Envnic Crec’h-Simon
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Evnig Krec’h Simon.
Tostaët, iaouankiz, hac e clewfet canan
Eur zôn divertissant, ’zo zavet er bloaz-man ;
’Zo grêt d’eun den iaouanc euz a barrouz Plûnet,
Gant ann newez-amzer a zo bet glac’haret.
Ar pôtr-man oa pôtr fur, hac eur pôtr dilicad,
A gasse ar menaj er gêr, en ti he dad ;
Lacas ’n he fantazi caroud eur plac’h iaouanc,
A barrouz Plougonver, drem-dostic da Wengamp.
Kenta antretien a zavas etre-z-he
A oa deiz foar Maze, war dossenn Menez-Bre ;
Eno hi remercas, ken caër ha ken brillant
’Vel an heol binniget, pa bar er firmamant.
Mont ’ra d’hi zaludin, gant enor ha respet :
— « Salut d’ec’h, merc’h iaouanc, fleurenn ann hol verc’hed,
C’hui rafe d’in ’n enor, ha na veritan ket,
Dont em c’hompagnonès d’ober eun dro ebat ? »
Lâret eure d’ezhan, en em distrei en dro :
— « Na ’n on ket deut aman da werza enorio;
Dansal hac ebatal, den iaouanc n’ouzon ket,
Met ’vel ouzon ober, veet ket refuzet. »
Arru ann abardeiz, hac hen d’hi c’hass d’ar gêr ;
Monet eure ganthi bete bourg Plougonver.
Monet ra dre ann hent, carget a vanite,
Hep zilaou an envned, a gane ’n bec ar gwe ;
Hep zilaou an envned, ’n bec ar gwe o canan ;
Coulscoude ’r re-se lâre ar wirione d’ezhan.
An envned a lavare, diwar vegic ar boud :
— « Te ’c’h a da gass d’ar gêr ’n hini raï da hirvoud ! »
An envnic a lavare. diwar vegic ar bar :
— « Te ’c’h a da gass d’ar gêr neb a raï da c’hlac’har !
Honnès ’zo dimezet d’eun avocad iaouanc,
Hac ar c’henta a varch en Parlamant Gwengamp !
’N den iaouanc a lâre, pa retorne d’he vro,
« — Mar am hije zentet ouz an envnidigo,
Mar am bije zentet ouz envnic Crec’h-Simon,
Na vije ket breman glac’haret ma c’halon.
Hennès a lâre d’in chomm bepred em c’hartier,
Pas mont da glose merc’hed da barrouz Plougonver ! »