Yezou indezeuropek-all eus an henamzer. Kenindezeuropeg ar ragistorvez. Yezou ariek an Indez


VIII. YEZOU INDEZEUROPEK-ALL
EUS AN HEN-AMZER
KENINDEZEUROPEG AR RAGISTORVEZ
YEZOU ARIEK AN INDEZ


Kenderc’hel da zibuna berr-ha-berr evel-se istor ar yezou indezeuropek e vefe hiraat an notennou-mañ hep ken a c’hounid evit al lenner. Ar yezou bras indezeuropek eus an Hen-amzer aet da get e dibenn ar marevez-se, ibereg, ligureg, illirieg, thrakeg, skutheg [1], o deus bet (diarvar e c’heller beza war ar poent-se) eun istor damheñvel ouz hini al latin, ar c’heltieg, ar germaneg hag ar slaveg. Bez ’ez eus bet anezo, da genta, yezou poblou bihan. Ledet ez int bet goude-se war eun ec’hon bras a vro da heul divrôadegou, aloubadennou-brezel, kenwerzerez, lamm-gresk sevenadurez, lederez-kredenn, h. a. Desket ez int bet gant tud arallyezek dre gant ha kant, o deus o degemeret da vat goude eur maread-amzer diouyezek a-dremen hir pe hiroc’h. Hennez eo bet ivez, hep mar ebet, istor ar vamm-yez veur m’eo tarzet diouti an holl yezou-se : ar c’henindezeuropeg eus ar ragistorvez.

En Indez, e kavomp skoueriou-all a beurziskouez, en eun doare anat-splann d’an holl, pegen aes eo d’ar poblou, diwar-bouez plegennou-zo, kemma o yez ouz eur yez-all. Ar yezou ariek, pe yezou indezeuropek an Indez, a zo bet degaset e korn gwalarn ar vro gant gwenngroc’heneien e-pad an eil milved kent H. S. Komzet e vez bremañ ar yezou-se war ouspenn an hanterennad eus douarou ar vro vras-se, gant milmiliadou tud melengroc’henek, gellgroc’henek ha dugroc’henek. Dirak hon daoulagad, e kendalc’hont d’en em leda tamm-ha-tamm e-touez Indeziz, ha da veza degemeret gant meuriadou a-bez eus hen-ouennou ar vro [2].

  1. Hogos kement a anavezomp diwar-benn ar yezou-se en em gav dastumet e levr E. Philipon, Les peuples primitifs de l’Europe méridionale, recherches d’histoire et de linguistique, 1925.
  2. L. de la Vallée Poussin, Indo-européens et Indo-iraniens : l’Inde jusqu’en 300 avant J.-C., 1924 ; Meillet ha Cohen, Les Langues du Monde, 1924, passim. Diwar-benn kenindezeuropeg ar ragistorvez, ar penna levr da studia eo hini Meillet, Introduction à l’étude comparative des langues indoeuropéennes, pevare mouladur, 1915. A-zivout ar mammennou en deus bet ar c’henindezeuropeg er ragistorvez pella, lenn eveziadennou C. Autran. war Babyloniaca, VIII, 1924. pp. 195-218 (Sumer et le Monde préaryen) ; Sumérien et indo-européen : l’aspect morphologique de la question, 1925 ; h.a. Lenn ivez : P. Rivet, Sumérien et Océanien, 1929. Keñveria Bull. de la Soc. de Ling. de Paris, levrenn 29, feskad 3 (niverenn 88), pp. XXV, 136-7. H.a.