Eun nozvez pe Pedenn an Tad koz
————
D’an Aotrou Daniélou,
maer Rosgoff.
An noz a oa du, trist ha yen,
Ar glao a goueze… Er-maez den !
Pa ’n em gavchomp em zi bodet
O tomma en-dro d’an oaled.
Gwelet a c’helled, en eur c’horn,
Eur zoudard o fumi e gorn ;
E gapoten hep liou, freget,
En tranche ’ziskoueze ’oa bet.
A-genver d’ezan an tad koz,
Evel eur zant war e biltoz,
’Lonke komzou e vab hena
O tont d’ar gêr ar wech kenta.
Ar re yaouank a zelaoue
Gant prederidigez ha fe
Epad ma luskelle, sioulig,
Mestrez an ti he bugelig.
Hon lagad meur a wech ’gwilc’has
Hogen hon c’halon a startâs.
’Pad n’erbede ar zoudard d’eomp :
« Kendalc’homp mat hag e trec’hfomp !
« Kredit, o va c’hredit, ar Frans
« A welo eur an delivrans ! »
Pa voe deuet pred ar c’housket
An tad koz, war e vaz harpet,
A laras : « Ra vezo va Bro
« Trec’h d’an Alamaned garo !
« Doue, va fardoni a reot
« Ne raio peden all va zeod !
« Tud ker, daoulinomp hep gortoz
« Ha, war hon enebour, malloz !… »
Hag an nozveziad, unanet,
’Respontas : « ’Vel-se bezet graet !… »
An noz a oa du, trist ha yen,
Ar glao a goueze… Er-maez, den !
|
————