Emgann Kergidu/Pennad 18
Al loar a ioa o sevel p’edon oc’h en em lakaat enn hent : digoc’hen oa an amzer. Eur pennad brao a vale am boa da ober evit mont da Lanzeon, ha poan am boa c’hoaz em morzed glazet e Kergidu : Evelato e kave dign e vichenn araok an deiz e penn va beach. An Aoutrou de Kerbalanek, o velet ac’hanoun o kamma, a lavaraz dign en eur c’hoarzin :
— Kea atao, Ian Pennorz, e kanol Keraouell e kavi dour. Laka eur pennad da vorzed ebarz hag e teuio da zistana, ha nebeut goude da barea.
— Louzou marc’had mad, Aoutrou, eo hennez ! Emaoc’h oc’h esa ober goap ac’hanoun ; mad, hen ober a rign, rak an tan a zo em morzed.
Destumm a riz va benviachou tenna-tan, hag eur pennadik goulou koar, gand aoun n’am biche izoum da velet sklear eun tu-bennag, epad an noz. Goulen a riz va bouledou ha va foultr evit gellout en em zifenn ma viche red : kregi a riz em fuzil. Kenavezo ar c’henta, a liviriz d’am c’henvreudeur, ha me enn hent, en eur jilgammat, a-zindan diou-askell an Aoutrou Doue ha va Eal-mad.
Anaout mad a-rean an hent euz a goajou Kermenguy da Geraouell, mez aoun am boa o vont a-hed an hent. Marteze pa sonchenn nebeuta e koueschenn, evel Ian Prigent, e kreiz eur vandenn soudarded. Abalamour da-ze e teuen a-hed ar c’hleuziou dre ar parkeier. Kredi a c’hellit ne rean ket eun hent eaz ; meur a veach oa bet ribinset va (dremm) bisaich ha va daouarn dign, gand an drez hag ar spern, o vont dreist ar c’hleuziou. Evelato, a fors da boania ec’h en em gaviz dirak pount Keraouell. Chom a riz a za da zelaou ha ne glefchenn netra. Ne zaleiz ket da glevet kan ha iouc’herez a bell ; me gred e tlie beza var dro maner Ker-Ian, enn tu-bennag ; evelato, ne gouien ket mad avoualc’h e peleac’h oa. Gouzout a rean da viana oa soudarded Canclaux o c’haloupat ar vro. Zoken e kave dign em boa klevet tud o kaozeal goustat var dro maner Keraouell ; mez ne gouien ket piou a ioa o kaozeal, pe tud ar vro pe re-all. Chom a riz eur pennad da sonjal ; kaer am boa sonjal, ne gouien ket muioc’h petra oa ar guella dign da ober. Atao e kleven krial ha iouc’hal var zu Ker-Ian ; ne ket an dra-ze a rea aoun dign ; mez kaout a rea dign e kleven ive atao kaozeal goustadik enn dro dign, enn tu-bennag, heb ma gouien e peleac’h. Petra oa ar guella dign da ober ? N’oan ket evit chom eno, azioc’h pount Keraouell, evel eur mean enn eur c’hleuz ; red oa dign mont araok pe dont adren, unan a zaou. Eul lastez mez a grogaz ennoun : sevel a riz e mesk al lann var ar c’hleuz, hag achano e selliz piz, diouc’h an daou du, var an hent braz a ia euz a Blouescat da Landivicho. Ne velen den ebed varnezhan : mad oa an traou, a gave dign : n’em boa nemed diskenn ha mont d’ar ganol da goalc’hi va morzed. Araok diskenn e kuziz mad va fuzil, va boledou ha va foultr e mesk al lann, rak aoun am boa d’ho glepia.
E kenver pount Keraouell euz eun tamm douar diskloz, leun a raoz hag a vrouan ; an dour-beuz, o vont dre greiz, en deuz great eno goueriou bian. C’hoant am boa da vont etouez ar raoz-se, enn unan euz ar goueriou bian, pella ma c’helchenn dioc’h an hent braz. Eno e kave dign e viche eaz dign goalc’hi ha distanna va morzed, hag ive efa eur banne dour, rak sec’hed braz em boa. Kemeret a riz penn-her, ha mont a riz adreuz ar goueriou bian hag ar brouan hirra ma c’helchon e touez ar raoz. P’ouen azezet var ribl ar ganol, e tenniz va alan ; eat oa berr var-noun ; ma n’em boa ket bet a aoun, em boa bet enkrez da viana.
Kenta a riz oue efa eur banne dour. N’oa ket dour mad, mar kirit, rak dour kanol n’oa ken ; mez pa vez sec’hed, peb dour a zo mad. Goude-ze ec’h en em lakiz da goalc’hi va morzed. Nag a vad a rea dign ar banne dour-ze ! Distana a rea ar gouli nebeut-a-nebeut, hag a-benn eur pennad e stankaz ar goad, rak abaoue m’oan en em lakeat da vale, oa digoret ar glaz. Guellaat a rea dign, plega hag astenn va gar a c’hellenn breman hep poan ebed : edon e doare da vont da Lanzeon heb aoun da jom enn hent.
Pegeit e chomiz enn dour, ne oufen ket her lavaret. Edon erru er meaz pa gleviz tud o tont, enn eur gaozeal, var an hent braz, a-hed bali maner Keraouell. Piou oa an dud-se ? Hag int-hi a ioa tud ar vro, tud a relijion hag a zoujanz Doue ? Hag int-hi a ioa soudarded ar Republik ? N’oa ket eaz dign her gouzout, hag abalamour da-ze a chomiz sioul etouez va raoz. Ne zalejon ket da c’houzout piou oant, rak dont a rechont betek pount Keraouell, azioc’h va fenn. N’oa ken hano gant-ho nemed euz an Aoutrou Borgne de la Tour, euz an Aoutrou de Kerbalanek, euz a Ian Prigent. Kement ha ma c’hellenn ho c’hlevet, e kavaz dign edont o klask an Aoutrou de Kerbalanek, hag an Aoutrou de la Tour, evit ober d’ezho, emichanz, evel o doa great da Ian Prigent. N’oa ket ar c’homzou-ze kelou brao d’am skouarn. Eun tamm aoun a grogaz enn-oun ; plega a riz va fenn, soubla a riz ken izel, mac’h en em gaviz, heb gouzout penaoz, azezet er ganol eleac’h beza var he ribl. C’hoant am boa da veza kuzet gand ar raoz hag ar brouan.
Ne ouzoun ket pe em boa great trouz o rikla er ganol, pe n’em boa ket ; da viana, unan euz ar zoudarded ne ehane da grial d’ar re-all oa eur c’houeriad kuzet etouez ar raoz. He gamaraded a c’hoarze goab d’ezhan ; mez seul-vui ma c’hoarzet d’ezhan, seul bennokoc’h a-ze n’oa ken.
— Daoust ha piou, eme ar zoudarded, a iafe da guzet e kreiz an dour ? Diot eo tud ar vro-man, evit guir, mez n’int ket diskiant avoualac’h evelato evit ober traou evelse.
Kaer a oue her goapaat, hen ne reaz van ebed : derc’hel a rea atao d’he lavar, evel pa viche bet an diaoul enn he gorf.
— N’am c’hredit ket, emezhan ? Mad, bremaik e velot ha ne ket guir ar pez a lavaran.
— Daoust ha c’hoant mont da ziliaoua ec’h euz e kreiz an noz, e kanol Keraouell ?
— Ne ket da ziliaoua eo ez an ; d’ar chase, avad, ne lavaran ket.
— Da chaseal petra ?
— Da chaseal tud, enebourien ar Republik. Ne glevit-hu ket eur c’hi o c’harzal ?
— Eo, klevet a reomp eur c’hi o c’harzal, pe o iudal ; ne ouzomp ket kals petra ra.
— Dioc’h he harz, hennez a zo eur c’hi chase. Me a ia d’her c’herc’hat, hel laosko aman etouez ar raoz hag e vezo guelet unan-bennag o sevel alese. Da c’hedal ma vezign distro, diouallit mad n’e daio kuit ar re a zo kuzed a-ze etouez.
— Bez dinec’h var gement-se, ni a ziouallo mad, ha n’hor bezo ket a boan o viret ouc’h den da vont kuit ac’halen.
— Guelet a vezo great.
Hag hen kuit ac’hano da Gerc’hoenner, da zistaga Polidor, ki chase braz an Aoutrou Borgne de la Tour, perc’henn maner Keraouell, a ioa e Kerc’hoenner abaoue m’oa eat he vestr d’ar prizoun, ha ne rea nemed harzal ouc’h he stag. Hen digas a reaz gant-han, hag hen isa a reas etouez ar raoz.
Enn taol-man e kave dign oa great ganen. Sevel a riz va c’haloun varzu Doue ; goestli a riz, mar gelchenn dont e buez ac’hano, mont diarc’henn da bardouna da Zant-Ian-ar-Biz, va fatrom. — Ne ket-ta, ne dlien ket c’hoarzin ? Polidor a iea hag a deue, dre douez ar raoz, a lamme dreist ar goueriou bian hag a biltrote dre an dour kement, ma rea dudi ar zoudarded a zelle out-han divar ar pount. Furcha a ra dre oll... Tostaat a ra ouzign... Evit doare en deuz klevet ar c’houez ac’hanoun... Great eo ganen ! Evelato me ne finven ket muioc’h eget na ra tour ar C’hernik gand eur barrad avel.
Soudarded ar republik a heulie, a daol-lagad, Polidor, guella ma c’hellent. N’oant ket evelato evit guelet mad avoualac’h, rak ar raoz a ioa re hir ; ha kaer e doa al loar beza sklear, n’oa ket koulskoude ker sklear hag an deiz. N’oant ket evit heulia ar c’hi nemet dre an trouz a rea o piltrotat dre ar goueriou bian : a veac’h e veleur ar raoz oc’h horzella.
M’en diviche great Polidor eun harzadenn epken, oa great ganen evit ar bed-man : dek tenn d’an nebeuta ho diviche dioc’htu torret va fenn ouzign. Mez sant Ian, va fatrom benniget, en doa selaouet va fedenn. Hag evit guir ive avad, divezatoc’h oun bet diarc’hen o pardouna e Sant-Ian-ar-Biz ; rei am euz great guerz eun ofern d’an Aoutrou Persoun, ha prena am euz great, d’ar sant, eur c’houlaouenn goar a nao real ha daou vennek.
Ar paour keaz ki ! Kerkent ha m’en em gavaz ganen, e chomaz eur pennad a za da zellet ouzign. Ne zaleaz da anaout, me gred, evit-han da veza ki, oan eur c’hristen mad, dishenvel dioc’h ar zoudarded, rak dont a reaz d’am c’haout hag harpa a reaz he fri ouc’h va stomok. Me a flouraz he gein d’ezhan heb lavaret ger, gand aoun da veza klevet, ha Polidor en em lakeaz da lipat va diou-voc’h ha va daouarn gand he deod karantezuz.
O velet ar c’hi o chom a za, ar zoudarded a grie :
— Kis, kis, Polidor ! Pill, pill-ta !
Polidor ne rea van ouc’h ho c’hlevet ; lipat a rea atao va daouarn ha va diou-voc’h dign. A-benn eur pennad ez eaz kuit heb ober eun harzadenn, evel p’an diviche goezet oa red rei peoc’h. Ki kalounek, kea ! Miret ec’h euz va buez dign koulskoude en eur devel edon etouez ar raoz. Abalamour da-ze em euz kement a joa ouc’h ar chaz. Polidor ken nebeut ne garie tamm ar sitoyaned ; c’houez fall, a gaf dign, a zante gant-ho. Antronoz e kouezas klan, marteze abalamour m’oa eat he vestr d’ar prizoun oa ; taga a reaz pevar zoudard. Krouget e oue ar paour keaz Polidor ; mes evelato ar pevar enn doa taget n’int ket distroet da ober brezel d’ar Vretouned. — Eur prizounier paket e Rosko, er zizun varlerc’h, en deuz lavaret an traou-man d’eomp-ni goude-ze.
Polidor a ioa eat kuit, mez me a jome atao enn dour : ha kredi a c’hellit n’oa ket tomm dign, rak e miz meurs e vez c’hoaz ien an amzer. Ar zoudard a ioa bet o kerc’hat Polidor a bec’he goasoc’h eget biskoaz, abalamour n’en doa kavet netra, hag ar re-all a c’hoarze d’ezhan a greiz kaloun.
A-benn eur pennad ez echont kuit, adarre dre vali maner Keraouell. Me ne greden ket tec’het c’hoaz : aoun am boa na viche chomet da guzet ar pennok a ioa bet o kerc’hat Polidor. Pegeit e chomiz er c’hiz-se c’hoaz etouez ar raoz ? Ne oufenn ket her lavaret. Kenta tiz em boue, eo guelet an tan, dre greiz ar guez, var dro Kerc’hoenner enn tu-bennag. Tan braz e ranke beza, rak dont a rea ar sklerder betek ar foenneier a zo a-hed kanol Keraouell. Kri ha iouc’herez a gleven ive, evel pa viche kollet ho fenn gand ar re o doa lakeat an tan. Chom a riz mantret heb gouzout petra da ober. A-benn eun nebeudik e kleviz anezho o vont kuit, mez da beleac’h ez eant? N’oan ket evit her gouzout. Pa ne gleviz netra ebed ken, e saviz euz a-douez ar raoz, gleb-dour-teil, hag, hep gouzout kals, me gred, petra rean, ez iz da velet e peleac’h oa bet an tan.
N’oan ket en em faziet, e Kerc’hoenner eo o doa lakeat an tan. Devet oa kement tra ioa : an ti, ar granchou, ar c’hreier, ar c’holoeier hag ar c’hoat da ober tan. A drugare Doue, tud an ti n’o doa bet droug ebed : epad m’oa bet ar zoudarded oc’h ober ho zro e pount Keraouell, o rei eun tamm spount di-me, o doa oll kemeret an teac’h, rak guelet a reant oa kordigellet a fallagriez kaloun ar zoudarded ; an dra-man am beuz klevet abaoue.
Me a jome mantret o velet kement-all a dan hag a c’hlaou, pa zantiz eun tamm tomder o tont enn-oun.
— Sell-ta, eme-ve dign va-unan ; gleb oun hag aman euz eun tan braz, kouls eo dign sec’ha va dillad araok mont kuit, rak anez e vezign skournet araok varc’hoaz vintin.
Ha me tostaat ouc’h an tan, trei ha distrei outhan a dren, araok hag a gostez. Ne ouenn ket pell evit beza seac’h, rak eno oa berniou glaou, herder gant-ho, evel n’oc’h euz guelet biskoaz. Heb ma gouient, ar zoudarded o doa great, enn dro-man, eur vad vraz di-me. Pedi a riz em c’haloun an Aoutrou da bardouni d’ezho an torfet-se. Koulskoude ne ket Ian Pennors eo an hini a bed aliez evit ar zitoyaned ; mez enn dro-man, evel a lavaran d’eoc’h, o doa great vad dign, hag eur veach ne ket atao eo.
Goude beza sec’het va dillad ha lakeat eun tamm tomder em izili, e tistroiz var va c’hiz da glask va fuzil, va boledou, va foultr, va direnn ha va benviachou tenna-tan am boa kuzet, evel a ouzoc’h, var eur c’hleuz azioc’h pount Keraouell. Kaer am boa klask ne gaven netra : koulskoude al laer ne c’helle ket beza bet dre eno : marteze ive oa eun tamm badinellet va fenn, hag an dra-ze n’eo ket iskiz. N’oa ket eiz dervez m’oan eat euz ar gear, hag em boa guelet kement a draou, ma kave dign oa hanter-kant vloaz abaoue m’oan eat euz a di va zad. N’em boa ket kollet va fenn evelato, hag ober a riz neuze ar pez am euz great abaoue bep tro m’oun en em gavet nec’het ; en em erbedi a riz ouc’h ar Verc’hez Vari hag ouc’h sant Ian, va faeroun ; goulen a riz sklerijenn digant-ho evit en em anaout, en eur lavaret d’ezho n’em boa ken ioul nemed difenn va Doue, va roue ha va bro.
Me gaf dign e oue selaouet va fedenn, rat enn eun taol va dourn a gouezaz var eun dra-bennag a galed : va fuzil oa ; e fesoun em boa he c’huzet mad. An traou-all a gaviz enn he c’hichen. Sederraat a reaz va c’haloun ouc’h he c’haout, rak ne gaven ket diriskl bale heb va fuzil. Evelato, d’ar mare-ze, kaout eur fuzil a ioa kaout merk-ar-guir evit mont d’ar maro. An dra-ze ne rea netra : gand va fuzil, da viana, e c’hellenn en em zifenn, hag, her lavaret a c’hellan d’eoc’h, gant-hi em euz kaset meur a zispac’her d’ar bed-all. Setu me adarre krog em fuzil, guelleat d’am morzed, va-unan var an hent braz. An traou a ioa c’hoarvezet ganen abaoue m’oan diskennet e kanol Keraouell, o doa lakeat ac’hanoun da ankounac’haat ar pez en doa gourc’hemennet d’ign an Aoutrou de Kerbalanek ; ankounac’heat em boa e ranken beza araok ar mintin e Lanzeon. N’oan ket re zivezat, ha, ma n’en em gafche netra ganen, e vichen c’hoaz araok goulou-deiz e penn va beach.
En em lakaat a riz enn hent, mez ne iz ket a-bell. Epad m’edon e touez ar raoz, o toura va morzed, em boa klevet, evel a ouzoc’h, ar zoudarded o vont kuit goude beza lakeat an tan goall e Kerc’hoenner, mez ne gouien ket varzu peleac’h oant eat. Mad, breman ne ket diez dign her gouzout. Kerkent ha m’oenn savet dioc’h Keraouell, e veliz Croaz-ar-Pab, eur groaz vrao meurbet, diskaret ha torret. Anat oa dign oa tremenet ar republikaned dre eno. Hogen, hennez eo hent Guinevez hag hini Lanzeon. Ha fur oa dign ober ar memez hent gant-ho ? Lod a lavaro dign marteze e tlichenn beza eat var ho lerc’h, ha pa ne viche bet ken nemed evit lavaret da Baol Inisan beza var evez pe kemeret an teac’h, rak oat erru varn-han. Pep hini a lavaro ar pez a garo, me n’oan evit goulen ali ouc’h den, hag a reaz va fenn va-unan. Euz a Geraouell da Lanzeon, n’euz nemed an hent braz penn-da-benn ; ar zoudarded a dlie beza eat dre an hent-se, ne c’hellenn ket-ta en em gaout enn ho raok, pa’z eo guir oant eat euz a Gerc’hoenner evit eun heur a ioa d’an nebeuta. N’oan ket, evel a velit, evit kas kelou ebed da Baol Inisan. Sonjal a riz neuze trei a gleiz ha mont da Vaner-al-Liorzou, da di Herve Soutre, breur-kaer da Baol Inisan, hag ive kerent tost avoualac’h di-me. Hennez a dlie gouzout eun dra-bennag, ha dioc’h ma lavarche dign, me a iache da Lanzeon pe a zistroche da lavaret d’an Aoutrou de Kerbalanek penaoz ez ea an traou. Klemmit ac’hanoun, mar kirit, mez na it ket da lavaret en defe bet aoun Ian Pennors rak ar republikaned, abalamour n’oa ket eat da Lanzeon.