Imprimerie Francisque Guyon, 1919  (p. 14)



Ar Falc’her
————


D’an « aspirant » G. Creiz, eus a
Liliez, er Fouilhez, medalennet
war dalben ar brezel.


Daoubleget er blenen, e korf gleb e roched,
E benn noaz, ar falc’her, dindan an heol bervet,
Eus ar beure da noz e-touëz ar yeot glas
Treuz-didreuz er prajou ’zigor roudennou bras.

Pa ehan ’vit lemma, harpet war dorn e falc’h,
’Larfec’h eur brezelour leun a nerz, a gendalc’h ;
Gouzout a ra, moarvat, penôs war ar bed-man
Hep poan n’eus ket a drec’h. E furnez a veulan.

D’ar pardaez, en distro eus e zevez skuizus,
E kav e kuz an daol ar plasou enorus,
Karantez ar re goz, doujans ar re yaouank,
Lid gant an tiegez, aked ha boued hep mank.

Henvel ouz ar falc’her, war dachen ar brezel,
Te a ra da zlead dindan pleg hor banniel ;
Da skiant, da galonder ’ziskouez hent an enor
D’hor c’henvroïz vrudet a roy d’imp ar viktor.

Ha pa zeuï d’ar gêr, echu ar gwall-stourmad,
Gant da vedalennou, ennomp holl e vo stad.


————