A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 30)



Himn an Ilis.
————

Jesus ken dous da envori,
A ro d’ar galon guir dudi,
Dreist pep tra ac’hanoc’h ar guel,
A zo dousoc’h eget ar mel.

N’oufet na cana, na clevet,
Na sonjal, zoken tra ebet,
Ken dous, ker c’hoek, ken dudius
Evel hoc’h hano, va Jesus !

Jesus fizians an den keuziet,
Ken truezus d’an nep ho ped
Ker madelezus p’ho clasker !
Petra oc’h ta pa ho caver !

Morse teod ne lavaro,
Na morse pluen ne scrifo,
Evit credi, tanva zo red.
Petra eo, Jesus, ho caret !

Jesus, bezit hon levenez,
Hor gobr e tleit beza ivez ;
Ra vo hor gloar enhoc’h epken,
Hed an oll amzer, da viken !

Jesus, Roue or Rouaned,
Da beb enebour treac’h bepred,
Dousder dreist an oll dousderiou
C’hoant birvidig an eneou.

Pa deuit da chom en hor c’halon,
Evel splam petra zo guirion,
Ar bed vean a gaf divalo,
Tan ar garantez he dêo.

Jesus dousder ar c’halonou,
Dour beo, sklerder an eneou,
Kalz en tu all da bep levenez
Hag ive da bep c’hoantegez.

Ra deuimp oll da anaout Jesus,
Da c’houl he garantez nerzuz ;
Klaskomp Jesus ato, gant prez,
Klaskomp-hen a briz hor buez.

Ra deui hor mouez d’hen henvel,
Hor buez ra vo outhan henvel
Ra deui hor c’halon d’he garet,
Ha brema hag ato bepret.

Henor an Ælez, ô Jesus !
D’ar skouarn eur c’han dudius,
D’ar ginou ar mel an dousa,
D’ar galon ar bouet ar c’hueka.

Nep o deuz eur vech ho tanveet
O deus deoc’h ha naoun ha sec’het,
Netra mui ne c’hoanteont,
Nemdhoc’h, Jesus, a garont.

O Jesus va muia karet,
Fizians an ene glac’haret,
En eur vouela ni ho klasko,
A greis kalon ni ho kalvo.

Chomit ganeomp, o va Doue
Da sclerijenna hon ene ;
Ma vezo sclereat hor speret
Hag a zousder carget ar bed.

Jesus boked ho mam guerc’hez
Hon dousder hag hor c’harantez,
Meuleudi deoc’h ha d’hoc’h hano,
Renit varnomp evit ato.

————