Emledidigez ar slaveg


VII. EMLEDIDIGEZ AR SLAVEG


Ar slaveg a ziskouez beza kemeret ar stummadou a ro d’ezañ eun neuz dioutañ e-unan er vro koadek ha geuniek aradennet gant menez Karpat. Da amezeien en doa d’ar mare-se, diouz tu an hanternoz, ar yezou baltek ; diouz tu ar c’hornog, an illirieg, ha, diwezatoc’h, ar c’heltieg hag ar germaneg ; diouz tu ar c’hreisteiz, an thrakeg ; diouz tu ar reter, ar yezou iranek komzet gant ar Skuthed e kreisteiz Rusia (e rannvro ar geotegou) hag ar yezou finnek komzet el lodennou kreiz anezi (e rannvro ar c’hoadou) [1].

Diwar goust an holl yezou-se eo e reas ar slaveg e emledidigez, e dibenn an Hen-amzer hag e derou ar Grenn-amzer, ken ma voe tizet gantañ an Elv er c’hornog, mor Adria er Chreisteiz [2], ar mor Baltik en hanternoz, ha menez Oural er reter, Yezou bras en o fez evel an illirieg, an thrakeg hag ar skutheg (bet, gwir eo, brallet o galloud gant argadadennou ar Gelteg hag ar C’hermaned) a zo bet peurvouget gant ar slaveg. Eur yez-all, ar finneg, he deus kollet kalz a vro dirazañ. A-hend-all, ar c’hollou en deus bet ar slaveg da c’houzañv a-berz ar germaneg diouz tu ar c’hornog, etro dibenn ar Grennamzer a zo bet ouspenn dic’haouet gant an emledidigez, c’hoarvezet-en hon Amzer, eus ar rusianeg a-dreuz-penn da Siberia betek ar mor Habask [3].

  1. L. Léger, Les anciennes civilisations slaves, 1921 ; Lubor Niederle, Manuel de l’Antiquité slave, troïdigez c’hallek e diou levrenn, 1923, 1926.
  2. War-du ar c’hreisteiz, ar Slaved a zo aet betek penn pella bro-Hellaz. Bez’ ez eus bel meuriadou Slaved o veva e Lakonia hag e rannvroiou-all eus ar C’hres, e-pad ar Grenn-amzer, nemet peurhellenekaet ez int bet abaoe.
  3. Lenn, e levr L. Léger, Le Monde slave, études politiques et littéraires, eil mouladur, 1897, ar pennad diwar-benn ar rusianeg hag emledidigez ar yezou slavek. A-zivout emfennadeg ar Rusianed war Azia : Edgar Boulangier, Voyage à Merv : les Russes dans l’Asie Centrale et le chemin de fer transcaspien, 1888 (mouladur distag ; diwar T. du M. 1887) ; J. Carol, Colonisation russe : les Deux Routes du Caucase, 1899 ; P. Combes, Le chemin de fer Transsibérien, war A travers le Monde, 1899, pp. 113-6 ; Gustav Regelsperger, Les Russes en Asie, war La Russie géographique, ethnologique, historigue, etc. embannet gant Larousse, trede mouladur, 1900, pp. 118-39 ; Paol Labbé, Les Russes en Extrême-Orient, 1904.