Kleier Lanndi o tizrei Rom

Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1911  (p. 101-103)



Kleier Lanndi o tizrei eur Rom


————


D’am Mignon P. GUIVARC’H


Eat eo adarre ar goanv ebiou d’eomp. Mui ken a erc’h war an henchou da sklabeza hor bouteier hag hon tiez ; mui ken a avelou foll, a yenien, a gazarc’h hag a zourbeuz…

Edod ive e miz meurs er bloavez-se ; ar goanv a yoa bet dous kenan gant meur a zeiziad heol klouar. Sevel a rea an eost glas er parkeier, hag ar bokedou a zispake a druilhadou e kerc’hen ar c’hleuziou koulz hag er parkeier. Ar boutonou a c’hlaze er gwez hag er girsier. E pep leac’h dre ar bed krouet e seblante beza eur gouel bras en enor da Jezus treac’h d’ar maro.

En eun ti-soul koulskoude, kuzet du ze e kichenik Koad Meur, n’oa ket laouen an dud. Eur c’hlanvour a yoa, hag ar vamm c’hlac’haret n’ea ket eus tal gwele he mabig taget gant eur c’hlenved diremet. Yannig a yoa o nevez tapa krog en e eiz vloaz. Koantik tout oa an ealig kez, hag han vet oa bet zoken ar Mabig Jezuz gant e gamaraded. Bemdez e veze e skol gristen Lanndi ; sonj mat am eus anezan, hizio c’hoaz, daoust ma ’z eus eun toullad bloaveziou abaoue.

Hogen, eun abardaez, Yannig a dapas riou o tizrei eus ar skol, ha setu ma oe great d’ezan chom en e wele… Ar medisin a deuas meur a wech war e dro, ar vamm baour a boanias gantan gwella ma c’hellas ; kaer a oe avat an ealig ne deue ket e zivoc’h da rusia evel kent ; koll a rea bemdez tamm ha tamm an nebeudig nerz a jome c’hoaz gantan ; mont a rea goustadik war zu ar baradoz da gaout e dad ker eat araozan eun nebeudig miziou a yoa.

Bep tro ma teue ar medesin, ar vamm ankeniet a c’houlenne :

— « Penaos e kavit anezan, aotrou ? Daoust ha ne vezo ket pare dizale ? »

Hag an den gwiziek a rea eun heja d’e skoaz hag a vousc’hoarze. Ne lavare ger, hogen ennan e unan e rea meur a zonj. Ar c’hez bihan ne vije biken pare… Pa deuio an deliou kenta da zispaka, pa zistroio ar gwenneli gant kelou an neve-zamzer da glask o neizi koz o doa warlene, ar bihanig a nijo davet an elez e vreudeur…

Hag ar vamm dener a gleve evelato ar pez n’anzave ket ar medesin. Fizians ebet mui da welet he mab o parea ; prestik ne vije mui nemeti en he zi soul deuet da veza ker sioul hag ar bez. Gantan, d’e heul, ez aje he holl eürusded ! Ha petra rea d’ezi brema ar gwel eus ar prajeier hag eus ar girsier o c’hlaza ? Pe seurt vad a rea d’he diskouarn klevet al lapoused o kana er bodennou, pa gleve klemmou mantrus he mab Yannig gwasket gant ar paz? Petra vezo ar vuez eviti hiviziken, hep he fried, hep he mab ?…

Hag e selle gant truez ha gant enkrez ouz ar c’hlanvourig ; hag e pede Doue da ober eur burzud evit miret d’ezi ar pez a garie ar muia war an douar.

Setu en eun taol prim Yannig o sevel en e gwaze war e wele. Klevet a rea kleier Lanndi bole bras enno.

— « Perak ’ta, mamm, e son kel laouen ar c’hleier hizio ? » Houma a guzas he daelou hag a lavaras :

— « Hizio, va c’halonig, ema ar Yaou-Gamblid, hag e keit ha ma lavar an Ao. Person e oferen, ar c’hleier a zon evit ar wech diveza a raok maro Jezuz staget ouz ar groaz gant tud kriz. Bremaik ez aint da Rom.

Yannig a jomas pell bras da zelaou ar c’hleier, ha goudeze e tremenas evel eur goumoulen war e dal. O nag e karie kleier tour koz Landiviziau ! Nag e karie klevet anezo o son laouen da zul ha da zeiz gouel, pa ’z ea gwisket kaer da azeza war skinier ar skol gristen evit klevet an oferen !… Ha setu n’o c’hlevje mui, p’eo gwir ez eant da Rom !

— « Ha da ober petra, mamm, ez a ar c’hleier da Rom ? »

— « Da welet H. T. S. ar Pab, va c’halonig, ha da c’houlen digantan e vennoz ? »

— « Ha ne deuint mui en dro ? »

— « Eo, eo, mab kez, eme ar vamm nec’het, disadorn e teuint adarre. Gwelet a ri anezo o tremen uz da Goad-Meur, ya mar dout fur ha sentus, mar kemerez a galon vat al louzeier gourc’hemennet evit parea… Ar c’hleier o tizrei a bareo ac’hanout. »

Yannig a yoa digor frank e ziskouarn gantan da zelaou kement a lavare e vamm… Ar c’hleier a gar kement a zistroio, hag e klevo anezo a nevez ! O gwelet a ra zoken o nijal dreist ar C’hoad-Meur hag o vont d’o lochennou e tour bras Lanndi.

Evel oc’h huvreal e lavar neuze goustadik :

— « O ! ya, me a fell d’in gwelet c’hoaz ar c’hleier. »

En noz warlerc’h e welas anezo dre e gousk ; diouaskel skedus o devoa, hag ez eant gant herr dreist ar C’hoad, dreist prajeier Ty-Gwenn.

An deiz a c’houlaouas, ha Yannig a oe mall gantan goulen ouz e vamm :

— « Hizio eo e tizro ar c’hleier, mamm ? »

— « Nan, va c’halonig, warc’hoaz eo ; gwelet a ri anezo mar bezez ken fur ha deac’h. »

— « O ! ya, eme Yann, gwelet a rin anezo ! »

Medesin koz Lanndi a deuas da welet e glanvour yaouank, hag e dal a deuas da veza c’hoaz tenvalloc’h eget d’ar gwechou-all, ar c’hlenved a yea war wasât d’ezan ; ar bugel a yea a gammejou bras warzu ar bed-all ; c’hoaz eun toulladig heuriou hag e teuje an Ankou d’her samma.

An deiz hag an noz a oe fall fall ; ar c’heaz en devoa tersien. Dre e alter ez oa dalc’hmat hano gantan eus ar c’hleier, eus e vignoned, ar c’hleier, a yea da zistrei d’o zour koz hag a zigasche d’ezan ar pare en eur dremen.

An deiz a darzas, eun deiz laouen evel a vez eleiz anezo en nevez-amzer. N’oa ket eur wabren o koc’henna bolz skedus an nenvou. Yannig a yoa torret war e dersien, hag a gouske sioulik en e wele. E valvennou a yoa serret kloz hag a-veac’h ma kleved anezan o tenna e halan.

En eun taol prim, setu hen o sevel, evel pa vije bet dizavet gant resorchou nerzus ; gant e zaou zourn e krogas e dor ar gwele kloz, hag hen da drei a-bez warzu ar prenestr. Eur musc’hoarz dudius a darzas war e vuzellou disliv, hag e lavaras laouen :

— « Ema erru ar c’hleier, mamm, emaint o vont dre aze ! Gwelet a ran anezo ! »

Siouaz ! kerkent e kouezas ar c’horfig maro mik war ar gwele gwenn pedo kleier Lanndi o kana endra c’hellent :

Alleluia ! Alleluia !… An Aotrou Krist, Alleluia ! a zo savet a-douez ar re varo ! Alleluia !

An elez ive, me zo sur, a ganas laouen an Alleluia pa weljont o breurig o tigouezout e porz alaouret ar Baradoz.

Ar vamm hi hepken a ouele dourek e kichen korf sklaset he mab. Yannig en doa gwelet ar c’hleier, e vignoned, hag a gane brema ganto kel laouen : Alleluia ! Gloar da Jezus-Krist ! Alleluia !