A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 30-40)



Eteo Nedelek
————

Madalen Pelliven, greg eun deveziour paour, a voa chomet intanvez gant pevar c’hrouadur, Mikeal pehini a voa commanset, da c’hounit eur guennec bennag ; Louiza oajet a bemzeg pe c’huezeg vloaz, hag a voa abaoue tri bloaz etre an tan hag he guele gant eur c’hlenved langis ; Laouik potric etre nao ha deg vloas, hag Annaïk pehini ne doa nemet seis vloas.

Derc’hent Nedelek edo an intanvez paour oc’h oza eun tam iod guinis du da vern, pa deuas Laouik da c’houlen outhi :

— Va mam, ne ket hirio ema ar Pelgent ?

— Eo, va map, hirio ema sur.

— Va mam, ne velan ket a geuneut aze ken ; n’on devezo ket eteo Nedelek er bloa-ma ?

— Mar bez paet he zerveziou d’as preur, e prenimp peadra d’ober eteo Nedelek. Ma na roer ket a arc’hant dezan, e vo red tremen evelse.

— O mad, mam, ma n’or bez ket eteo Nedelek, ne deui ket ive ar Verc’hez ama fennos. Gouscoude ma vije deut, marteze e divije pareet Louizaik.

— Marteze zur, eme ar vam, an daelou o tont en he daoulagad. Mes kea da c’hoari, marteze arog an noz e vezo deut eun eteo deomp en eun doare bennag.

Pa voa dare mern, Laouik a ieaz da c’helver he c’hoar vian a voa o c’hoari er maez. Houma a deuas peursdu he divoc’h gant ar riou, rag an avel a voa ien.

— Va mam, emezi, sellit, an erc’h o coeza. Oh ! al labouset bihan a goezo truez outho brema avad ? Ne gavint tam da zibri ! Va mam, roit eun tamic bara din da gas dezo.

— Doue en devezo sourci anezo, va merc’h.

— List ac’hanon, va mam, da gas eun tamig dezo.

— Mad, cas-ta.... Gouscoude an intanvez paour a lavare outhi he unan : abenn eun dervez pe zaou, bugale baour, n’em bezo ket eur c’hinaouat da rei deoc’h, hag e vezo truezussoc’h ho stad evit hini al labouset keiz. Rag n’oa mui cazi tam en ti ha n’oa ket eur guennec.

Annaik ha Laouik a voa eat ho daou da deleur bruzun bara d’al labouset bihan e kichen an treuzou pa glefjont eur vouez c’hroz o lavaret en eur c’hrosmolat :

— Ma ne ket eun truez guelet teleur bara evelse da goll, ha beza kement a dud dare da vervel gant an naoun dre an amzer griz-ma, tud ha ne gavont ket eur c’hinaouat vara da zibri !

An daou vugel a voue spontet o clevet ar vouez-ze, mes ho aoun ne badas ket pell, rag guelet a rejont en ho c’hichen eur paour kez clasker a voa boas da zont di da c’houlen an aluzen.

— Ne ket da goll eo e taolomp ar bara, eme Laouik, d’al labouset bian eo pere ne gavont brema tam gant an erc’h.

— Bugale vad oc’h, eme’r paour ; ha pa oc’h eus truez oc’h al laboused, ho pezo ive truez ouzin-me. Me’m eus ive naoun.

Madalen a roas he vern d’ar paour coz ous taol gant he bugale. Ar paour a glevas eur glemaden bennag en eur guele :

— Unan clan bennag oc’h eus, emezhan ?

— Ia, eme’n intanvez ; va merc’h hena. Tri bloas so ema var ar guele-ze, ha n’eus kelou ebet dizi da barea.

— Paour kez merc’h ! Pe oad e deus ?

— D’ar Chandelour e devezo c’huezec vloas.

— Kenta guech ma zin da Zant Ian ar Biz, pe da Rumengol, pe da Zantez Anna Vened, bezit sur e pedin calonec hor Zalver Jesus hag he vam an Itron Varia da zigas trum ar iec’het d’ho merc’h. Bennos Doue deoc’h ha kenavo !

— Kenavezo, eme an intanvez. Hag an daelou a deuas en he daoulagat, rag sonjal a rea : varc’hoas marteze e rankin eveldan mont da glasc va zam.

Etre daou an hini glan a grie : va mam ! va mam ! Neuze Madalen a lavaras d’he daou vugel bihan : it alesse ho taou da c’hoari evit ma zin vardro ho c’hoar.

Deus da c’hoari ta, Laouik, eme ar verc’h vian ! Mes Laouik a jome souezet. Abenn eur pennad e lavaras d’he c’hoar evel eun den bras : te ne ouzout ket te, te so re vian, mes me a vel avoalc’h. N’em eus ket a c’hoant da c’hoari pa velan va mam ken trist, ha va c’hoar vras ker clan. Ha neuze, ember ema Nedelek, ha n’or bezo ket a eteo da lacat en tân.

— N’hor bezo eteo ebet, eme Annaik ; ô va Doue, neuze ne deui ket eta ar Verc’hez da doma he zreid ?

— Ma vije bet tud ar maner er ger, eme Laouik outhan he unan.

Etre ma comze evelse an daou vugel, e clefjont ho c’hoar glan o cana. Souezet e vouent, rag pell a voa n’o doa ket clevet he mouez. Louizaig e devoa eur vouez caer hag a gane dudius pa voa iac’h. Brema oa eat he mam var he zro, hag hi pehini en em gave guelloc’hig, a voa en em laket da gana eun Nouël.

An daou grouadur a redas da gaout ho c’hoar :

— Guelloc’h en em gavez, ha ne ket ta Louiza, eme Laouik ?

— Daou zervez-zo, emezhi, em eus nebeutoc’h a boan. Va mam vad e deus pedet kement evidon, ma en deus bet Doue truez ouzin.

Ar vam baour, o velet he bugale en dro dizi, a ancounac’hee eun nebeut he faourentez hag he foan speret. Ar glanvourez a jomas eun nebeut var zao, mes souden e vancas he ners dizi, hag e voue red he dougen adarre d’he guele.

Souden e tigouezas ive ar map cossa. Mikeal ! Mikeal ! eme ar vugale vihan. Mes Mikeal n’oa ket laouen, ha ne lavare ger.

— Ne c’heus bet netra, eme he vam ?

— Netra, va mam, emezha. Ar re ne vanc netra dezho ne zonjont ket e c’hall ar re all caout izom. Ar re-ma n’o deus bet tam ? emezhan o tiskuez an daou vihan.

— Oh eo, evit hirio o deus bet. Mes varc’hoas, antronoz da hirra ne jomo mui tam.

— Sellit va mam, ma trofe em penn !…

— An intanvez e devoue aoun o clevet he mab. Petra rafez ? Petra, en em zevel a rafez a enep an Aotrou Doue abalamour ma ro poan ha dienez deomp er bed-ma ?

— Oh ! ne ket. Mes ne chomfen mui da labourat douar. Mont a rafen da zoudart pe da vartolod hag e c’hounessen guelloc’h bara deoc’h.

— Petra, va map, ez afez da zilezel da vam, da vreur, da c’hoarezed ? Petra deufemp-ni da veza ?…

An daou vugel bihan n’o doa lavaret ger bete neuze, mes neuze e tiredjont da gaout ho breur hag e lavarent dezan gant eun ton glac’harus : Mikeal ! arabat mont kuit !

Mikeal a lavaras neuze d’he vam. Mad va mam, kemerit fizians, ne vezimp ket reuzeudic ato ; Louiza a bareo eun dervez bennag, ha neuze e vezimp aessoc’h evit brema.

— Doue ra roi dit da c’houlen, eme ar vam.

An intanvez a lavaras neuze da Laouic lavaret he Bater ha mont da gousket. Goude ez eas da gas ive he merc’h vihana d’he guele. Houma a lavaras neuze :

— Va mam, me ne din ket d’ar Pelgent neuze-ta ?

— Nan va merc’h, n’oc’h ket bras avoalc’h c’hoas. Ne dai nemet ho preur cossa ha me.

Laouik pehini en doa clevet, a grias neuze oc’h he c’hoar : Ro peoc’h, Annaik ; te ne ouzout ket ! ar re a jom er gear a vel ar Verc’hez pa deu da doma he zreid, hag ar re a ia d’ar Pelgent n’he guelont ket ! Ar verc’h vihan a gouscas neuze laouen.

Laouic, evel a veler, n’en doa ket collet c’hoas esper da gaout eteo Nedelek, n’en doa ket collet esper e teuje ar Verc’hez d’an ti. En em daolet oa var he vele ep divisca tam dillad, hag evel ma c’helle mont er meas eus an ti ep heza guelet, ne zaleas ket da vont goustata ma c’helle. He zonch oa mont d’ar maner da gaout unan eus ar plac’het a anaie mad, ha da c’houlen eur pilcoz da ober eun eteo Nedelek. Mes evel ne felle ket dezan caout evit netra, e cassas gantha eur gaouet en devoa evit he rei eleac’h ar pilcoz. Rag Laouik, mar plij, ne felle ket dezan caout eun dra bennag en aluzen.

Noz oa ; erc’h a gueze druz, hag ar guenodennou a voa eul lisser venn varnezo. Mes Laouik n’en doa ket aoun. Ne zonje nemet er blijadur o divije he vam, he vreur, he c’hoarezed pa veljent an eteo. Eun anter heur goude edo Laouik e tal dor ar Maner. Skei a ra var an nor, hag e teu eur servicherez da zigeri dezan.

— Sell, Laouik, te a zo aze ? Petra : goasset eo d’as c’hoar ?

— Oh ! ne ket. Guelloc’h eo zoken. Me’m eus c’hoant da goms oc’h Armela. (Da Armela en doa c’hoant da verza he gaouet, evit prena gant he arc’hant eun tam coat.)

— Armela e deus re a brez fennoz. Red e vezo dit gortoz eur vech all.

— O va Doue, eme ar potric, brema em oa c’hoant d’he guelet. Hag ez eas trist evel ar maro.

Dre chans, an itron pehini a voa eat eun nebeut a voa da veachi gant he hugale, a voa digouezet er guær en deiz-ze. Ar vugale pere a anaie mad ar potr, a glevas ar pez a dremene etre ar servicherez hag hen, hag a ziredas d’he gaout. Ar re-ma a voa teir demezel, unan anezo er memes oad gant Laouik, hag an diou all cossoc’h.

— Sell ! Laouik Pelliven ! Petra zo, Laouik ? Hag hi o cregi en he zaouarn hag oc’h he zacha d’ar zal da gaout ho mam, an Itron Kerivaz. Laouik a voa eat lent bras, ha n’en doa ket ken nebeut a c’hoant da lavaret pe seurt dienez a voa en he di. Mes an itron vad ha carantezus a gomzas ker brao outhan, ma clevas gantha oll. An teir demezel a deue an daelou en ho daoulagad o clevet pebez paourentez ha pebez nec’hamant a voa e ti an intanvez keaz, eleac’h n’oa ket a vara na zoken eun tam coat da lacat en tan evit noz Nedelek.

Laouik a voue great stad anezhan. Roet oue dezan bara, frouez, ha kement a blij d’ar vugale, evithan he unan hag evit cas d’he c’hoar vian. An hini eus an demezelled a voa eus he oad a fallas dizi mont gantha d’ar c’hardi evit he sicour da zibaba an tam coat a blische muia dezhan. Laouik a ginnigas neuze dizi he gaouet evit he bilcoz. An demezel ne felle ket dizi kemeret ar gaouet ; mes ar potr he lezas eno, rag ne felle ket dezan caout an tam coat evit netra. Neuze e zeas laouen d’ar gaer, ha ne fallas ket dezan ez aje eur mevel d’he zicour petra bennag ma e devoa an itron galvet unan eus he mitizien evit kementse.

An Itron Kerivaz e devoa sonch er bloavez-ze da rei pep a vontr d’he merc’hed evit ho delou mad. Pa voa eat ar potric en hent, an teir demezel en era glevas entrezo, hag a c’houlennas digant ho mam rei dezo en arc’hant talvoudegez ar montrchou, evit ma c’heljent rei bara da intanvez Pelliven ha d’he bugale.

Biscoas goulen n’en doa great mui a blijadur d’ar vam gristen. D’he zro e teuas daelou a laouenidigez en he daoulagad o velet calon vad he merc’hed, ha var an heur e roas dezo ar pez a c’houlennent. Mes lezomp ar maner evit mont varlerc’h Laouik.

Madalen hag he map cossa a voa cousket pe da viana anter gousket unan a bep tu d’an tan o c’hortoz ar mare da vont d’ar Pelgent. Pa lavaran en dro d’an tan, e fazian ; guell e ve lavaret, unan a bep tu d’an oalet ; rag n’oa nemeur a geuneut d’ober tan. Setu hi o clevet trous er penn izela an ti.

Daoust ha Laouik a ve clan ? Eme ar vam, hag hi buan da velet. Mes souezet e voue oc’h he velet o tont en ti gant eur pez tam coat var he scoas. A beleac’h e teuez emezhi ! — Eteo Nedelek ! eme ar bugel ! Eteo Nedelek ! eme ar map cossa.

— Va mam, eme Laouik, hirio er Pelgent e c’hallot lavaret eur Bater muioc’h evit an dimezellet. Digantho em eus bet an eteo-ma. Ep dale e voue guelet tan bras en oalet, hag eteo Nedelek o tevi en ti paour kercouls a ma rea e tiez ar binvidien. Ho zri e kichen an tan, ar verc’h vian pehini a voa dihunet, ha beteg an hini glan, oll oa deut al laouenedigez dezo gant eteo Nedelek ; ha Laouik a voue lezet da vontive d’ar Pelgent gant he vreur hag he vam.

An intanvez a bedas c’huec epad ar Pelgent. Mes en eur vont hag en eur zont ne gomze nemeur. Eun dra a rea nec’h dizi. E Breiz-Izel e ma ar c’hiz da gaout fiscoan pa zistroer eus an oferen a anternoz. Madalen bete neuze e devoa ive bep bloas roet ho fiscoan d’he bugale an nosvez-ze. Mes brema ne voa tam en ti, a veac’h o divije eur c’hinaouat bennag antronoz. Red e vije chom ep fiscoan. Setu ar pez a rea anken d’ar vam baour. Hogen er maner e voa sonjet ive e kemense. An Itron Kerivaz hag he zeir merc’h o doe great cals goulennou oc’h Laouik, ha clevet o doa oll penn da benn gantha pebez paourentez a voa el lochen ; pe ger ber oa ar peuri enhi, pe gen ankeniet oa ar vam, pe ger clan oa ar c’hoar vras. Sonjet o doa ne ket eteo Nedelek epken o doa izom da gas d’an ti-ze.

En eur vont d’ar Pelgent e lakejont en eur baner kement a voa ret evit eur fiscoan caer, ha goude an oferen e teujont trum evit gallout, en eur dremen, mont el lochen araog ma tigouesche an intanvez hag he bugale. En eul lochen evelse var ar maez, ne ket red caout alc’huez evit mont en ti. Ne vez peur liessa nemet eur prenner coat hag an nep a voar an doare, ne vez ket nec’het evit lamet ar prenner-ze. An dimezellet, pere a voa boas da zarempret lochen Madalen, a zibrennas ep poan ebet. Mont a rejont didrouz, dispaca a rejont an douzier, hag e lakejont varnezhi ar pez a voa deut gantho ; eur vichen vara guenn, amann, crampoez ha kuignou ; eur voutaillat chist ha pep a veren evit tud an ti. Neuze eur pot leun a dhe laket var an oalet e kichen eteo Nedelek.

Epad ma edont oc’h ober ho c’heusteuren, ar verc’h viana a ziunas hag e devoe aoun. Ober a reaz eur sell bennag, mes ne grede ket crial. Guelet a reas eur sae venn, hag e crede mad oa ar Verc’hez oa a ioa deut da doma he zreid. Unan euz an demezelled a dosteas oc’h he guele hag a lavaras d’ezhi : N’ho pet ket aoun, me zo deut da zelc’her tan en eteo Nedelek abenn ma teui ho mam d’ar ger. Neuze an demezelled en em dennas sioul.

Prestig e tigouezas ive an intanvez gant he daou vap. Kerkent ha ma ho c’hlevas o tont en ti, ar verc’h vian a grias : Va mam ! va mam ! Bet eo bet ar Verc’hez ! N’em eus ket guelet he bizach, mes guenn cann eo, hag eur vouez dous e deus evel eun eal.

Etre daou Laouik en doa guelet dija petra voa var an daol. Bet eo sur, va mam ! Sellit zo ama ! hag ouspen ar bouet a ioa eno e poursach, he zorn a guezas var eur ialc’had arc’hant. Sellit, va mam, arc’hant so ive ! Ar Verc’hez so bet ama sur ! An itron Kerivaz e doa roet ar fiscoan, hag an dimezellet o doa lezet eno, en eur ialc’h, talvoudegez an delou mad a dlie ho mam da rei dezo.

Madalen Pelliven a zirede an dour eus he daoulagad, hag en em daolas d’an daoulin da ober eur beden calonec evit tud ar maner, rag hi hag he map cossa a vouie avoalc’h piou oa ar Verc’hez a voa bet eno.

Antronoz vintin, an hini glan a lavare ive d’he mam ; va mam, me ne ouzon ket pe eun huvre am eus bet, pe ez eo guir ar pez am eus guelet. Ar Verc’hez pe eun all bennag guenn cann, guen skedus, so bet en ti. Me’m eus clasket digeri va daoulagad, mes ho zerra am eus ranket, kement e lugerne. O sonjal e c’helje beza ar Verc’hez, em eus he fedet, mes a galon epken, da rei din ar iec’het, hag oun en em voestlet da vont da zervicha Jesus hag he vam santel d’ar gouent, mar bijen pare. Mes n’em eus great nemet huvreal, ha ne ket-ta, va mam ?

— Eo, va merc’h, hoc’h huvre so guir. Neuse e lavaras dezhi ar pez a voa c’hoarvezet. Mes, va merc’h, eme an intanvez, neuze-ta, mar pareit, em c’huitaot.

— Oh ! va mam, mont da zervicha Doue ne ket ho kuitat eo.

An deiziou varlerc’h, Madalen a ieas gant he bugale da drugarecat an itron Kerivaz hag he demezellet.

Louizaik, ar verc’h clan, a bareas. Da viz even oa cre avoalc’h evit mont da bardona da Rumengol ; ha goudeze eo eat d’ar gouent evel m’e doa en em voestlet da vont. Mikeal a zo demezet da verc’h an hini ma laboure dezan. Laouik so er maner e servich an itron Kerivaz. N’eus mui gant an intanvez nemet ar verc’h iaouanca pehini so en oad da ober he fasc er bloa-ma, hag a so ive brema bras avoalc’h evit mont gant he mam d’ar Pelgent. Setu penaus e coez bennoz an env var an tiez eleac’h ma zeus doujans Doue, var eur vam hag a boagn da rei eur gelennadurez kristen d’he bugale.

————