Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 101-102)



En Bered ar Barouz
————


Hed-ha-hed ar wenojen a zo ’tre ar beio,
D’ar c’houlz ma vera an de ha ma koue an delio,
Elec’h ’ve bet douaret mignoned ha re-all,
Na vad a ra d’ar c’hristen tremen ’vit hunvreal !

Er paroujo tro-war-dro, ar glaz noz a zone,
Ha mouez klemmus ar c’hleier ’us d’am fen ’dremene.
An awel ive, sioulik, en beg eun ivinen
A drouze gwech ha gwechall, henvel ouz eur beden.

Ma unan-pen er vered, etouez an holl veio,
Kempennet brao ha warne, du-man, du hont, bleunio,
Kroajo du ha kroajo gwen, mein-be eus ar c’haeran,
En em laris evelhen : « Me ive ’deuy aman !

» Aman pe ’n eur vered-all, eun de me ’diskwizo !
» Ma ne varv ket ma ine, ma c’hort paour a deuio
» Da ’n em distagan dioutan, ha neuze ’vo kaset
» D’an douar santel ive !… Pegoulz ? Nouvean ket !

» Ha dont a raio neuze mignoned ’us dean
» Da bedi ’wit ma ine, da bedi ’n eur ouelan ?
» Siouaz, pa ve marv an den, ’ve buhan ankoueet,
» Koulskoude ’zo mignoned ha nan ankoueont ket !


« Ya bean a zo eur vro, elec’h ne diwan ket
« Ar louzaouen disprizet er bed-man anveet,
« He hano ingratiri ; louzaouen an ankouad,
« Ar vro-ze eo an Nenvo, elec’h man ti hon Zad !.. »

Setu perak, en noz-ze , ’n eur vale er vered,
’Neur zellet ouz ar beio, e laris em spered :
« Nag a ine paour a zo dilezet hag ankouet !
« Ewit pedi ewite, ne junt daouarn ebet. »

Hag e-keit ma tremene war eskel an awel,
Mouez ar glas-noz, a zone, du-hont, en tourio pell,
E-keit ha ma hirvoude an awel ’beg ar gwe,
’Wit an Anaon, da Zoue, eur beden me ’gase.

————