Salaun / Derrien, 1902  (p. 165-175)



EIL LODENN


————


SEITEKVET PENNAD


————
Trelaouenan. — Koajou Kermenguy


Evel am euz lavaret d’eoc’h, eur guchenn vad ac’hanomp a ioa eat da ambrouk Canclaux betek Kermoruz, e kichen Kastel. En em gavet eno, an Aoutrou de Kerbalanek a lavaraz oa guelloc’h d’eomp dont enn dro gand aoun na viche deuet, euz a Vontroulez, soudarded da Ganclaux, evel a ioa deuet euz a Lesneven, rak neuze e viche eaz d’ezhan ober an dro d’eomp, kelc’ha ac’hanomp, trec’hi ac’hanomp hag hor laza-oll enn eun taol.

Dont a rejomp ive-ta enn dro dre an hent braz, oc’h en em ziouall evelato hag o sellet piz enn dro d’eomp. P’en em gafchomp e Kergidu, oa sioul an traou, ne dregerne ken an draonienn gand ar iouc’herez, an tennou fuzil hag an tennou kanol ; n’oa den var vale e neb leac’h ; ne velet nemet guez dibennet, kleuziou freuzet, parkeier turriet evel pa viche bet e pep hini kant penn-moc’h gouez oc’h ober ho ebad. Var an hent braz oa aridennadou ruz a deue euz an neac’h d’an traon, great gand goad ar re euz an daou du a ioa kouezet enn emgann. Den na c’helle lavaret : Heman eo goad ar c’houeriad, heman eo goad ar zoudard...

Ar guel euz an traou-ze a c’hlac’hare hor c’haloun, ha ne zalejomp ket pell el leac’h m’oamp en em gannet ker kalounek dioc’h ar mintin. Diskenn a rechomp d’an traon hep sonjal hor boa freuzet ar pount er penn kenta euz an emgann. N’hor boe ket a geuz, rak Canclaux en doa lezet unan euz he girri da ober pount e Kergidu ; e fesoun, n’en doa ket bet a amzer d’her c’has ganthan. Ni a ieaz dreisthan enn tu-all, ha goude-ze a grogaz enn he limonou hag hen stlapaz er ganol, evit miret ouc’h Canclaux da zont dre an hent braz ma teuche c’hoant d’ezhan da zont var hor lerc’h.

Distrei a rechomp neuze divar an hent braz evit mont da vourk Trelaouenan. Eno oa an oll glac’haret, rak an oll a c’houie hon doa kollet e Kergidu. Clederiz ha Plouescadiz a ioa eat d’ar gear dre an hent-se. Hon-unan oa du hor penn ha laosk an tamm ac’hanomp. O velet kement-se, an Aoutrou de Kerbalanek hor galvaz-oll, hon destumaz enn dro d’ezhan, hag a lavaraz d’eomp :

— Guelet a ran var ho penn eun ear nec’het ; koulskoude ne ket kaloun a vank d’eoc’h, hen diskouez oc’h euz great abaoue an derveziou-man ; eun dra epken a vank d’eoc’h : hini ac’hanoc’h marteze n’en deuz sonjet n’oc’h euz debret tamm abaoue deac’h da noz, ha koulskoude oc’h en em gannet evel goazed a benn hag a galoun. Petra fell d’eoc’h ? Korf an den ne ket evit harpa aliez keit hag he ioul ; izomm oc’h euz, kerkouls ha me, hen anzao a ran hep mez evidoun, euz a eun tamm-bennag d’en em grenvaat. Ha mar deuz unan-bennag e bourk Trelaouenan hag en defe eun tamm bara da rei d’eomp da zibri, e rafe eur vad vraz d’eomp oll.

Kerkent ha m’oue klevet kement-se, an oll en em hastaz da lavaret :

— Deut du-man, deuit du-man, hag ho pezo da zibri ha da efa kement ha ma karfot.

Ha peb hini a groge e tri, pevar, pemp ha c’hueac’h ac’hanomp evit hor c’has gant-han d’he di.

O velet ac’hanomp oll o vont enn tiez, an Aoutrou de Kerbalanek a lavaraz d’eomp :

— Goazed, gouzout a rit hon euz ambrouget Canclaux betek Kastel ; mez mar deuz deuet d’ezhan soudarded-all a Vontroulez, e tigaso anezho var hor lerc’h ; ha ma tigouezont varnomp aman epad ma vezimp oll o tibri enn tiez, hor lazint-oll ive hep ma c’hellimp en em zifenn. Me garfe e chomfe an drederen ac’hanomp da zibri ho zamm aman var an hent, ha ma tigouez soudarded Canclaux varnomp, e vezint avoualac’h evit en em zifenn eur pennad, da c’hedal ma vezo ar re-all deuet d’ho zikour.

— Ia, ia, mad ha guir a livirit, Aoutrou de Kerbalanek, eme an oll. N’oc’h euz nemed henvel ar re a gerfot, oll e chomimp a galoun vad.

— Mad, neuze me a jomo va-unan var an hent gand paotred Plouvorn, tud va bro, ha re Guikourvest. Ar re-all a c’hell mont enn tiez da zibri ha da ehana.

Kerkent al loden vrasa ac’hanomp a ieaz gand tud Trelaouenan d’ho ziez : d’an Aoutrou de Kerbalanek ha d’ar re a ioa chomet ganthan, e oue digaset da zibri ha da efa kement ha ma karient.

Nag e oue debret c’houek an tamm bara-ze ! Nag e oue kavet mad ! Bennoz Doue da dud Trelaouenan da veza bet ker kalounek ha ker mad enn hor c’henver ! Ho zamm bara en doa digaset buez ennomp.

E miz meurs e teu buan an noz. Erru oa an abardavez ha mall oa d’eomp klask hol lojeiz enn tu pe du. N’oamp ket evit chom e bourk Trelaouenan, rak re dost edomp da Gastel ha da Gergidu, ha n’oamp ket breman avoualac’h a dud evit herzel ouc’h Canclaux hag he zoudarded. Da beleac’h ez aimp-ta ?

An Aoutrou de Kerbalanek, goude m’oa achu hor pred ganeomp, hor galvaz oll enn dro d’ezhan hag a lavaraz d’eomp en eur c’hoarzin :

— Alo, paotred, peger buan e sao an tamm bara an den var he dreid ! Bremaik edoc’h o vont da goueza var ho penn, ha breman eman adarre an tan enn ho lagad. Guell a-ze, rak emgann Kergidu, mar d’eo bet ar c’henta, ne vezo ket an diveza, da viana evidon-me.

— Nag evidomp-ni ken nebeut, eme an oll.

— Nag evidoc’houi ! Tridal a ra va c’haloun ouc’h ho klevet. Lakeat oc’h euz ive ’ta mad ha stard enn ho penn difenn betek ar maro ho Toue, ho relijion, ho roue hag ho pro ?

— Ia, ia, Aoutrou de Kerbalanek, betek hon huanad diveza. Fisiout varnomp a c’hellit, ha n’hon euz ken mall nemed da skei adarre var soudarded ar republik.

— Vad a ra d’am c’haloun ho klevet, mez setu aman eun dra. Varc’hoaz hag en dervesiou varlerc’h, Canclaux a guzo soudarded ha tud euz he berz e pep parrez hag e pep ti euz pep parrez, marteze da c’houlen hanoiou ar goazed.

Ma ne vezit ket er gear p’en em gavo den Canclaux, e vezo lavaret edoc’h e Kergidu hag e vioc’h barnet d’ar maro, me gred. Guelloc’h, a gaf dign, eo mont d’ar gear, d’an nebeuta d’ar re a zo dimezet, ha d’ar re-all a zo muia izomm anezho. Pa vezo red, me ho kalvo adarre.

— Ha c’houi, petra a reot ?

— Me a jomo e kuz aman hag ahount, el leac’h ma kavo dign e vezo an easa koueza var Ganclaux hag he zoudarded.

— Ni a raio eveldoc’h, eme eur vandenn dud iaouank.

— Ne fell ket dign oc’h alia re, rak gouzout a ran e vezo poan. Aliesoc’h marteze e rankimp kousket er meaz, etouez al lann, eget enn eun ti, etre diou linser.

— N’euz fors, ni a jomo ganeoc’h, a en em ganno ganeoc’h betek ar maro.

— Ne zalc’hign ganen nemed ar re a zo galvet da vont da Gastel d’an tenna d’ar zort, hag ar re a zo bloaz pe zaou iaouankoc’h, rak ar re-ze, ma ne jomont ket ganen-me, a vezo kaset a bell bro da veza soudarded d’ar republik, ha da ober el leac’h-all ar pez a rank ar zoudarded ober dre aman, enn despet da zarn anezho marteze.

— Bikenn ! bikenn, ne daimp da zoudarded ar republik.

— Nann, n’oc’h euz ket a c’hoant da vont e mesk tud hag a ra kement a draou fall ; abalamour da-ze e talc’han ac’hanoc’h ganen, mez ne jomo nemedoc’h ; ar re-all a alian da zistrei fenoz pep hini d’he gear.

— Ni a jomo ive, ni a jomo ive.

— Nann, ne fell ket dign, abalamour m’euz lod ac’hanoc’h dimezet ha m’euz izomm er gear euz a lod-all evit gounit eun tamm bara d’ho zadou ha d’ho mammou. Hag ouc’hpenn-ze, penaoz e c’hellfenn-me beva kement-all a dud ? Nann, nann, bezit sentuz, goazed ; va c’hredi a c’hellit, ne espernign ket ac’hanoc’h pa vezo red. Daoust hag er mintin-man n’em euz ket lavaret d’eoc’h lammet var soudarded Canclaux ? Koulskoude e c’hellac’h beza lazet ; ha meur a hini, siouaz ! a zo chomet var an dachenn. N’em euz ket bet a druez ouzoc’h pa ranket en em ganna, ar memez tra a rign adarre pa vezo red.

— Mad, diez e kavomp ho kuitaat.

— Soublit ho penn, ha sentit ouzign.

— Ha c’houi, da beleac’h ez eot ?

— Setu aman petra m’euz sonjet : red eo d’eomp klask golo enn eur vro vad, e kreiz an dud a zo a du ganeomp, evit ma vezo easoc’h d’eomp kaout eun tamm boued ha klevet kelou euz a zoudarded ar republik. Me gaf dign al leac’h braoa evidomp, eo koajou Kermenguy. Eno e vezimp etre Plougoulm, Sibiril, Cleder, Plouescat, Guinevez, Sant-Nouga, Guitevede ha Plouvorn. Ma ne c’helleur ket dont euz a eun tu d’hor c’haout e teuor, me gred, euz a eun tu-all, hag, er c’hiz-se, hor bezo bevanz ha keleier. An Aoutrou de Kermenguy goz n’eman ket er gear, evit guir, rak, evel a c’houzoc’h, ranket en deuz tec’het da Vro-Zaoz, abalamour m’en deuz roet skoazel d’an Aoutrou de la Marche, eskop Kastel, da gemeret an teac’h ha m’en deuz klasket eul lestr d’ezhan da dreuzi ar mor. Eur goall goll eo an dra-ze evidomp, rak he vugale a zo iaouankik-flamm. Mez he verourien en deuz kemennet mad, hag ober a raint evidomp ar pez a c’hellint da ober.

— Mad, Aoutrou de Kerbalanek, pa ranker senti ouzoc’h, her greomp. Ne ankounac’haimp ket ac’hanoc’h, ha d’hon amezeien a dro-var-dro, e lavarimp e peleac’h e viot. C’houi ne ankounac’haot ket ac’hanomp ken nebeut ; fizianz hon euz er pez oc’h euz lavaret d’eomp. Kenavezo ! ar c’henta ar guella.

— Kenavezo, tud a galoun !

Araok en em zispartia oamp en em glevet evelhen : Pa deuche unan-bennag, enn noz pe enn deiz, da zigas d’eomp bevanz pe geleier, ne dlie ket dont he-unan, mar gellche, mez atao digas ganthan eun all pe zaou. Sevel a dlie, enn tu-bennag, e ribl ar c’hoajou, var eur c’hleuz ; ha neuze, houpa teir gueach ha distag, o tifreza houpadenn ar gaouenn. Goude an trede gueach, ni a dlie houpa d’hon tro, eur veach epken, evit diskouez hon doa klevet hag e peleac’h edomp. Ma ne houpachemp ket, e tliet reded a-hed ar c’hoajou hag ar goaremmou a dro-var-dro, enn eur houpa atao teir gueach, an eil varlerc’h eben, ken na glefchet ac’hanomp oc’h ober eun houpadenn. Pa vichemp klevet, e tliet dont varzu ennomp oc’h houpa atao eur veach enn amzer, ha ni a dlie respount bep tro goustatoc’h goustata, dre ma tostachet ouc’h al leac’h ma vichemp ennhan. — Unan-bennag a dlie chom var eur c’hleuz evit ober ar ged, ha diouall na gouesche an dispac’herien varnomp. Hennez, ma velche pe ma klefche eun dra-bennag, a dlie leuskel c’hueac’h pe zeiz houpadenn stag-oc’h-stag, evel ar gaouenn o vont kuit pa vez spountet gand eun dra-bennag. Goude-ze e tlie en em ruza a-hed ar c’hleuziou evit gouzout e pe du e troc’he ar zitoyaned. Ma teuchent varzu ennomp, e tlie kenderc’hel da houpa c’houeac’h pe zeiz gueach stag-oc’h-stag, ha ni a dlie tec’het guella ma c’hellchemp. Mar dachent abiou, pa vichent eat pell avoualac’h, e tliet, evel er veach kenta, houpa teir gueach distag.

Evel a velit, an traou a lakeamp enn urz vad araok en em zispartia. Eun dra-all a rejomp c’hoaz : rei a rejomp hor ger an eil d’egile da zifenn bepred, hag e pep leac’h, betek ar berad diveza euz hor goad, hon Doue, hor relijion hag hor roue. Goude-ze e kimiadchomp an eil dioc’h egile, ha me her lavar d’eoc’h, ne oue ket hep doan. Lod a iea d’ar gear da gaout ho zud, ha lod-all a iea, evel bleizi, da loja er meaz etouez al lann pe e kreiz ar c’hoajou...

Ni a deuaz da goajou Kermenguy, hag en eur vont ec’h ejomp d’ar Gear-a-Draon da gerc’hat peb a vriad kolo da astenn azindan-omp, evit en em viret dioc’h glebor an douar. Araok gourvez var hor c’huchenn golo, an Aoutrou de Kerbalanek a lavaraz d’eomp :

— Leveromp hor pedennou evit trugarekaat an Aoutrou Doue da veza herrio hon diouallet. Ne ankounac’haomp ket ken nebeut hor mignouned, ha leveromp eun De Profundis evit ar re a zo marvet e Kergidu.

Meur a veach em euz pedet a greiz kaloun, a gaf dign : nepred ne zilezan va fedennou ; ne gredan ket evelato e ve biskoaz deuet euz va c’haloun eur beden ker c’houek hag an hini a riz enn abardavez-se e koat Kermenguy.

Skuiz oamp, ne ket souez : kousket c’houek a rejomp oll betek antronoz vintin ; nemed unan ac’hanomp, pep hini d’he dro, a ioa chomet dihun evit ober ar ged. Ne viche ket bet red beza kement-se var evez, rak ne oue klevet netra nemed chilpadenn skiltruz al louarn o reded varlerc’h ar c’had pe al lapin, hag houpadenn kanvaouuz ar gaouenn var dro maner Kermenguy. Al loened gouez a ioa dinec’h ; ne gouient ket e ranke kristenien dont da loja er meaz eveld’ho, e kreiz ar c’hoajou hag e mesk al lann.

Kerkent ha m’ouemp savet divar hor c’huchenn golo, an Aoutrou de Kerbalanek a lavaraz adarre ar pedennou a vouez huel, evel m’ho levereur e pep ti kristen. Hen eo a ranke ho lavaret, abalamour m’oa hen ar mestr varnomp, rak n’oa chomet belek ebed ganeomp. Ar re a ioa eat d’ar gear, en derc’hent da noz, o doa ho c’haset gant-ho, abalamour, a lavarent, ma tlie ar veleien mont adarre da guzet enn tiez m’oant boazet da veza enn-ho araok. Er c’hiz-se, emezho, e viche easoc’h ho c’haout pa viche tud klan da gofez, pe eur vadiziant da ober, rak an dud a gouie pell a ioa e vezent enn tiez-se ; eleac’h o chom ganeomp-ni, ne viche ket eaz ho c’haout pa viche izomm, rak eveldomp-ni, o diviche ranket marteze reded euz an eil goaremm enn eben, euz an eil koat enn egile, dioc’h ma viche kouezet beac’h varnomp ; hag evelse e viche diez gouzout da beleac’h mont d’ho c’hlask. N’o doa ket hon dilezet evit-se, pell ac’hano. Lavaret o doa d’eomp e klefchent, gand an dud, ma vichent enn ho ziez, peur e viche eun emgann-all, ha neuze e teuchent adarre a greiz ho c’haloun d’hor c’haout hag e chomchent ganeomp, keit ha ma viche tennou ha taoliou.

Goude hor pedennou, ec’h en em lakejomp da zibri pep a damm. Hor fest ne oue ket druz, va c’hredi a c’hellit ; n’hor boe da zibri nemed bara torz hag eun tammik bian a gik. Tud Trelaouenan o doa roet d’eomp kement a ioa enn ho zi, evit guir, mez n’edont ket o c’hortoz ac’hanomp-ni ; dre-ze n’ho doa poazet nemed evel m’oant boaz da ober evitho ho-unan. Ha petra oa an dra-ze evit eur vandenn dud iaouank eveldomp-ni, toullet frank ho gouzouk gand al labour o doa bet en deiz araok e Kergidu ha var hent Kastel ? N’euz forz, gand ar pez a ioa, e oue ranket ober, ha den n’en em glemmaz.

Hed an deiz e chomchomp da ehana, da bura hor fuziliou, da glenka mad hor poultr hag hor boledou, ha da zibria hon dillad kaillaret-oll e Kergidu.

Antronoz, mintin mad, Paol Monot, euz a vilin Kerveneur, hag he zaou genderf, Lell ha Lois, euz a Gerliviri, a deuaz da zigaz boued d’eomp ha da gounta d’eomp petra a ioa a nevez e kreiz hor c’hoat ; evel guechall an ermited enn dezert, ne glevemp hano a netra.

Paol a gountaz d’eomp oa tremenet dre Blouescat, enn dervez araoc, eur vandenn vraz a zoudarded, hag a rea trouz dre ma’z eant. Den ne grede ken breman herzel out-ho ; laerez kement a gavent, goall lakaat an dud a reant hed an hent. P’oant en em gavet var Bount-Christ, ec’h en em rannchont etre diou lodenn : unan anezho a ieaz varzu Goulc’han, Plouneour ha Kerlouan ; eben a gendalc’haz da vont var eeun gand an hent braz varzu Lesneven. Da beleac’h ez eant e guirionez ? Paol ne oue ket evit her lavaret d’eomp.

O klevet kement-se, e savaz ar goad d’hor penn. Oll hor boa c’hoant da vont dioc’h-tu varlerc’h an diou vandenn-ze, da lammet varnezho, an eil varlerc’h eben, ha d’ho douara ho diou, araok m’en diviche klevet den edomp var ho lerc’h. N’oa ket hennez mennoz an Aoutrou de Kerbalanek. An diou vandenn soudard-se, emez-han, goude beza en em rannet, a c’hell en em gaout adarre an eil gand eben, pa’z eo guir n’ouzomp ket da beleac’h ez eant. Ha petra omp-ni a enep kement-all a dud ? Hag ouc’hpenn, piou a c’hell lavaret n’euz ket deuet var ho lerc’h, euz a Gastel, eur vandenn-all ? Ar guella eo ive-ta chom sioul, ken na vezo klevet eur c’helou-all bennag sklearoc’h.

Paol Monot n’oa evit lavaret d’eomp nemed ar pez en doa klevet. Var dro eiz heur ez eaz kuit gand he zaou genderf, an dour enn he zaoulagad ; diez e kave, a lavare, mont d’ar gear ha lezer ac’hanomp-ni da loja er meaz evel loened gouez.

Var dro div heur e klefchemp iouc’herez, cholori ha jabadao var dro ar Vengleuz. Tregerni a rea ar vro gant-ho a dro-var-dro, adalek Milin-an-Tour betek Milin-Sioc’han, a-hed traonienn Keraouell. Hini ac’hanomp ne c’helle gouzout petra oa an trouz-se. Var dro teir heur-hanter, e klefchomp, var dro Berven, an tennou o vont enn dro, ken stank ha ker stard, ma kavaz d’eomp edor oc’h en em ganna. Lagad an Autrou de Kerbalanek a verve enn he benn, o lavaret d’eomp :

— Paotred, hor breudeur a zo e krok ouc’h ar republikaned ; ha chom a raimp-ni aman ?

— Nann, nann, eme ni a-unan, d’eomp araok !

— E doare eman hor fuziliou, d’eomp ive ’ta enn hent d’en em ganna gand hon tud, da vervel gant-ho, mar d’eo red.

Ha ni enn hent a-dreuz ar c’hoajou hag ar goaremmou. Edomp eat eur pennad mad dija, pa glefchomp houpadenn ar gaouenn. Chom a rejomp a za. Houpa a rejeur adarre teir gueach distag.

— N’euz droug ebed, eme an Aoutrou de Kerbalanek. Respountomp hag e klevimp petra a zo a nevez.

Ne jomchomp ket pell da c’hedal. Abarz nemeur ec’h en em gavaz enn hon touez Olier Conseil, euz a Sant-Nouga, hag a lavaraz d’eomp en doa great Canclaux, gand he zoudarded, bandennou a zaou-ugent pe hanter-kant den, hag a c’haloupe ar vro en eur laerez kement a gavent, hag en eur gregi enn dud evit ho c’has d’ar prizoun pa droe enn ho fenn. Evelato, ne deuent ket a-benn euz ho zaol e kement leac’h ma’z eant. E Landeboc’her, paotred Guillou Berthou hag ho amezeien, da c’hedal anezho da vont kuit, a ioa en em guzet adren eur c’hleuz, e kichen an ti, ha p’edo ar zoudarded, leun ho c’hof, o vont a-biou d’ezho, a-hed an hent, a laoskaz varnezho beb a denn hag a ziskaraz eun dek pe zaouzek. An taol-ze a skuillaz ar spount etouez ar republikaned : dont a rejont var ho c’hiz da Verven, hag edont eno, eur pennad a ioa, o tiviz petra da ober, pe distrei da Gastel, pe chom e Berven, hervez m’oa gourc’hemennet d’ezho.

Enn eun taol e klefchot, e tu ar Vengleuz, var hent Lanhouarne, kanaouennou ha iouc’herez. Petra ioa-ta a nevez enn tu-ze ? Setu aman.

Ian Prigent, mear Guitevede, hag a ioa ganeomp-ni e Kergidu, o velet penaoz o doa stourmet ouc’h ar republikaned paotred Landeboc’her, ha pegen eaz oa sevel tud ar vro a enep soudarded Ganclaux, a deuaz enn eun taol enn he benn mont da Lanzeon da gemenn da Baol Inisan dont dioc’htu gand tud he vro varzu Berven, evit rei an taol diveza d’ar republikaned. Ne c’hellaz ket, siouaz ! dont a-benn euz he vennoz. P’edo o tistrei divar hent Lanhouarne evit mont varzu ar Vengleuz, ec’h en em gavaz dirak eur strollad soudarded hag a deue varzu enn-han. N’oa ket evit tec’het, rak n’edo ket daou c’hant paz diout-ho. Ian Prigent ne gollaz ket he benn evit-se. Var an hent oa eur paotrik a zaouzek pe drizek vloaz o tiouall he vioc’h. Ian Prigent a ieaz d’her c’haout hag a lavaraz d’ezhan :

— Ro peoc’h, va faotr ; lez da vioc’h ganen-me. N’en em gavo drouk ebed gant-hi : me eo mear Guitevede.

Ha kerkent Ian Prigent lakaat he zourn var ar vioc’h en eur skei varnez-hi, gand eur vialennik, da vont araok, evel pa viche bet o vont gant-hi d’ar foar. Kaout a rea d’ezhan en diviche gellet er c’hiz-se mont abiou hep m’en diviche sonjet den ebed enn-han.

Ar zoudarded, evit guir, ne reant nemed mousc’hoarzin o velet Ian Prigent o c’horta he vioc’h enn he raok. Mez ar c’habiten a ioa eun tamm lian enn dro d’he benn, goude beza great eur zell out-han, a jomaz krenn enn he za.

— Soudarded, soudarded, krogit enn den-man : heman a ioa e Kergidu.

— Me, eme Ian Prigent, a ia da esa guerza ar vioc’h-man d’ar c’higer, da Blouescat, evit gellout kaout eur guennek-bennag da brena bara.

— Gevier, gevier, eme adarre ar c’habiten, a bouez he benn, ha droug enn-han ! Hennez, ar c’hos-tamm koueriad-se, eo en deuz va bornet-me, e Kergidu, gand eun taol forc’h.

— Me n’hoc’h anavezan ket, eme Ian. Ha ne lavare ket a c’hevier evit lavaret an dra-ze, rak meur a daol forc’h enn doa roet.

— Mad, me da anavez, liou ar groug, ha bremaik me en diskouezo did.

— Soudarded, krogit enn-han, liammit he zaouarn d’ezhan adren he gein, hag e bourg Berven dirak an oll, ni her fuzilio.

— Fuzilia eun den ne ra droug ebed d’eoc’h, n’euz arm ebed gant-han ?

— Ma n’euz ket breman ez euz bet.

— Neuze oa d’eoc’h tenna varnez-han, ha ne ket breman.

— Eo, eo, breman eo d’eomp lakaat ac’hanod da baea va lagad di-me. Kea atao : te a c’heuz bornet ac’hanom-me ; bremaik te ne vezi ket born, dall put e vezi avad. Kargit mad ho fuzuliou, soudarded, abalamour d’eomp da rei he stal d’ar c’houeriad-man kerkent ha m’en em gavimp e Berven.

E guirionez, ne zalechont ket d’en em gaout e Berven, ha, dioc’htu m’oant en em gavet, heb rei amzer da Ian Prigent da lavaret eun tamm peden zoken, e oue staget ouc’h tour an iliz, ha, buannoc’h eget n’her lavaran d’eoc’h, e oue laosket varn-han daou-ugent tenn fuzil enn eun taol... Iouc’herez ha tennou ar re-ze eo oc’h euz klevet n’euz ket goall bell. — Me, eme Olier Conseil c’hoaz, me, o c’houzout mennoz Ian Prigent, a ioa eun den a benn hag a skiant, a zo deuet da lavaret d’eoc’h petra en doa c’hoant da ober. C’houi breman, Aoutrou de Kerbalanek, a raio ar pez a gerfod.

— Bennoz Doue d’eoc’h, Olier Conseil ; it d’ar gear, lavarit da baotred Guitevede beza var c’hed ac’hanomp. Ni a ia da vont enn dro da goat Kermenguy. Me a gaso fenoz tud enn dro da lavaret d’hor mignouned en em zestum ha beza e doare, enn derveziou kenta, da zont ganeomp da skei adarre var soudarded Canclaux.

Olier Conseil a ieaz d’he gear ha ni a zistroaz da goat Kermenguy. Pa ouemp en em gavet, an Aoutrou de Kerbalanek a roaz da bep hini ac’hanomp he gevridi. Me, evit va lod, a ioa gourc’hemennet dign mont da Lanzeon da lavaret da Baol Inizan petra a ioa c’hoarvezet gand Ian Prigent, ha d’hen digas ganen, hen hag he dud, da gaout an Aoutrou de Kerbalanek.


————