ho ti da gerc’hat ho pried da vont ganeomp da gear Loull ar Bouc’h ; n’en devezo netra da ober nemed her gervel ; Loull a anavez mouez he zakrist hag a zigoro d’ezhan an nor. Ne c’houlennomp nemed an dra-ze outhan ; ni a raio hon dever goude-ze. Na d-it ket da gredi evelato hor befe-ni aoun ; nann, mez n’hon euz ket a c’hoant da spounta tud Plouaret en eur rei he gount d’ar persoun intru.

— Oh! me c’houie ervad, eme ar c’hrek, oac’h kristenien vad ha n’ho piche ket great eun intanvez ac’hanon, gand pevar minor var va divreac’h. Bennoz Doue d’ehoc’h, ha skoit stard var Loull ar Bouc’h evit na zaotro ken na Plouaret na leac’h-all ebed.

Hag en eur zistrei ouc’h he goaz a jomme evel sebezet e kreiz an ti :

— Ac’hanta, aze e chommi breman ? Guelet a rez peger mad ha peger karantezuz eo an dud-man enn da genver. Alo, bale alese gantho ha diouall ne rafes ket mad da gevridi.

— Ia, poent eo d’eomp mont, eme ar chouanted, rak an noz a ia araok, ha c’hoant hon euz e ve great an taol abarz ma teui an deiz.

Ar zakrist a iea euz he di, goular an tamm anezhan : ne d-ea ket a galoun vad varzu ti Loull ar Bouc’h. P’edo o vont er meaz euz a borz he gear, e lavaraz d’ar chouanted :

— Deomp dre aman, mar kirit, ha ne vizimp guelet gand den. Me, evit mont da di ar persoun nevez, am euz great eur venojenn dre an daou bark a zo aman, rak lavaret a rea dign n’oa ket ar boan diskouez da zen e veze ken aliez kuzul etre me hag hen.

Perak e komze ar zakrist er c’his-ze, ne oufen ket evit her lavaret. Me gaf dign e komze evelse abalamour ma ne c’houie ket kals petra a rea. Da viana, ober a reaz vad d’ar chouanted, rag berroc’h oa dre eno eget dre an hent, hag en eur vont dre eno ne zihunent den ebed pa’z e guir ne d’eant abiou ti ebed, hag, en eur ziskenn divar gleuz an eil park, n’o doa da dreuzi nemed an hent braz evit beza var eeun dirak ti Loull ar Bouc’h.

Araok diskenn enn hent braz, mestr ar chouanted a lakeaz he zourn var skoaz ar zakrist hag a lavaraz d’ezhan :

— Breman n’ec’h euz nemed eun dra da ober, skei var an nor ha lavaret da Loull ar Bouc’h rei digor d’eomp.

— Ia, mez Loull ar Bouc’h ne zigoro ket he zor evit kaojou. Red e vezo dign lavaret hoc’h deuet da zigas d’ezhan eur belek tizet ganeoc’h enn eun ti bennag el leac’h m’hen dalc’het e kuz ; neuze marteze e tigoro, ha c’hoaz ne ouzounn dare, rak aounik eo an tamm anezhan, ha morailled mad e vez an doriou var he gein epad an noz.

— N’euz forz ; ne fell ket d’eomp a lavarfez geier, rak ar gaou a zisplij da Zoue ; ha geier braz e ve lavaret d’ezhan emaomp-ni oc’h harlui beleien, ni hag a zo ouc’h ho difenn.

— Mad, lavaret d’ezhan hoc’h deuet d’her c’hlask da vont da velet tud klan, ne dal ket ar boan da viana ken nebeut, rag guelloc’h e kaf lezer dek den klan da vervel enn ho fec’hed eget sevel, eur veach ebken, enn noz, euz he vele, da gas d’ezho ho zakramanchou.

— Alo ! alo ! ar berra eo ober evelhen : te a skoio var an nor, evel ma’z out boaz d’hen ober, hag a lavaro d’ezhan ez euz ganez tud hag o deuz c’hoant da lavaret eur ger outhan.

— Ne gredan ket e tigorfe, evit klevet kement-se, guell e kavan her lavaret d’ehoc’h araog, gand aoun ne deufac’h goude-ze da gaout abek ennoun, ma ne zigor ket.

— Ma ne zigor ket ni a zivarc’ho an nor, hag a lammo enn eun taol enn ti. Diskennomp enn hent ha deomp var eeun da gaout an nor.

En em gavet e tal an nor, ar zakrist a skoaz varnhi tri daol seac’h gant kil he zourn ; ar chouanted a jomme eb tenna ho alan da zelaou ; netra ne finve enn ti.

Ar zakrist a skoaz tri daol-all er memez tra, nemed oant startoc’h ; hag atao Loull ar Bouc’h a jomme sioul enn he vele.

— E fesoun, eme eur chouant goustadik, eo kousket c’houek.

— Na rit van ebed c’hoaz, eme ar zakrist, ken n’am bezo skoet an navet taol. Ni a zo en em glevet er c’his-se gand aoun rag an dud trubard. Ken n’am bezo skoet an navet taol ha lavaret eur gomz, Loull ar Bouc’h ne lakaio ket he fri er prenestr.

— Ma laka he fri er prenestr, eme unan euz ar chouanted, va zenn fuzil-me her lakaio d’hen tenna ganthan, var he giz, buanoc’h eget n’en devezo c’hoant, ha ne gredan ket en defe a c’houdevez izoum da denna ar mec’hi anezhan ken.

Ar chouanted a vousc’hoarzaz goustadig o klevet ho c’hamarad oc’h ober brabanserez.

Ar zakrist a skoaz he dri daol diveza, hag, eur pennadig goude, o sevel he benn varzu ar gampr kreiz, e kriaz :

— Aoutrou persoun, den a zoujanz Doue hag a urz vad, digorit dor ho ti d’ho sakrist en deuz izoum da gomz ouzoc’h !

Den na finv, ha ne glever trouz ebed dre an ti.

Ar zakrist a zao he vouez evit an eil gueach :

— Klevet a rit ac’hanoun, Aoutrou persoun ? N’ho pezed aoun ebed, me eo ho sakrist, ha me a c’half ac’hanoc’h !

Kaer en doa ar zakrist skei var an nor ha gervel, den ne respounte anezhan. Aounig evel an dud a zo sammet ho c’houstianz a viltansou hag a dorfejou, Loull ar Bouc’h a ioa prennet mad an doriou enn dro d’ezhan, ha c’hoaz ne gouske nemed eul lagad digor. Klevet mad a rea he zakrist, mez kaout a rea d’ezhan e krene he vouez ouc’h her gervel. Hag, evit guir, ar zakrist n’oa ket deuet c’hoaz mad avoualac’h ennhan e-unan hag a jomme he c’her e dor toull he c’houzouk. Ar chouanted n’o doa ket taolet a evez ouc’h an dra-ze, mez Loull ar Bouc’h ne oue ket pell oc’h anaout oa eun dra-bennag a nevez, ha ne dea ket an traou evel kustum. Sevel a reaz sioulig euz he vele, enn he roched, diarc’henn, diskabel ; dont a reaz da gaout ar prenestr, hag en eur astenn he c’houzoug a-rez, a-hed ar voger, evit miret da veza guelet, e reaz eur zell enn hent. Gant eun taol-lagad, daoust d’an noz, e velaz o lugerni, e kreiz an devalijenn, fuziliou ha baionnettezou ar chouanted. Spountet, kollet he benn, Loull ar Bouc’h a zic’haloup euz he gampr d’an traon. Diou zor a zo var an ti, unan a bep tu, mez n’eman ket an alc’houez ganthan, enn he gampr eo chommet. Var ar gegin euz eur prenestr hag a sko var ar porz a ziadre, Loull hen digor buanna ma c’hell, lammet a ra er meaz euz he di, mont a ra var eeun, ha d’ar red, d’en em guzet en eur c’hraou-moc’h, a zo er porz dirak an ti, el leac’h ma’z oa tri borc’hell o larda.

Loull ar Bouc’h ne oue ket pell evit sevel euz he vele hag evit en em guzet gand ar moc’h e touez ho zeil. Ar chouanted a ioa atao e tal an nor var c’hed euz a eun dra-bennag. Skuiza a rejont evelato a benn eur pennad, hag ho mestr a bakas-krok stard er zakrist en eur lavaret d’ezhan :

— Pini euz ar re-man eo prenestr kampr Loull ar Bouc’h ?

— Ar prenestr kreiz eo ; er gampr-se e vez bep noz o loja, ha, nemed eat e ve kuit, aze eman adarre en noz-man.

— Goazed, eme ar mestr d’he dud, tan dre ar prenestr er gampr-se !

Ker buan seiz tenn fuzil a oue klevet o tregerni dre vourk Plouaret, ha seiz tenn-all dembrest goude ; hag an ekleo, a-hed ar ganienn, a gase an trouz, e kreiz sioulder an noz, d’ar C’hoz-Marc’had ha d’ar geriadou-all a dro-var-dro. Ar guer var ar prenestr a ioa torret, ar barrennou koat ennhan a ioa frigaset ; peb a c’houeac’h tenn a loskaz enn ti ar chouanted o klask tizout Loull ar Bouc’h enn he gampr, pa n’oant ket evit hen digas er meaz.

Hag ar merk euz an tennou-ze a zo c’hoaz e treust ar gampr kreiz, ma ne ket bet, n’euz ket pell, nevezet an ti m’edo ar persoun intru o chomm ennhan.

Neuze ar mestr a lavaraz d’he dud :

— Avoualac’h hon euz tennet evelse ; divarc’homp breman an nor, ha deomp enn ti da velet ha ni a gavo ar persoun intru, beo pe varo.

Ne oue ket pell an nor evit beza divarc’het. Ar seiz chouant a lammaz enn ti, baionnettez ho fuzil araok evit toulgofa an hini en diche eseat enebi. An avel, en eur zont enn ti dre an nor digoret gand ar chouanted, a zerraz ar prenestr ma oa eat Loull ar Bouc’h dreizhan er porz. An trouz a reat a viraz da glevet an daou stalaf o vont a daol, ho daou, an eil da gaout egile, hag er c’his-se, pa oue alumet goulou, e voue kavet serret an nor hag ar prenestrou a du ar porz a-ziadre, ha dre-ze e tlie Loull ar Bouc’h beza enn he di mar doa bet, enn nos-se, o loja enn he gear.

— Breman, goazed, eme ar mestr, daou ac’hanoc’h a jommo aman d’an traon ; n’euz fors petra ziskenno, loan pe zen, rak tud an ti-man a c’hell en em viska e meur a c’hiz, loan pe zen, daou denn d’ezhan raktal ma ne jomm ket a za, ker buan ha m’ho pezo lavaret d’ezhan ; ha diouallit ne zentfac’h ket ouc’h va urz. Ni hor pemp hag ar zakrist a ia da ober ar furch dre an ti.

Furcha a rejont, evit guir, an eil kampr hag eben, ar c’halatrez kerkouls hag ar c’hao, an armeliou kerkouls hag ar gueleou, mez ne gafchont den. Ar zakrist he-unan a jomme sebezet, rak Loull ar Bouc’h ne garie ket galoupat en noz, na mont da loja d’al leac’h-all. Kaer a oue ive ’ta klask, ne oue kavet persoun intru ebed, ha red e oue chomm ebd’han pa n’her c’havet ket.

Lavaret d’ehoc’h peger glac’haret oue ar chouanted da veza eat abiou d’ho zaol, ne ket eaz. Kounnari a reant... Hag ouc’hpenn-se, petra lavaro Andre ar Ponthou o klevet o devezo great eun dro venn, p’edo an oll var c’hed euz a varo Loull ar Bouc’h ? En em jala a reant an eil hag egile en eur skrabat ho fenn ; ne c’houient petra da oder pa lavaraz unan anezho, evit dizamma, me gred, kaloun he gamaraded :

— Hon dever hon euz great ; klasket hon euz Loull ar Bouc’h, deuet omp d’he di, ennhan emaomp : piou ive ’ta goude-ze a glemmo ac’hanomp ? Piou a lavaro hon euz bet aoun rak republikaned ? Me gaf dign, el leac’h chomm aman evel seiz peul koat da zellet an eil ouc’h egile, e rafemp guell, araok mont kuit, ober peb a goan vad divar goust ar persoun intru. En eur furcha an ti, me am euz kavet kik ha bara, hag er c’hao em euz gouelet guin muioc’h eget na c’hellimp da eva ha da gas ganeomp da goat Tonkedek da ranna gant hor c’hamaraded.

— Ia, ia, eme ar zakrist, guell eo d’ehoc’h ober se ; me a zervicho ac’hanoc’h hag a roio d’ehoc’h ar pez a zo a vella enn ti, rag me a oar e peleac’h e lakea an Aoutrou persoun he vin mad.

Ha lagad ar zakrist a verve enn he benn, rag gouzout a rea en diviche he lod da eva euz ar guin.

— Mad, kouls eo d’eomp ’ta neuze dibri peb a damm hag eva peb a vanne, eme ar mestr. Alo ! tan, ha tan braz enn oaled ma vezo poazet ar c’hik. Te, sakrist, kea d’ar c’hao, ha, pa c’houzout an doare, digaz d’eomp ar pez a zo a vella.

Kerkent pep hini a ia da ober ar pez a zo gourc’hemennet d’ezhan ; unan a ioa o pura ar podou, eun all o sec’ha ar plajou, eun all o rinsa an aoled ; eun all a ieaz da gerc’hat koat d’ar bern keuneud a ioa en tu-all d’ar porz a-ziadre, e kichenn ar c’hraou moc’h ; ar zakrist, skan he c’har, a iea d’ar c’hao, hag a deue ganthan, peb tro, eur vriad boutaillajou guin koz. Koan ne zaleaz ket da veza dare. Debret e oue didrouz avoualac’h, rak ar chouanted n’oa ket eaz ho fenn da veza eat abiou d’ho den. Ar zakrist ebken, eur veach enn amzer, goude beza evet eur banne, a gounte eur farz bennag divar-benn he bersoun, mez ar re-all a jomme mud. Araok an deiz e tistrojont da goat Tonkedek da gounta an dro fall o doa great. Chomm a rea c’hoaz boutaillajou guin da eva ; ar zakrist a zelle outho a gorn ; keuz en doa o vont kuit dioutho, mez evelato ne gredaz ket chomm enn ti varlerc’h ar chouanted, hag e tistroaz d’ar gear p’edo ar re-man o vont kuit.

————
  1. Augustin oa an Aoutrou Le Mintier, eskop Treger, en doa renket kemeret an teac’h, ha mont da Vro-Zaoz.
  2. Jakob oa hano an eskop hanvet e Sant-Briek gant tud ar c’houarnamant diroll.
  3. Ar Feiz hag ar Vro !