Erwanig ar bugel fur

Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1911  (p. 98-100)



Erwanig, ar Bugel fur


————


En eur gear vihan a Vreiz-Izel e veve gwechall eun aotrou hag a yoa bet pinvidik. Hogen, bern n’eo ket mammen, ha dre ren buez frank ez oa eat, siouaz ! e stal da stalig. Bemdez ha bemnoz e veze gwelet o tarempredi ar c’hafeou, ar festou hag ar c’hoariou.

An aotrou a veze gwisket gant dilhad eus ar c’hiz diveza, ha pa deue tuchentilou d’e welet e kaved traou a briz da zervicha d’ezo, gweturiou ha kezeg « a feson » d’o chas ha do digas dre gear.

Mat, tud kez, deuet oa da veza paour, ha beza paour n’eo ket eun dra laouen, dreist-oll evit ar re a zo bet pinvidik. Kenavo d’an ebatou ! Kenavo d’an nosveziou ! Kenavo d’ar c’hoariou ! ha kenavo ive d’ar c’hompagnunezou skedus !… Ha petra lavarje an dud ?… Penaos miret ouz an teodadou flemmus ?… Ne grede ket zoken anzav d’e bried ar stad truezus a yoa o vont da veza o hini gant aon d’he laza gant ar glac’har hag an dristidigez.

Petra da ober ? Setu ar goulen a bouez a rea outan e-unan kant ha kant gwech an deiz. Labourat ? an dra ze a vije anzave baourentez dirak an holl… Kenderc’hel da vale evel kent ? a vije disken prim d’ar baourentez ar vrasa, d’an dienez zu.

Eun den er stad se a zo gouest eus a bep follentez. Setu ma teuas en e benn ober eun emglev gant Paolig. D’ar mare-ze e teue c’hoaz an amprevan lostek da goms ouz an dud.

Setu eta ma’z oa o vale evel kustum en e liorz, eun abardaez, pa deuas al le daonet ma eus e c’hinou : « Mat, me a rafe n’eus forz petra, en em rei d’an diaoul zoken, ma teufen dre eno da gaout adarre en dro an holl vadou am eus bet ! »

Paol goz a glevas e wall beden, hag a zilammas buhan d’e gaout.

— « Mar kerez, emezan, rei d’in da vab Erwanig pa vezo deuet d’e zek vloaz, ne zalei ket da gaout a-nevez madou bras ! »

An aotrou a garie kalz e vab ; gwir eo n’en doa nemetan. Ar c’helou a vantras e galon, hogen, ar c’hoant da veza pinvidik a oe treac’h, hag an tad reuzeudik a roas e c’her d’an droug-spered.

— « Kerz d’ar gear ! eme Baol, pinvidikoc’h out eget ar roue !… »

Dont a reas d’ar gear, pinvidik bras, evel oa lavaret d’ezan. Ne gredas lavaret netra da zen, ha den ken nebeut na ouezas netra eus ar pez a yoa etrezan hag an diaoul. Ne ziskoueze ket kaout nemeur a geuz d’an torfed en doa great, rak Erwanig a yoa c’hoaz bihanig-bihan ; hogen, kreski a reas.

Erwanig a yoa eur bugel fur, sentus ha devot, savet gant eur vamm gristen e doujans hag e karantez Doue.

E zevosion na reas nemet kreski gant an oad, ha pa oe tapet gantan e zeiz vloaz e oe kaset d’ar skol. Bemdez e tremene ebiou d’eur chapel, hag Erwanig na vanke morse da vont da zaoulina dirak skeuden an Intron-Varia. Ar Werc’hez a zelle outan gant madelez hag a zigemere laouen e bedennouigou. Eun ehan-all a rea e-harz eur groaz a yoa war e hent.

Mes, siouaz ! pep tra a dremen er bed ma ; ar bloaveziou a yea gant tiz an eil warlerc’h eben, hag an termen a dostae. Erwanig a zalc’he start de bedennou. Hogen, en eur vont d’ar skol, pa veze digouezet gant ar groaz e teue brema d’e gaout eur c’hi bihan du hag a rea chalantiz d’ezan, a lipe d’ezan e zaouarn o fichal e lost. Erwanig avat en doa aon razan hag a yeas d’en em glemm ouz e dad. Hema a deuas tenval e benn gant ar zonj eus ar marc’had great etrezan hag an diaoul. Evit hardisaat e vab e lavaras d’ezan : « Kerz d’ar skol, va faotr, an dra-ze n’eo netra ! »

Ar bugel a yea atao da bedi e chapel ar Werc’hez. Eun dervez koulskoude, eleac’h moursc’hoarzin o klevet e bedennou, Mamm Jezuz a ouelas dourek. Hag Erwanig kerkent da c’houlen diganti :

— « Petra eo, va Mamm, a ra d’eoc’h ouela ? »

— « Petra ? va mabig, emezi, mac’h oufez ar pez a ouzon ! »

— « Petra ’ta ? emezan adarre ker buhan, livirit d’in, mar plij, ô Intron. »

— « Paour keaz mabig, eme ar Werc’hez, te a zo gwerzet d’an diaoul a-benn da zaouzek vloaz. Setu ma ’z out erru tost ! Mes, mar kerez selaou ac’hanon, n’ez i ket gantan. »

— « Livirit d’in eta petra ’m eus da ober. »

— « Del, setu a-ze eur gorzen ; kas anezi ganez ; kas i ve ganez diou vuredad dour benniget, ha pa deuio an diaoul d’az kerc’hat, lavar d’ezan n’ez i ket gantan mar ne zoug ket ac’hanout. Pa vezi war e gein e c’houezi gant ar gorzen-ma dour benniget en e ziskouarn, ha mar lavar d’it teuler kuit an traou benniget, arabat e vezo d’it hen ober. Taol dour benniget en dro d’it a bep tu pa vezi digouezet en ifern ; taol ha taol start ken na yudo an diaoulou. Neuze e liviri digas ac’hanout endro d’ar gear, pe sina n’en devo hiviziken veli ebet na warnout na war nikun eus da lignez. »

— « Evel-se e rin ! » eme ar bugel laouenneat. Erwanig a drugarekaas ar Werc’hez hag a heulias piz ha piz he aliou.

Paolig a deuas e poent da glask e breiz.

— « Deus, emezan d’ar paotr, deus ganen, rak d’in out e gwirionez ! »

— « Da beleac’h hoc’h eus c’hoant d’am c’has, hag abaoue pegoulz eta oun-me d’eoc’h ? »

— « N’em beus ket a amzer da goll, marmouz bihan. Deus buhan ! »

— « O ne dan ket avat ! »

— « Dont a ri, paotr fall ? »

— « Mont a rin, mar tougit ac’hanon ! »

— « Deus ’ta war va c’hein ! »

Hag ar paotr, houp ! en eul lamm war gein an diaoul, ha buhan ha buhan da c’houeza d’ezan dour benniget en e ziskouarn. An diaoul a fiche, a vleje, da vouzara, hag a lavare :

— « Taol kuit an traou benniget-se ! »

— « Dioc’htu, mar kirit lezel ac’hanon da vale ! »

— « N’hellan ket ! » eme an diaoul.

Ar penn fall a ziaoul a glemme, mes kenderc’hel a rea da vont gant e hent. Digoņezout a rejont e rouantelez an ifern.

Edod o c’hori eur forn da lakaat ar paotr kez. Lammet a reant gant al levenez ; hogen, ne zalejont ket da gana eur zon-all.

Erwanig a zispakas e vuredou dour benniget hag a strinkas dioutan a bep tu. Hag an diaoulou bihan ha bras da goroll (dansal) ha da glemm gant ar boan :

— « Kasit anezan er meaz ! » emezo.

Den avat na grede tostaat ouz ar c’hristen yaouank.

— « Mat, emezan, p’ eo gwir ne deu den da gas ac’hanon er meaz, me a yelo va-unan. Red eo d’eoc’h avat sina ar paper-ma evit toui n’ho pezo veli ebet hiviziken na warnon na war hini ebet eus va lignez. »

Kavet e oe mat ganto ar marc’had.

Erwanig a yeas war-eün da drugarekaat ar Werc’hez santel eus ar c’hras kaer he devoa great d’ezan.



————